Sistr
Iskevrennad eus | fermented alcoholic beverage, alcoholic fruit beverage |
---|---|
Implij | cooking alcohol, Evaj |
Bro orin | Spagn, Frañs, Alamagn, Kembre |
Liv | melen |
Danvez implijet | aval, goell, avaloù sistr |
Produced by | goell, fermentation |
Pleustret gant | Q28148336 |
Ar sistr (pe chistr) a zo un died alkoolek fardet gant chug avaloù goet. Avaloù dibabet ha gounezet a-ratozh a vez gwalc'het ha gwasket en ur waskell evit lakaat ar chug da vont er-maez. Lakaet e vez ar chug da c'hoiñ e-pad sizhunvezhioù e tonelloù graet gant koad derv. Ret e vez ouzhpennañ goell, naturel pe get.
Uheloc'h eo an derez alkool eget hini ar bier, met gant 5 derez, n'eo ket ken kreñv hag ar gwin. Melen pe melen-aour e vez al liv peurvuiañ. Ne c'heller ket ober sistr mat evel gwechall gant an avaloù gounezet evit an debriñ (an "avaloù kontell") pa n'eus ket tann a-walc'h dezho. Implijet e vez unan, div pe teir gouenn gozh pe nevesoc'h ha miliadoù anezho zo. Ar parkoù ma c'hounezer gwez-avaloù a zo avalennegoù.
Produet e vez ar sistr e broioù ma vez mat an hin evit gounit avaloù, e Gwalarn Europa, e Norzh Spagn hag hanternoz Norzhamerika (Kanada ha Biz Stadoù-Unanet); e Suafrika e vez graet ivez[1]. Evet e vez kementadoù bras eus an died-se e Su Breizh-Veur, e Kanada hag e Stadoù-Unanet hag e Spagn. Produet e vez e-leizh e Breizh, Normandi, Iwerzhon, Su Belgia ha tolead Frankfurt. Gant ar broduerien saoz, belgiat hag alaman e vez graet kalz a sistr dous fardet diwar avaloù kontell ha setu perak eo bet aotreet gant an dekred embannet e 29 a viz Gouere 1987 ouzhpennañ chugoù aval dizourennet.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kavet e vez anv an avaloù e latin pa vez meneget ar pomarii e-kichen an atantoù e kartaoù ar Grennamzer. Dindan pluenn Sant Yerom e kaver anv latin ar sistr, ar cicera. Koulskoude ne vez ket produet kalz a sistr e Hanternoz Europa a-raok an XIIIvet kantved hag evet e veze gwin ha korev (ur seurt bier) da gentañ-holl. Pa yeas an hin da vezañ diaesoc'h evit ar gwiniegoù (e-pad Hoalad bihan ar skorn) ha pa voe kavet doareoù-ober efedusoc'h (kavadenn ar waskell, hemañ efedusoc'h eget ar breolimoù) e krogas ar sistr kemer plas ar c'horev er gwerin. Da skouer eo meneget ar "sydre" e Laval e 1434.
Hervez an istorourien e o bet degaset variedoù avaloù eus Galiza da Normandi ha da Vreizh da-c'houde gant ar voraerien norman ha breton. Diorroet eo bet gorread an avalennegoù etre an XIIIvet kantved hag ar XVIIvet kantved en ur vont eus Dieppe da Vro-Gerne.
A-raok an Dispac'h gall ne veze ket gwerzhet hag evet sistr er-maez eus Breizh, Maine ha Normandi pa veze gwirioù aotre uhel diwar atiz ar varc'hadourien gwin, met ne greskas ket beveziñ ar sistr a-raok enkadennoù ar gwin e-kreiz an XIXvet kantved (oidium e 1848, mildiou e 1870, phylloxera e 1890). E tro an XXvet kantved e teuas da vezañ ar sistr un died modern bevezet e Pariz.
Bras e voe an diorren ar sistr e mare ma veze prenet kementadoù bras alkool gant ar gouarnamant gall evit bastañ ezhommoù teknikel ar ganolierezh (evit fardañ ar poultr) hag evit trelosk ar c'hirri-tan. Ken izel ez eas priz ar sistr ma voe evet muioc'h-muiañ gant tud ar maezioù hag e skoas taer broioù ar sistr an alkoolegezh etre an daou vrezel.
Goude 1945 e klaskas ar gouarnamant gall lakaat produadur an alkool da zigreskiñ dre ginnig d'ar winierien ha d'ar broduerien sistr displantañ o farkoù. Kilañ a reas beveziñ a sistr er bloavezhioù 1960 pa veze produet muioc'h-muiañ a sistr greantel divlaz.(Ali personel)
E 1988 e voe krouet gant an INAO un AOC evit ar broduerien artizanel eus Normandi ha Bro-Gerne evit ma vo anavezet perzhioù dibar ar sistr fardet diwar avaloù variezonoù hengounel. Roet eo bet lañs d'ar produadur gant an anvadurioù a orin "Pays d'Auge" ha "Cornouaille" ha meur a avalenneg nevez a zo bet krouet.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) (br) Yann-Ber Kemener, « Avaloù ha sistr Breizh », Skol Vreizh, Montroulez, 2005.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- L'Ouest en mémoire (Ina) - Fest ar sistr e Groñvel
- Kartenn ar broduerien chistr e Breizh war lec'hienn Les Cidriers Bretons
- Pennad e Le Figaro.