Goañv
Neuz
Ar goañv zo unan eus peder rann ar bloaz, war-lerc'h an diskaramzer, hag a-raok an nevezamzer. Evit ar steredoniezh e krog ar rannvloaz-se d'an 21 a viz Kerzu en hantervoul zo en norzh d'ar c'heheder ha d'an 21 a viz Mezheven er su d'ar c'heheder. Echuiñ a ra d'an 21 a viz Meurzh en hantervoul norzh ha d'an 21 a viz Gwengolo en hantervoul su. Evit kalz tud ez eo mizioù Kerzu, Genver ha C'hwevrer a ya d'ober ar goañv e broioù an norzh. Hervez deiziadur ar Gelted kozh avat e oa miz Here, miz Du ha miz Kerzu oc'h ober ar goañv, ha setu perak e reer Kala-Goañv eus ar 1añ a viz Du e brezhoneg, ha miz Kala-Goañv eus miz Du e brezhoneg Gwened.