1añ Here
Neuz
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1746 : dilestradeg saoz war draezhenn Ar Pouldu (e-kichen Gwidel) da geñver Seziz An Oriant.
- 1764 : en em vodañ a ra Stadoù Breizh e Naoned.
- 1800 : Feur-emglev San Ildefonso a rent Louisiana da Vro-C'hall (digant Spagn).
- 1869 : reolennet implij ar gartenn-bost e Vienna (Aostria-Hungaria) evit ar wech kentañ en Europa.
- 1914 : deroù Emgann Arras (Brezel-bed kentañ).
- 1944 : deroù Emgann Aachen (Eil Brezel-bed).
- 1944 : tailhet eo ar bara da 350 g an deiz.
- 1949 : embannet eo Republik Pobl Sina gant Mao Zedong.
- 1969 : embannadur Abbey Road (albom) er Stadoù-Unanet, unnekvet albom gant ar strollad The Beatles.
- 1969 : tizhet eo Mach 1 (moger ar son) gant an nijerez dreistson Concorde.
- 1977 : krogad diwezhañ ar melldroader brazilian Pelé e Giants Stadium New York.
- 1994 : digoust eo tremen war Bont Sant-Nazer bremañ.
Ganedigezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1207 : Herri III, roue Bro-Saoz.
- 1606 : an tad Juluan Maner (Julien Maunoir), beleg ha misioner e Breizh.
- 1685 : Karl VI an Impalaeriezh Santel.
- 1842 : Charles Cros, barzh hag ijiner gall.
- 1842 : Aogust-Mari Dubourg, kardinal gall, arc'heskob Dol, Roazhon ha Sant-Maloù.
- 1865 : Paul Dukas, sonaozer gall.
- 1924 : Jimmy Carter, 39vet Prezidant Stadoù-Unanet Amerika (1977-1981), tapet Priz Nobel ar Peoc'h gantañ e 2002.
- 1930 : Philippe Noiret, aktour gall.
- 1948 : Peter Blake, merdeer zelandnevezat.
Marvioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1040 : Alan III, Dug Breizh adalek 1008 betek e varv.
- 1404 : Bonifas IX, pab.
- 1572 : Francesco Borgia, dug Gandia (1542-1543) ha besroue Katalonia (1539-1543).
- 1684 : Pierre Corneille, barzh ha dramaour gallek.
- 2018 : Charles Aznavour, kaner gallek.
Lidoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sant an deiz : Santez Uriell
- Iliz katolik roman
- Sant Piat, abostol Su Galia, merzher († IIIe kantved)
- Sant Krestos, Sant Verisim, Sant Maksim ha Santez Julia, merzherien († IIIe kantved ha IVe kantved)
- Santez Uriell, priñsez Domnonea ha c'hoar da Roue Breizh Judikael († VIIvet kantved)
- Santez Tereza a Lesawez (Tereza ar Mabig Jezuz), leanez eus Alençon (Bro-C'hall) († 1897)
- Deiz Etrebroadel ar Sonerezh