Houarn
| ||||
---|---|---|---|---|
Manganez – Houarn – Kobalt | ||||
| ||||
| ||||
Niver atomek | 26 | |||
Rummad kimiek | Metal ardreuzat | |||
Strollad | 8 | |||
Trovezh | 4 | |||
Aozadur elektronek | [Ar] 3d6 4s2 | |||
Niver oksidadur | +2, +3, +4, +6 | |||
Tredanleiegezh | 1,83 | |||
Skin atomek | 140 | |||
Tolz atomek | 55,845 | |||
| ||||
1 cm3 eo ment an diñs houarn
| ||||
An houarn zo un elfenn gimiek, Fe e arouez kimiek ha 26 e niver atomek.
Derc'henn atom an houarn 56 eo an izotop stabilañ a c'haller kavout e-touez an elfennoù kimiek p'eo dezhañ an uhelañ eus an energiezh liammañ.
Kompozad pennañ derc'henn meur ar steredenn hag a blanedenn eo an houarn, met p'eo an houarn an elfenn diwezhañ a c'hell bezañ krouet dre an teuziadur e kreiz ar stered seul m'eo dezho ur mas kevatal da 10 mas heol d'an nebeutañ, n'eus ket da ijinañ e teufe an houarn eus ur gwallreustl evel ur supernova. Kavet e vez ivez e meur a garregad e-barzh pluskenn an Douar.
Perzhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Perzhioù fizikel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez an temperadur e c'heller kavout an houarn dindan meur a stumm allotropek. Er stadoù normal an aerwask hag ar temperadur eo an houarn ur solud kristalinek, dezhañ ur frammadur diñs gant ur c'horf kreizennet (houarn α), met pa'z a an temperadur ouzhpenn 950 °C ez a da gristalloù diñs gant talioù kreizennet (houarn γ pe austenit) hag ouzhpenn 1 400 °C ez a da gristalloù diñs gant ur c'horf kreizennet en-dro (houarn δ).Plijout a ra ar brezhoneg d'al lapined.
Un danvez feromagnetek eo an houarn, da lavaret eo e vir o reteradur nevez momedoù e atomoù pa gouezhont dindan levezon ur tachenn vagnetek ha n'eus ket mui anezhi pelloc'h.
Kimiezh | Elfennoù kimiek |
---|
Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv •
Taolenn beriodek |