pa
Neuz
Brezhoneg
- Eus pan.
Stagell isurzhiañ
pa /pa/
I Stagell an islavarenn amzeriañ
- dirak verboù reizh
- Pa deuas ar briñsez, da sav-heol, e voe souezhet, m'ho ped da grediñ. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/2, Al Liamm, 1985, p. 168.)
- Ha pa dostajont, e oa marv-mik ar c'hure, aet ar voled en kreiz e gof. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 204.)
- ... pa' welfot un den mezv ... — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 151.)
- An dud, pa deujont d'anavezout perak e oa bet savet, ne oad ket evit harz anezhe da zont d'he daremprediñ. — (Yann-Vari Perrot, Erwan ar Moal, Bue ar Zent, Montroulez, 1912, p. 928.)
- Marc'h, roue Poulmarc'h, a veze laouen bras e galon pa c'helle mont da redek ar moc'h gouez e koadou bras e rouantelez. — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 39.)
- Edo o sevel evit mont uheloc'h, pa daolas ur sell war-du ar skluz. — (Jakez Riou, An Ti Satanazet, Skridoù Breizh, 1944, p. 12.)
- Pa welez ur c’hi o tont betek da seulioù az pez aon. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 462.)
- Pa welas n'en doa mui da zale dre ama, e c'halvas e vugale d'e gaout. — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 3.)
- Edo o vonet da zigeriñ tiretenn penn an daol da gemer al loaioù hag ar c'hontilli pa gredas dezhi klevout trouz adarre. — (Jakez Konan, NOZ AR PELLGENT, Al Liamm niv. 65, Du-Kerzu 1957, p. 11.)
- Pa gavas dezhañ e oant e tailh d'en em ziskouez kuit a vezh dirak ar Barizianed e feurmas ur salig [...]. — (Jarl Priel, Amañ hag Ahont, Al Liamm, 1957, p. 144.)
- Ar c'hi a zeredas d'ober orbidoù d'e vestr pa dremene er porzh. — (Jakez Riou, Geotenn ar Werc'hez ha danevelloù all, Al Liamm, 1957, p. 86.)
- pa gar, pa gare, pa gari, pa gerfot / pa garfet , troiennoù amzeriañ
- dirak verboù direizh (nemet stumm boaz ar verboù kaout ha bezañ :
- bezañ
- Pa voent aet en ti, e weljont ur wrac'hig kozh azezet war maen an oaled, ha war ar bank-tosel, e-kichen ar gwele, e oa ur c'havr o roiñ da ur bugel da denañ. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/4, Al Liamm, 1989, p. 29.)
- Gras d'in da vean krokant pa vo hen depute ! — (Erwan ar Moal, Pipi Gonto Marvailhou nevez, Saint-Brieuc, 1908, p. 88.)
- Pa oan yaouank em eus anveet mat ar wrac'h-mañ. — (Añjela Duval, Anjela Duval Eil embannadur reizhet, Mignoned Anjela 2005, p. 792.)
- Pa voent arru war lein ar pikern e kavjont ar serjant kluchet e-kichen an toull ha poan dezhañ o harz ouzh ar c'housked. — (Anatol ar Braz, lakaet e brezhoneg gant Erwan ar Moal, Mojenn an Ankou, Mouladurioù Hor Yezh, 1986, p. 99.)
- ober
- Rak-se, pa refet ur baeamant, goulennet paper... — (BUAS, p. 339.)
- Pa ra glav ha pa deu heol warno goude e vez bronduet an ed. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 67.)
- mont
- … pa 'z ajont evit mont er vag, e voe lavaret d'ezo mont kuit, war zigarez n'oa ket i eo a c'heded. — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 54.)
- Pa’z an war an douar bev em bez poan e pennoù ma daoulin. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 40.), — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 192.)
- dirak stumm boaz ar verb bezañ en troiennoù amzeriañ :
- pa vezan, pa vezez, pa vez, pa vezomp, pa vezit, pa vezont, pa vezer ,
- Gwashañ pec'hed a zo er bed eo sellet etrezek an toull-karr pa vez arru koulz ar pred. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 303.)
- Hag e wel e-giz eun hanter deiz er chapel, evel an amzer pa vez eur vrumenn warnezi. — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 21.)
- Me, pa vez leun ma c'hof, n'am-bez tamm naon ebed ken. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 192.)
- Me ne blij ket din derc'hel da bediñ an dud da zebriñ ha da evañ pa vez traoù war an daol. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 398.)
- pa vezen, pa vezes, pa veze, pa vezemp, pa vezec'h, pa vezent, pa vezed,
- dirak stumm boaz ar verb kaout
- pa'm bez, pa n'em bez ket, troiennoù amzeriañ
- Pa hon devez debret hon tamm pred amañ ouzh an daol hon devez riou d'hon divhar. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 505.)
- en droienn bremañ pa:
II Stagell an islavarenn abeg.
- Dirak verboù reizh
- … Markiz Koadleger en deus degaset e vab din, pa ne c’hell ket dont e-unan ! KAB 3/113
- pa laran, pa lavaran
- Dirak ar verb bezañ : pa'z eo ( ha pa eo, p'eo) , pa n'eo ket, pa'z omp, pa n'omp ket; pa'z emañ, p'emañ, pa'z eus, troiennoù abeg
- Pa eo evel-se, bremañ e chomi er gêr. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/2, Al Liamm, 1985, p. 161.)
- ... n'eus forzh : pa’z out deuet e chomi ganin. KAB 3/113
- — « Gwir a lavarez, » eme an daou all, « ha bremañ p' emaomp en oad da vale, ez eo ret deomp mont en hon tro, pa n'omp ket genidik ac'han. » — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 19.)
- p'am eus, pa n'em eus ket
- Drol a-walh e ve din mond da lavared mann ebed diwar-benn an dud pa n'em-eus ket a leh d'ober. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 312.)
- — « [...]. Ha perak an diaoul on-me bet ken diot da vont keid-all da glask ur wreg, pa'm bije kavet dre amañ koulz ha gwelloc'h un tamm brav ? [...]. » — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 58.)
III Stagell an islavarenn geveriañ
- evel pa , dirak an doare-divizout
- Me n’am eus bugel ebet hag e fell din magañ ha deskiñ hemañ evel pa vije din. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 36.)
- evel pa ve
- Setu aze a ra poan din-me evel pa ve o hori. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 182.)
IV Stagell an islavarenn enebiñ
- gant an doare-divizout
- ha pa
- Ha pa ven kant vloaz o labourat amañ noz-deiz ne rafen ket an hanter al labour. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/2, Al Liamm, 1985, p. 65.)
- — « [...] ; hag o goulenn o devezo, ha pa ve diaes-bras. » — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 96.)
Stummoù all
Krennlavaroù
- Tri zra a lak ar bed da vont
Beg ar soc'h, beg ar vronn
Ha beg an ibil pa vez sonn. - Kenderv-kompez pa bresti
Ha mab ar c'hast pa c'houlenni. — (Jarl Priel, Amañ hag Ahont, Al Liamm, 1957, p. 95.)
- Pa gomzer eus ar bleiz, e lost
a weler a-bell, pe a-dost. - Pa vez komzet eus ar bleiz e vez gwelet e lost,
Pe a-bell pe a-dost.
- Pa gomzer eus ar bleiz, e lost
Deveradoù
- bremañ pa,
- evel pa, troienn-vartezeañ
- peogwir
- skeiñ war an houarn pa vez tomm
Troidigezhioù
- alamaneg : wenn (de)
- galleg : quand (fr) ; puisque (fr)
- saozneg : when (en) ; as (fr)
- spagnoleg : cuando (es)
Katalaneg
Anv-kadarn
pa /ˈpa/
- Bara.
Kembraeg
- → Etimologiezh da glokaat (Ouzhpennañ)
Anv-gwan
pa