gwalenn
Neuz
Brezhoneg
Sellet e vez ouzh ar bajenn pe ar gevrenn-mañ evel un divraz da glokaat e brezhoneg. Mar gouezit tra pe dra diwar-benn danvez ar pennad e c'hellit lakaat ho kouiziegezh da dalvezout dre gemmañ ar bajenn-mañ diouzhtu goude klikañ war al liamm « kemmañ ». |
- Savet diwar ar strollder gwal.
- Meneget er C'hatolikon (goalenn).
- Da geñveriañ gant ar gerioù gwäel en kembraeg, gwelenn en kerneveureg.
Anv-kadarn 1
gwalenn /ˈɡwɑːlɛn/ benel (liester gwalinier) & unanderenn (strollder : gwal)
- Bazh hir ha moan.
- <skouer>.
- Garenn (diwar-benn ur blantenn).
- <skouer>.
- Lodenn eus ur freilh (da zornañ an ed).
- Muzul hirder kozh, kement ha pevar zroatad, war-dro 118 cm, a servije da vuzuliañ danvez.
- Ro din ur walenn dull d'ober koefoù. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 191.)
- gwalenn ar fri : an askorn a ro e stumm d'ar fri
Deveradoù
Deveradoù
Troidigezhioù
Anv-kadarn 2
- Bizoù, bravig kelc'hiek
- Ma gwalenn aour emezi, er mor a zo kouezhet. Kan: War bont an Naoned.
- Gwechall e veze lakaet ar walenn war ar biz-yod. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 560.)
- War viz-kreiz e zorn kleiz en devoa ur pikol gwalenn aour merket warni lizherennoù ha n'anaveze den. — (Anatol ar Braz, lakaet e brezhoneg gant Erwan ar Moal, Mojenn an Ankou, Mouladurioù Hor Yezh, 1986, p. 22.)
- - [...] ; pa vo krog mat an tan, e taolfet ar walenn en e greiz, hag a lârfet d'ar sonerien mont d'he c'hlask e-barzh. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/4, Al Liamm, 1989, p. 98.)
Troioù-lavar
Anv-kadarn 3
- Met emañ bremañ an dud o klask tu d'en em zizober diouzh al lazherien-se, ken stank ma 'z int deut d'o zro da vezañ ur c'hastiz hag ur walenn. — (Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p. 92.)
- Ur bater evit ma plijo gant an Aotrou Doue treiñ diwarnomp an teir gwalenn a gastiz. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 191.)