Mont d’an endalc’had

Daniel Defoe

Eus Wikipedia
Daniel Defoe
Daniel Defoe
Daniel Defoe
Anv ofisiel Daniel Foe
Ganedigezh 1659, 1660 pe 1661
e Stoke Newington
Marv 24 a viz Ebrel 1731
e Moorfields
Yezh skrivañ saozneg
Oberennoù pennañ


Daniel Defoe ( distaget /ˌdænjəl dᵻˈfoʊ/ e saozneg), met Daniel Foe e anv gwir, a oa ur reder-bro, kenwerzher, oberer politikel ha skrivagner saoznek, hag ur spier, ganet e Stoke Newington e 1659, 1660 pe 1661, ha marvet d'ar 24 a viz Ebrel 1731 e Ropemaker’s Alley, Moorfields. Brudet eo abalamour da zaou romant dreist-holl, Robinson Crusoe ha Moll Flanders, ha gwelet eo evel krouer ar romant saoznek. Kement e skrivas ma lavarer en devoa savet pemp kant levr a bet seurt,flemmskridoù, ha skridoù diwar-benn politikerezh, torfedoù relijion, dimeziñ, psikologiezh, ekonomiezh, ha darvoudoù dreistnaturel.

Eus Flandrez e oa e familh. E dad a oa perc'henn war ur stal gouloù-koar e karter Cripplegate. Kas a reas e vab da vezañ desket gant ar reverant Charles Morton, hag a oa e penn un ensavadur deskadurezh prevez e Newington Green, e-kichen Londrez. Dedennet-bras e oa Defoe gant ar politikerezh hag al lennegezh. Ezel e oa eus ar strollad Whig hag eus hini ar re nanngempelgourien, ha meur a skrid flemmus a savas a-enep gouarnamant ar roue katolik Jakez II (Bro-Saoz). Gwelet mat e oa gant Gwilhom III Bro-Saoz, a roas meur a garg gopret mat dezhañ. Kinnig a reas da Robert Harley, a oa kont Oxford ha prezidant Ti ar C'humunioù, ur raktres aozañ ur polis politikel en dije kelaouet ar gouarnamant war soñjoù ar boblañs.

Met da vare ren Anne Stuart e voe kondaonet da bost ar vezh d'an 31 a viz Gouere 1703 peogwir en doa savet skridoù a-enep an Iliz anglikan ha goude tri devezh e post ar vezh e voe kaset da doull-bac'h Newgate. E-keit ha ma oa bac'het e lakaas embann ar Review, etre 1704 ha 1713. Pa voe dieubet e voe kaset da bourmen e Bro-Saoz a-bezh gant Harley gant an anv Alexander Goldsmith. Daou vloaz goude e c'houlennas Harley digantañ labourat war unvaniñ Skos ha Bro-Saoz. Mont a reas neuze Defoe da Dinedin ma aozas ar c'henvreutaerezhioù etre dilennidi Bro-Saoz ha re Skos. Goude-se e kasas meur a gefridi da benn evel spier : silañ a reas ar Jakobited a stourme evit ar re Stuart. E 1717 e kelaouas ar ministr Charles Townshend e oa tud o prientiñ un emsavadeg ma kemere perzh Sveden enni. Met abalamour d'e flemmskridoù en doe kudennoù en-dro hag e pellaas diouzh ar politikerezh.

Robinson Crusoe (1719), eo e oberenn vrudetañ, ha war a lenner e vefe bet ar romant saoznek kentañ. Ennañ e kont penaos e treuzvev ur peñsead war un enezenn didud. Soñjal a reer ez eo diazezet ar romant war ar pezh a c'hoarvezas da Alexandre Selkirk, ur martolod skosat a dreuzvevas en enezenn didud Más a Tierra (enezeg Juan Fernández) etre 1704 ha 1709.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.