Mont d’an endalc’had

Pal

Eus Wikipedia

Ur bal, pe rañv

Div bal all

Ur rañv merglet

A bep seurt palioù zo, met ar bal a weler peurliesañ eo ar benveg a dalvez da dreiñ douar el liorzhoù hag a vez lavaret ur rañv anezhañ ivez[1],[2].

Betek 35 cm peurvuiañ e c'haller sankañ ur bal a-raok treiñ an douar, war-benn an teil a-wechoù da zegas danvez organek d'an douar.
Div lodenn a ya d'ober ur bal : ur pezh dir a anver houarn, da sankañ en douar, hag un troad e koad peurliesañ da zerc'hel ar benveg.

  • Ar rañbal, pe rañvbal
  • Ar bal-daol
  • Ar bal-forn