Dor
Neuz
Un nor (dor en unander, dorioù pe dorozioù, dorojoù, dorejoù el liester) a zo ur banell staget war un tu pe riklus lakaet war un toull war ur voger pe ur speur. Heloc'h eo an dorioù evit an tremen, met gallout a reont bezañ serret da herzel an dud da vont war an tu ma klasker lakaat anezhañ e surentez. Kavet e vez an dorioù kazi e pep rann eus ar bed ha lakaet e pep seurt a savadurioù, en tiez koulz hag ar savadurioù a bep seurt. Da skouer e c'heller kavout dorioù e tourioù teknikel, kirri heloc'h, armelioù, kaelioù, ribouloù, etc...
Abegoù evit digor un nor :
- tremen an dud, al loened hag an traezennoù
- avelerezh
Abegoù evit serriñ un nor :
- herzel an aer diavaez ha diabarzh mont tre ken e c'heller tommañ pe yenañ un egor klos
- chom e prevez ha kontroliñ an tremen
- herzel an trouz mont tre
- herzel an tan mont pelloc'h pa vez un tan-gwall oc'h ober e reuz
Dorojoù a bep seurt
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- dor-borzh
- dor-brenestr
- dor-dal
- dorikell
- dor-volz
- dor-winterez, a zo porzh-gwint ivez war ur c'hreñvlec'h.
Porzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Perzhier (liester porzh) a veze gwechall, ha n'eo ket dorojoù, da vont tre er c'hêrioù mogeriet.
- Rederezed a veze graet eus dorioù ar gwele kloz, hervez TBP 2 Jules Gros (pajenn 437).
Troioù-lavar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Prennañ un nor a veze graet gwechall gant un tamm prenn. Hiriv e e talv kement hag alc'hweziañ un nor, hag e vez graet gant un alc'hwez.
- Toull an nor: damheñvel ouzh an treuzoù
- Chom e toull an nor, a zo chom hep mont pe dont en ti.
- met er c'hrennlavar Brud vat a chom e toull an nor e talv kement ha chom hep mont pelloc'h eget toull an nor.
- Chom e toull an nor, a zo chom hep mont pe dont en ti.
- Na gaout dorejoù war e holl doulloù a dalv kement ha bezañ re hir e deod , kaozeal re, chom hep tevel pa vez ret.
Distagadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez a lenner e TBP 2 Jules Gros (pajenn 278) e vez distaget t e-lec'h d en droienn: ur gozh dor gozh.