Tianjin
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Rann eus | North China |
---|---|
Anv ofisiel | 天津市 |
Anv er yezh a orin | 天津 |
Stad | Republik Pobl Sina |
Kêr-benn | Hexi District |
E tiriad | Republik Pobl Sina |
Gwerzhid-eur | UTC+08:00 |
Daveennoù douaroniel | 39°8′48″N 117°12′20″E |
Poent uhelañ | Jiushan Peak |
Party chief representative | Li Hongzhong, Chen Min'er |
Penn an aotrouniezh | Huang Xingguo, Liao Guoxun, Zhang Gong |
Korf melestradurel | People's Government of Tianjin Municipality |
Korf lezenniñ | Tianjin Municipal People's Congress |
Ezel eus | World Tourism Cities Federation |
A zo stok ouzh | Beijing, Hebei, Langfang, Tangshan, Cangzhou |
Erlec'hiañ a ra | T'ien-ching |
Kod-post | 300000–301900 |
Lec'hienn ofisiel | https://www.tj.gov.cn |
Hashtag | 天津, Tianjin |
Douaroniezh an danvez | geography of Tianjin |
Ekonomiezh an danvez | economy of Tianjin |
Kod pellgomz an takad | 22 |
Kod plakenn varilh | 津A, B, C, D, F, G, H, J, K, L, M, N, Q, R |
Category for the view of the item | Category:Views of Tianjin |
Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of Tianjin |
Ur gêr e Sina an hanternoz eo Tianjin (Sinaeg: 天津; Pinyin: Tiānjīn; Pinyin: Tientsin en he stumm romanizaet) hag unan eus ar peder c'heoded e RPS a zo par d'ur rannvro er frammadur melestradurel sinat. Stok ouzh kumun Beijing eo, e-kreiz rannvro Hebei. Ouzhpenn pemzek milion a dud a oa e 2015. An pevarvet kêr Sina dre he ment eo goude Shanghai, Beijing ha Guangzhou.
War ribl ar stêr Hai emañ hag he forzh a zo war vord pleg-mor Bohai er Mor Melen. Emañ 111 km e gevred Beijing.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Al lec'h m'emañ Tianjin hiziv a voe krouet gant goueledennoù ar stêrioù a en em daole e pleg-mor Bohai, ar Stêr Velen en-o-touez.
Kleuziadeg Kanol Bras Sina gant ar Suied a lakkas Tianjin d'ur greizenn-genwerzh vras. Betek 1404 e oa anvet "Zhigu" (直沽), pe "Porzh Reizh". Er bloaz-se e adanvas an impalaer Yongle anezhi "Tianjin", ar pezh a dalvez "Roudouz an Neñv" peogwir e oa aet an impalaer a-dreuz ur roudouz en-he-c'hichen p'edo o vrezeliñ ouzh e niz. Ur c'hreñlec'h a savas, Tianjin Wei e anv (h: 天津衛 / e: 天津卫).
D'un prefeti e voe lusket Tianjin e 1725.
E 1856 e abourzhe soudarded sinat an Arrow, ul lestr perc'hennet gant ur sinat met o tougen ar banniel saoz. War vezañ ur morlaer ha war ober floderezh opiom e tiskredent e gabiten. 12 a dud a vac'hjont. E distro-gwall e kasas ar saozon hag ar c'halloued bigi-kanoliañ bleniet gant an amiral Michael Seymour da gemer kreñvlec'hioù an Taku e mae 1858. E fin an darn gentañ an eil brezel an opium e tigoras ar feur-skrid Tianjin Tianjin d'ar c'henwerzh etrevroadel. Peurwiriekaet e voent gant impalaer Sina e 1860.
Etre 1895 ha 1900 e savas bro-Saoz, Frañs, Japan, Alamagn, Rusia, Aostria ha Belgia lec'hioù er vered e-barzh Tianjin. An dalc'h estrañjour a voe abeg un nebeud trubuilhoù evel Tabut Iliz Tianjin(天津教案)er viz Even 1870. Iliz Wanghailou (H: 望海樓教堂 / E: 望海楼教堂) a voe tamallet da vezañ bet kaoz eus skrapadeg ha marv bugale sinat. D'ar 21 miz Even e aozas mistri-kêr Tianjin ur vanifestadeg a droas d'un taol-dispac'h. Un emgann a voe etre izili an iliz hag ar vanifestourien. An iliz ha ti ar c'hoñsul gall a voe peurdevet. Klemm a ra ar gouarnamant gall ouzh ar Qinged hag d'hemañ e voe ret paeañ un digoll.
Er viz Even 1870 e teuas a-benn ar voxerien da gontrolliñ un darn vras eus ar gêr. D'ar 26 miz Even e harpjont luioù ar broioù europeat o vont war-du Beijing e-kichen Langfang hag o rediañ da vont en dro da Dianjin a rejont. Sezizet e voent al lec'hioù er vered e-pad meur a viz.
D'ur geoded e voe lakaet Tianjin e 1927.
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]War aod kôrnog pleg-mor Bohai emañ Tianjin.
Pevar amzer en deus ar gêr. Ar goañvoù a vez yen, avelek ha sec'h kenañ, delanvadet gant antisiklonenn Siberia, pa vez gleb ha tomm an hañvoù abalamour d'ar monson. An neveramzerioù a vez sec'h hag avelek, a-wechoù gant korventennoù-traezh o tont eus dezerzh Gobi.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]中文世界門戶 Porched ar bed sinaat — 找到關於中國的頁面 Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat. |