Mont d’an endalc’had

Beijing

Eus Wikipedia
Beijing
national capital
Anv ofisiel北京市 Kemmañ
Anv er yezh a orin北京市 Kemmañ
Anvet diwarkêr-benn, norzh Kemmañ
Yezh ofisielyezhoù sinaek Kemmañ
KevandirAzia Kemmañ
StadRepublik Pobl Sina Kemmañ
Kêr-benn eusRepublik Pobl Sina Kemmañ
Kêr-bennTongzhou District Kemmañ
E tiriadRepublik Pobl Sina Kemmañ
Gwerzhid-eurUTC+08:00 Kemmañ
War riblYongding River, Qing River Kemmañ
Lec'hiadurNorth China Kemmañ
Enclave withinHebei Kemmañ
Daveennoù douaroniel39°54′15″N 116°24′27″E Kemmañ
Poent uhelañMount Dongling Kemmañ
Post dalc'het gant penn ar gouarnamantmayor of Beijing Kemmañ
Party chief representativeCai Qi, Yin Li Kemmañ
Penn an aotrouniezhYin Yong Kemmañ
Korf melestradurelPeople's Government of Beijing Municipality Kemmañ
Korf lezenniñBeijing Municipal People's Congress Kemmañ
Ezel eusCreative Cities Network, World Tourism Cities Federation Kemmañ
Perc'henn warBeijing Infrastructure Investment Co., Ltd. Kemmañ
Erlec'hiañ a raKhanbaliq, Pei-p'ing Kemmañ
Yezh implijetdjineg, manchoueg Kemmañ
Darvoud-alc'hwezBattle of Zhongdu, Siege of the International Legations, Manifestadegoù ar blasenn Tiananmen e 1989, C'hoarioù Olimpek hañv 2008, C'hoarioù Olimpek goañv 2022 Kemmañ
Kod-post100000 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.beijing.gov.cn/ Kemmañ
Deskrivet en URLhttps://baike.sogou.com/v4412.htm Kemmañ
Hashtag北京, Beijing, Pékin, Hanbalık Kemmañ
Arouez ofisielStyphnolobium japonicum, Platycladus, Rosa chinensis, Chrysanthemum morifolium Kemmañ
Douaroniezh an danvezgeography of Beijing Kemmañ
Istorhistory of Beijing Kemmañ
Ekonomiezh an danvezeconomy of Beijing Kemmañ
Poblañsouriezh an danvezdemographics of Beijing Kemmañ
Kod pellgomz an takad10 Kemmañ
Category for honorary citizens of entityQ24924512 Kemmañ
Category for the view of the itemCategory:Views of Beijing Kemmañ
Rummad evit ar c'hartennoùCategory:Maps of Beijing Kemmañ
Map

Kêr-benn Republik pobl Sina eo Beijing (sinaeg 北京, Pinyin Běijīng), e biz ar vro, hag unan eus ar peder c'heoded e RPS a zo par d'ur proviñs er frammadur melestradurel sinat. Stok ouzh kumun Tianjin emañ, e-kreiz proviñs Hebei. Ur gumun stag ouzh ar gouarnamant kreiz war-eeun eo Beijing. Rannet eo e 16 distrig ha div gontelezh.

Kêr-benn bolitikel ha sevenadurel Sina eo, tra ma z'eo Shanghai ha Hong Kong he c'hêrioù-penn armerzhel. Unan eus Peder c'hêr-benn gozh Sina eo ivez.

E 2008 eo bet dalc'het ar C'hoarioù Olimpek eno.

Kêr-benn an Hanternoz a dalvez an anv "Beijing". Boutin a-walc'h eo an doare-se da envel ar c'hêrioù en Azia. Nanjing, anv kêr-benn gozh ar Vinged, a dalvez Kêr-benn ar Su, tra ma talvez Tokyo Kêr-benn ar Reter.

"Pékin" e vez anvet ar gêr-se e galleg, un anv a gav e orin e distagadur ar mandarineg er XVIIvet kantved. E brezhoneg e c'haller kavout ivez skrivadurioù evel Pekin[1] hag ivez Peking[2].

Kalz eilstummoù he deus bet anv ar gêr-se e Sina. Etre 1928 ha 1949 e veze graet Bei Ping (Peoc'h an Hanternoz) anezhi, rak d'ar mare-se edo gouarnamant Sina e Nanjing. Un tiern a vrezel a rene war ar gêr d'ar c'houlz-se, evel war an darn vrasañ eus hanternoz Sina, ha ne veze ket kavet gant Republik Sina e oa diazezet e c'houarnamant en un doare reizh.

Hec'h anv kozh a roas ar gomunourien dezhi a-benn diskouez e oa bet adunvanet ar vro, met ne oa ket bet degemeret ar c'hemm-mañ gant Republik Sina. Betek ar bloavezhioù 1970 e kendalc'he tud Taiwan d'ober gant Bei Ping evit he envel.

Yan Jing a zo un anv arall evit envel ar gêr, graet gantañ gant tud ar vro. Daveiñ a ra an anv-mañ d'ar Rouantelezh Yan a rene war ar rannvro da vare ar Rouantelezhioù oc'h Emgannañ.

Zhoukoudian

Ar roudoù kentañ eus bezañ Mab-den e kumun Beijing a oa dizoloet e groc'hioù Tuchenn an askorn aerouant e-tal kêriadenn Zhoukoudian e Distrig Fangshan, ma veve Den Beijing. Karrekaennoù eus Homo erectus er groc'hioù a oa bloaziet eus 230 000 da 250 000 vloaz zo. An Homo sapiens a vevas eno ivez en Henoadvezh ar maen, war-dro 27 000 vloaz zo[3]. Dizoloet ez eus bet keodedoù en-dro da Veijing. Annezet e oant adalek ar c'hentañ kantved a-raok J.-K., ha Ji (薊/蓟), kêr-benn Stad Yan, unan eus rouantelezhioù Prantad ar rouantelezhioù oc'h Emgannañ (473–221 kent J.-K.), a oa diazezet eno[4].

Azeuldi an Neñv

Hendad Beijing ne oa ket Ji, avat. Dilezet eo bet ar geoded war-dro ar XVIvet kantved ha ne oa nemet kêrioù bihan er rannvro e-pad an tierniezhoù Sui ha Tang.

E 936 e roas tierniezh ar Jin Diwezhatañ un darn eus douaroù e harzioù en hanternoz, Beijing en o mesk, da dierniezh kithan al Liao. Un eil kêr-benn, Nanjing hec'h anv, a grouas homañ e lec'h m'emañ bremañ Beijing. E 1125 e aloubas tierniezh Jurchen ar Jin al liaoed ha Nanjing a lakajont da gêr-benn. Zhong Du (kêr-benn ar c'hreiz) a anvjont anezhi.

Distrujañ a reas ar Vongoled kêr Zhong Du e 1215 hag hec'h adsevel a rejont un tammig pelloc'h war-du an hanternoz. Kubilai Khan he choazas da gêr-benn. Khanbalik hec'h anvas e mongoleg (da lâret eo "annez meur ar C'han") ha Da Du e sinaeg (da lâret eo, "kêr-benn veur"). War ar seblant e oa bet choazet Khanbalik da gêrbenn gant Kubilai Khan peogwir e oa tostoc'h ouzh Mongolia, edo war vevennoù ar bed sinat.

Goude diskar an dierniezh Yuan e voe adsavet kêr gant an dierniezh Ming a anvas anezhi Shun Tian. E 1403 e kasas an impalaer Yongle e gêr-benn eus Nanjing da Veijing, evit difenn gwelloc'h harzoù an hanternoz. Kemeret he deus kêr Veijing he neuz a-vremañ e-pad ar remziad Ming gant savidigezh ar Geoded Difennet etre 1406 ha 1420 hag Azeuldi an Neñv e 1420. Pobletañ kêr ar bed e oa Beijing etre 1420 ha 1650 hag etre 1710 ha 1825, hervez studiadenn Tertius Chandler[5].

Goude dibenn ren ar Vinged e chomas Beijing kêr-benn tierniezh mandchouek ar Quinged. E-pad Emsavadeg ar Vokserien e 1900 e voe lakaet seziz war ar c'hannatioù estren a oa enni.

An Dispac'h Xinhai a ziskaras an dierniezh Quing e 1911 met kêrbenn Republik Sina nevez-savet a chomas e Beijing pa grogas ar jeneral Qing Yuan Shikai da gontrolliñ ar gouarnamant daoust da enebiezh dispacc'herien kreisteiz ar vro. Embann a reas Yuan Shikai e 1915 e oa deuet da vezañ impalaer, met ne oa ket degemeret e renerezh gant ar rannvroioù. Kouezhañ a reas ar vro etre daouarn an dierned a vrezel. Ar re greñvañ anezho a stourmas da gontrolliñ Beijing e-pad ar brezelioù Zhili-Anhui ha Zhili-Fengtian.

Goude Argasadeg an Hanternoz en em stalias gouarnamant ar C'huomintang e Nanjing. Adanvet e oa bet ar gêr Beiping, ar pezh a c'hell bezañ troet Peoc'h an Hanternoz pe Hanternoz peoc'hekaet, a-benn diskouez ne oa ket reizh-diazezet gournamant an dierned a vrezel o doa staliet o galloud enni.

E-pad ar Brezel etre Sina ha Japan e oa bet tapet Beijing gant ar Japaniz d'ar 29 a viz Gouere 1937. Dindan o dalc'h e adkavas hec'h anv kozh – Beijing – hag e voe lakaet da sez ur gouarnamant c'houllo : Danvez Gouarnamant Republik Sina. Hemañ a oa kendeuzet gant Gouarnamant Wang Jingwei edo e sez e Nanjing. Goude kodianigezh Japan, avat, e oa bet adanvet ar gêr Beiping.

D'an 31 a viz Genver 1949 en em gavas ar gomunourien e Beijing hep stourm. D'ar 1 a viz Here ez eo eno e embannas Mao Zedong krouidigezh Republik Pobl Sina. Divizet e oa bet ur pennadig a-raok e vefe bet lakaet Beijing da gêr-benn ar Stad nevez o lakaat hec'h anv kozh dezhi en-dro.

Pa oa deuet en-dro da vezañ kêr-benn ar vro he deus gwelet Beijing kalz trubuilhoù e-pad dekvloaziadoù diwezhañ an XXvet kantved, en o zouesk manifestadegoù Tienanmen, e 1976 hag e 1989.

Kregiñ a reas Beijing da ziorren goude adreizhadurioù armezhel Deng Xiao Ping (adalek 1978) hag ar c'hresk-mañ en deus degaset kudennoù niverus (saotradur, tremen) d'e heul.

Luc'hskeudennoù eus Beijing tapet gant Landsat 7.

Lec'hiet eo Beijing e hanternoz plaenenn hanternoz Sina. Gant menezioù eo gwarezet kostez ar c'hornôg, an hanternoz hag ar gwalarn ouzh gwent ar stepoù.

E gwalarn ar gêr e kaver ar Menezioù Jundu tra m'eo riblet ar c'hornôg gant ar Menezioù Xinshan. Lec'h uhelañ ar geoded eo ar Menez Dongling (2303 m) war vord Hebei. Talvoudekaet eo bet ar menezioù-mañ pa'z eo bet savet Moger Vras Sina a wareze ar gêr a-enep d'ar gantreidi.

Teir stêr a red dre Beijing : ar Yongding, ar Chaobai hag un darn eus ar stêr Hai. E penn diwezhañ Kanol Vras Sina, kleuzet etre hanternoz Sina ha Hangzhou, emañ Beijing ivez.

Kriz e vez hin Beijing, gant hañvezhioù gor ha gleb abalamour da voñson Azia ar Reter ha goañvezhioù avelek, yen ha sec'h, levezonet gant adkelc'hwidenn Siberia. Gwrezverkoù keitat miz Genver a vez etre -7° ha -4° C pa vezont tro 25° C e miz Gouere. Bez eus war dro 600 mm a zour-glav bep bloaz, 75 % anezho a gouezh e-pad an hañv.

Saotret-tre e vez aer rannvro Beijing ha barroù-avel deuet eus an dezerzh a vez alies. O kempenn kêr emañ ar gouarnamant avat, a-raok ma vo dalc'het ar c'hoarioù olimpek eno.

Frammadur kêr

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Karterioù pennañ Beijing eo :

Beijing da noz.
Ul levrdi e Xidan.

Meur a anv-lec'h e Beijing a echu gant an elfenn -men (门), ar pezh a dalvez kement ha dor. Diwar anvioù dorioù moger gozh ar gêr int bet savet. Reoù arall a echu o anvioù gant an dibenn cun (村) a dalvez kement ha kêriadenn. Ar c'hêriadennoù a zo kaoz anezhe amañ a oa lec'hiet d'en tu all da voger-difenn ar gêr.

Un nebeud kêrioù a zo enframmet e-barzh kumun Beijing met er-maez an tolead-kêr end-eeun :

Rannoù melestradurel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 18 rann eo lodennet keoded Beijing. 16 anezho a zo bannoù pe distrigoù, an div all zo kontelezhioù.

E eizh bann eo rannet ar gêr hag he bannlev tost-kaer.

Bann Poblañs (Niveradeg 2000) Gorread (km²) Stankter (/ km²)
Bann Dongcheng (东城区: Dōngchéng Qū) 536,000 24.7 21,700
Bann Xicheng (西城区: Xīchéng Qū) 707,000 30.0 23,567
Bann Chongwen (崇文区: Chóngwén Qū) 346,000 15.9 21,761
Xuanwu (宣武区: Xuānwǔ Qū) 526,000 16.5 31,879
Chaoyang (朝阳区: Cháoyáng Qū) 2,290,000 470.8 4,864
Bann Haidian (海淀区: Hǎidiàn Qū) 2,240,000 426.0 5,258
Bann Fengtai (丰台区: Fēngtái Qū) 1,369,000 304.2 4,500
Bann Shijingshan (石景山区: Shíjǐngshān Qū) 489,000 89.8 5,445
Kêr end-eeun + banlev 8.50 milion 1377.9 6,171

Ar c'hwec'h distrig pelloc'h a endalc'h ar banlevioù pellañ ha kêrioù staget ouzh Beijing.

Bann Poblañs (Niveradeg 2000) Gorread (km²) Stankter (per km²)
Bann Mentougou (门头沟区: Méntóugōu Qū) 267,000 1,331.3 201
Bann Fangshan (房山区: Fángshān Qū)
kontelezh Fangshan betek 1986
814,000 1,866.7 436
Bann Tongzhou (通州区: Tōngzhōu Qū)
kontelezh Tong betek 1997
674,000 870.0 775
Bann Shunyi (顺义区: Shùnyì Qū)
kontelezh Shunyi betek 1998
637,000 980.0 650
Bann Changping (昌平区: Chāngpíng Qū)
kontelezh Changping betek 1999
615,000 1,430.0 430
Daxing District (大兴区: Dàxīng Qū)
kontelezh Daxing betek 2001
672,000 1,012.0 664
Banlevioù diavaez 3.68 milion 7,490 491

En tolead diwar ar maez ha tost-kar ag ar maezioù emañ an div gontelezh hag an daou vann arall.

Bann Poblañs (Niveradeg 2000) Gorread (km²) Stankter (per km²)
Bann Pinggu (平谷区: Pínggǔ Qū)
Kontelezh Pinggu betek 2001
397,000 1,075.0 369
Bann Huairou (怀柔区: Huáiróu Qū)
Kontelezh Huairou betek 2001
296,000 2,557.3 116
Kontelezh Miyun (密云县: Mìyún Xiàn) 420,000 2,335.6 180
Kontelezh Yanqing (延庆县: Yánqìng Xiàn) 275,000 1,980.0 139
Tro 1.39 milion 7,947.9 175

Sifroù diwar Geohive

Kreizenn armerzhel nevez Beijing.

Beijing zo unan eus ar c'hêrioù diorroetañ e Sina gant an industriezh eus an trede gennad a gont evit 73,2 % eus ar PDK. Ar c'hentañ kêr postindustriel eo e Sina, war an douar-bras[6]. An arc'hanterezh eo an obererezh pennañ eus Beijing[7]. E diwezh 2007, 751 embregerezh arc'hanterezh a oa e Beijing ha gounit a raent 128,6 miliard RMB gounidegezh, ar pezh a zo kevatal da 11,6 % eus gounidegezh hollek greanterezh arc'hantel an holl vro ha 13,8 % eus PDK Beijing, da lâret eo an dregantad uhelañ eus holl gêrioù Sina[8]. 26 embregerezh eus ar Fortune Global 500 zo e Beijing, da lâret eo an trede disoc'h er bed a-dreñv Tōkyō ha Pariz[9].

E 2009, PDK Beijing a oa eus 1,19 bilion RMB (174 miliard a zolarioù), gant ur c'hresk bloaziek eus 10,1 %. E PDK dre annezad a dizhe 68 788 RMB (10 070 $), da lâret eo ur c'hresk eus 6,2 % e-keñver ar bloavezh kent. Ar gennad kentañ, hag an eil hag an trede gennad a boueze 11,83 miliard, 274,31 miliard ha 900,45 miliard RMB. Gounidegezh an 20 % a annezidi a oa o gounidegezh an izelañ a oa kresket a 16,7 %, eleze 11,4 % ouzhpenn evit re an 20 % pinvidikañ. muier Engel evit annezidi takadoù kêrel Beijing a dizhe 31,8 % e 2005 hag hini an takadoù diwar ar maez 32,8 %, o tigreskiñ a 4,5 hag a 3,9 poent dregantad e-keñver 2004[10].

E 2005 e oa PBK Beijing 681, 45 $ RMB (war-dro 84 miliard $ SU), kresket anezhañ eus 11,1 % e-korf ur bloaz. Ar PBK dre zen a oa a 44,969 RMB, 8,1% muioc'h eget e 2004. Kresket kalz o doa niver ar c'hirri-tan (+ 18 % e-kerzh ur bloaz) ha priz an tier.

E Guomao emañ kreizenn arc'hantel nevez ar gêr. Enni e kaver sezioù embregerezhioù, kreizennoù kenwerzh ha lojeizoù pompadus. Ar greizenn armerzhel kozh a zo rannet etre Fuxingmen ha Fuchengmen tra m'eo Wangfujing ha Xidan toleadoù kenwerzhel dreist-holl. E Zhongguancun, lesanvet "Silicon Valley" Sina, eo lec'hiet ar braz eus an embregerezhioù elektronek.

War du ar c'hornôg emañ ar c'helc'hiadoù greantel pennañ hag er-maez ar gêr e c'hounezer maiz ha gwinizh.

Da vezañ buan-tre e kendalc'h kresk Beijing, ar pezh en-deus dilerc'hoù diblijus. Brudet eo ar gêr evit he "smog" ha "programoù espern energiezh" divizet gant ar gouarnamant. Perzh an dour a zo fall tre hag ar gaz hag an tredan a zo ker-tre. Arnodiñ a reas ar gouarnamant dirouestlañ ar gudenn o reiñ an urzh d'ar greanterezhioù da bostañ arc'hant da wellaat glander an aer, da adklec'hiañ an dilerc'hioù, ha kement zo. Divarrek d'hen ober e oa bet lod anezho ha aet int kuit da gêrioù arall evel X'ian

Saotradur an aer

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Labourerien e-barzh un uzin zir
Shougang e 1967

Ne oa ket ha n'eo ket padus an diorren herrek er gêr-benn. Ha krouet e vez kalz a ziasamantoù evit an dud hag o yec'hed.

Dilic'hiet e-kichen Hebei e voe Stroll Shougang, bet implijer ha saotrer pennañ eno, kement e saotre aer kêr Veijing. Hag embregerezhioù all zo bet goulennet gant ar pennoù bras da saotriñ nebeutoc'h pe da vont kuit.

Un Hutong.

Tri stumm a disaverezh a gaver e Beijing. Da gentañ, an tisaverezh impalaerel a zo he skouerioù gwellañ :Tienanmen, ar Geoded Difennet hag Azeuldi an Neñv. Bez ez eus ivez un tisaverezh soviedel e stumm gant savadurioù savet etre 1950 ha 1970. Savadurioù savet goude 1980 a zo muioc'h a-vremañ o stumm, gant ur meskaj a disaverezhioù kozh ha nevez.

Karter Wangjing ma kaver kalz tud eus Korea ar C'hreizteiz .

Poblañs Beijing, eleze an holl zo o chom e Beijing abaoe muioc'h eget c'hwec'h miz pep bloaz, a oa 15,38 milion. 11,870 anezho o doa an hukou, ar gwir da chom e Beijing dibaouez. Ar peurrest o deus un aotreadur amzeriat hepken. Bez ez eus un niver dianav a zivroidi eneplezenn deuet diwar ar maez. Hei ren pe dud zu anver anezho.

95% eus an dud o chom e Beijing a zo Han. Kavout a reer ivez Mongoled, Mandchoued, Hui ha Tibetiz. Bez ez eus ur skolaj tibetat evit ar re yaouank a zo tibetat o zud.

Bodadoù etnek Beijing, kontadeg 2000
Broadelezh Poblañs Dre gant
Han 12,983,696 95.69%
Mandchou 250,286 1.84%
Hui 235,837 1.74%
Mongoled 37,464 0.28%
Koreiz 20,369 0.15%
Tujia 8372 0.062%
Zhuang 7322 0.054%
Miao 5291 0.039%
Uyghur 3129 0.023%
Tibetiz 2920 0.022%
C'hoariva Chang'an

Rannyezh Beijing a gomz tud bet ganet e kelc'hiadoù kêrel Beijing. Un doare mandarineg eo ha warni eo diazezet ar sinaeg standart. Er-maez kêr e komzer rannyezhoù tost a-walc'h ouzh hini proviñs Hebei.

Brudet e vez C'hoarigan Beijing evel begenn ar sevenadur sinat. Diazezet eo war ur meskaj a ganoù, a gendivizoù komzet hag a oberennoù. Gant ur yezh kozh he stumm e vez graet ennañ, ar pezh e laka da vezañ diaes da gomprenn.

Ar Siheyuan (四合院) eo an anv a roer da dier hengounel Beijing. Un savadur karrezek eo gant kambroù a c'hronn ur porzh diabarzh. Hemañ a vez ennañ ur wezenn (ur c'hreunadenn alies) pe un oglenn gant pesked. Un Hutong (胡同) zo anezhañ un heuliad Siheyuanoù gant banelloù ha ribinoù. Boutin tre e oant e kreiskêr Beijing gwechall met distrujet e vezont e framm ar politikerezh arnevezadur renet gant ar gouarnamant. D'o annezidi e vez roet ranndioù er mellad-tiez nevez met lod anezho a glemm. Un nebeud hutongoù a zo gwarezet, avat, evit abegoù sevenadurel hag istorel.

Keginerezh Beijing a zo keginerezh mandarinat, an houad rostet eo e veuz brudetañ. Niverus eo an tiez-te e Beijing hag an te a zo ur perzh pouezhus eus ar sevenadur lec'hel. Meur a zoare te a zo, Lod anezhe ker-tre.

Deuet eo Beijing da vezañ ur greizenn bennañ a dreuzdougen adalek adreizhadur armezhel Deng Xiaoping. Pemp hent-tro ha nav gourhent a gelc'h ar gêr. Un aerborzh etrevroadel he deus ivez.

Hentoù-houarn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E-barzh ar Gar Beijing

Daou di-gar pennañ a zo e Beijing : Gar Beijing (sinaeg 北京站; Hanyu Pinyin: Běijīng Zhànha) Gar Beijing ar Reter (Hanyu Pinyin: Běijīng Xīkèzhàn, sinaeg : 北京西客站) a zo deut da vezañ ar gar brasañ e Sina. Garioù bihanoc'h a zo ivez evel Beijing ar Reter, Beijing an Hanternoz ha Fengtai.

Ur greizenn hent-houarn eo Beijing. Linennoù a liamm anezhi ouzh kêrioù brasañ ar vro evel Guangzhou, Shanghai, Harbin, Baotou, Taiyuan, Chengde ha Qinhuangdao. Reoù arall zo betek Rusia pe Korea an Hanternoz

Emeur o sevel ul linennn-tren-tizh-bras. Echuet e vo e 2007 ha liammañ a raio Bejing ouzh Tianjin

Ur stoc'had e Beijing

Liammet eo Beijing gant holl rannoù Sina dre an hent. Nav gourhent (ha c'whec'h arall emeur o sevel) ha unnek hent broadel a liamm Beijing d'ar proviñsoù. E-Barzh Beijing eo bet savet pemp hent-tro.

Ar red a zo unan eus kudennoù pennañ Beijing. Bemdez e vez ar stoc'hadoù, dreist-holl e kreiskêr e-kichen rabin Chang'an. Abalamour da zirouestlañ an diaesterioù-se ez eus bet brasaet straedoù meur ar gêr d'o liammañ gant an trede hent-tro. Esperiñ a reer e vo aesoc'h tremen eus un hent-tro d'an egile evel-se.

Ma'z eus kudennoù red gant Beijing n'eo ket en abeg d'he ment hepken. An moaiennoù treuzdougerezh boutin a zo skort ha leun e vez alies ar busoù. Bez ez eus ur metro met re vihan eo c'hoazh da vezañ talvoudus. Hervez ar gouarnamant e wellao an traoù er bloavezhioù da zont hag e tlefe ar stoc'hadoù mont da get a-raok ar c'hoarioù olimpek.

Aerborzhioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar Aerborzh etrebroadel kêr-benn Beijing (Sinaeg eeun: 北京首都国际机场; Sinaeg hengounel: 北京首都國際機場; pinyin: Běijīng Shǒudū Guójì Jīchǎng, pe e saozneg Beijing Capital International Airport) eo aerborzh pennañ ar gêr. E-kichen Shunyi emañ, 20 km eus kreiskêr. Ennañ e erru an darn vrasañ eus an nijadennoù evit Beijing. Liammet eo da greiskêr gant Hent-tizh an Aerborzh (机场高速公路, Hanyu Pinyin: Jīchǎng Gāosù Gōnglù). Mont a ra war-dro 40 munut da vont eus kreiskêr d'an aerborzh. An aerborzhioù arall a zo Liangxiang, Nanyuan, Xijiao, Shahe ha Badaling met gant al lu e vezont implijet dreist holl.

Treuzdougenoù boutin

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Peder linenn a zo e metro Beijing (Sinaeg hengounel: 北京地鐵; Sinaeg eeun: 北京地铁; pinyin: běi jīng dì tiě), div anezho a dremen dindanzouar, an div arall a zo a us d'an douar. Rakwelet a reer sevel muioc'h anezhe evit ar C'hoarioù Olimpek. Bez e oa ivez 599 linenn bus ha trolleybus e 2004.

Busoù gant an aeriañ a gousk 2 Renminbi evit 10 km. Ar re heptañ ne goustont nemet 1 renminbi. An tikedoù metro a goust 3 Renminbi evit al linennoù 1, 2, 13, hag 8T, 5 RMB evit tikedoù a bae ur veaj el linenn 13 ha 4 RMB evit tikedoù ar beajoù el linenn 8T.

Boutin-kenañ eo an taksioù. Koustañ a reont 10 RMB evit an dek kilometr kentañ ha daou evit pep kilometr ouzhpenn. Goude 15 km e kresk ar prizioù eus 50%. Kreskiñ a reont a 20% ivez etre 11 eur ha 6 eur noz. Ar c'hreskoù-se a zo a-vernioù.

Touristelezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar Palez Hañvek.

En-desped da freuzoù ar brezelioù hag eus an Dispac'h Sevenadurel eo pinvidik Beijing e monumantoù. Daoust ma anavez tud ar c'hornôg anezhi abalamour d'he fouez politikel dreist-holl ez eo Tiananmen (dor ar peoc'h neñvel) unan eus diduelloù pennañ ar gêr. Lec'hioù arall a zo : Moger Vras Sina, a zo un darn anezhi e-kichen Beijing, ar Palez Hañvek hag Azeuldi an Neñv

Lec'hioù touristel pennañ e-barzh ar gêr

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Monumantoù

Azeuldiez

Liorzhioù

Karterioù Kenwerzhel

E-maez kêr

Pagoda Wansong

Betek ar bloavezhioù 1970 ne oa ostaleri wirion ebet e Beijing en abeg da stad an traoù armezhel ha kevredel. Ar veajerien a yae er zhaodaisuo, un doare ostaleri-Stad. Un nebeud anezho a vez implijet c'hoazh hiziv an deiz.

Er bloavezhioù 1970 e krogas Sina d'arnodiñ sachañ arc'hant tud ar c'hornôg. Un niver bras a ostalerioù a zeraouas da sevel neuze. Kalz ostalerioù, reoù zo uhel-tre o live, zo bremañ e kêrbenn Sina. An hini vrudetañ eo Ostaleri Beijing (北京饭店), a zo perc'hennet gant ar Stad. E-touez ar re arall e kaver An Ostaleri Sheraton, an Ostaleri Jianguo, An Ostaleri Vedel Sina, Ar St. Regis, Ar Grand Hyatt hag Palez al Ledenez.

Bez' ez eus Ostalerioù evit ar Re Yaouank met n'int ket gwall niverus.

Buhez an noz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Oberiant ha liesseurt eo buhez an noz e Beijing. Dañsvaoù niverus a voe krouet abaoe adreizhadurioù Deng Xiao Ping. War-dro Sanlitun pe e-kichen Sportva al labourerien emañ an darn vrasañ anezho. Kavout a reer reoù er c'harter Wudaokou e gwalarn kêr. Ar c'harterioù ma vez digor an tavarnioù diwezhat eo Sanlitun, Houhai ha Yuandadu.

Skolioù-meur niverus a gaver e Beijing, meur anezho a live etrebroadel. Ar re vrudetañ a zo :

A-drugarez d'e renk a gêrbenn sevenadurel ha melestradurel Sina e herberc'h Beijing kalz muioc'h a skolioù-meur eget tout ar c'hêrioù arall er vro. Melestret ez int gant Deskadurezh Stad Sina. War-gresk eo niver ar studierien estren.

Roll skolioù-veur Beijing

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Burev-nevezioù Xinhua

Skinwel ha skingomz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skinwel Beijing a skingas war an holl chadennoù etre 1 ha 10. Er c'hontrol d'ar Skinwel-Kreiz Sina, n'en deus ket a chadenn e saoznek. Bez ez eus tri skingomz e saozneg, avat : Hit FM war FM 88.7, Easy FM gant Skingomz Etrevroadel Sina (CRI) war FM 91.5, ha Radio 774 war AM 774.

Ar gazetenn vrudetañ eus Beijing eo Nevezioù an Abardaez Beijing (Beijing Wanbao). Bennoz e vez embannet hag enni e kaver an holl nevezentioù Beijing hag he rannvro. Ar c'hazetennoù pennañ arall a zo :

  • Nevezioù Beijing (Xin Jing Bao)
  • Steredenn bemdeziek Beijing
  • Nevezentioù Mintin Beijing
  • Kazetenn-bemdeziek ar re Yaouank (Beijing Qingnian Bao)

E Beijing e vez embannet Kazetenn-bemdeziek ar Bobl (Sinaeg: 人民日报; Pinyin: Rénmín Rìbào) ha China Daily e saozneg.

Ar C'hoarioù Olimpek zo bet aozet e Beijing e 2008. Meur a skipailh-sport ez eus enni, en-o-zouez :

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Roparz Hemon, Dictionnaire breton-français & français-breton, Emb. Al Liamm
  2. Daveenn da zont
  3. The Peking Man World Heritage Site at Zhoukoudian.
  4. Beijing's History. China Internet Information Center. Kavet : 1 May 2008.
  5. Four Thousand Years of Urban Growth: An Historical Census
  6. 北京已率先进入后工业经济时代, china.com.cn, 20 a viz Meurzh 2008
  7. Beijing’s Bankosphere, bankosphere.com, 11 a viz Eost 2008
  8. 北京市金融业发展新闻发布会 zhengwu.beijing.gov.cn, 27 a viz Gouere 2008
  9. [https://money.cnn.com/magazines/fortune/global500/2009/cities/ Global 500 2009: Cities
  10. Beijing's GDP grew by 11.9% annually during 10th Five Year, People's Daily

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

中文世界門戶 Porched ar bed sinaat — 找到關於中國的頁面 Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat.