el
Neuz
Gwelet ivez : aile, él, elle |
Brezhoneg
Gwelet ivez : en, er |
Araogenn
el /ɛl/
- E-barzh al
- Daouzek leanez ez oant eno, ha daouzek noz e kouskas el leandi, ha bep noz gant unan al leanezed. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 49.)
- Ankouaat a ra buan c'hoar an Egl, hag e teu da garet ur briñsez yaouank a oa el lez. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/2, Al Liamm, 1985, p. 34.)
- Ar manac'h bihan a zelammas kerkent el liorzh, o krial : [...]. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 212.)
- − Bremañ, aotrounez, emezi, e c'hallet mont da glask krampouezh el lec'h all, rak evit amañ ne vo ket a grampouezh feteiz ! — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/4, Al Liamm, 1989, p. 32.)
- Met lezomp an daou briñs hag al lez holl el levenez hag ar festoù, ha gwelomp petra a zeu da vezañ Luduenn. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/5, Al Liamm, 1994, p. 105.)
- Ha mar doa Chouanted el leandi ?... — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 35.)
- Klevet mad a reamp ar pez a lavare ar zoudarded el leur. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 55.)
- — Deomp breman da vale el liorzou. — (Erwan ar Moal, Pipi Gonto, Kemper, 1925, p. 16.)
- Jilig. — Re anat eo oc'h bet c'hoaz el lez-varniou ! — (Yann-Vari Perrot, An Aotrou Kerlaban Pez farsus e 3 Arvest, Brest, 1922, p. 36.)
- Eno e pignjont el lestr a c'hortoze anezo, ha dioc'htu ma voent diloc'h ha dindan gouel ez ejont etrezek ar mor doun. — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 14.)
- Er-maez ne oa trouz den ebet, nag er porzh, nag el liorzh, nag e-tal an ti. — (Jakez Riou, An Ti Satanazet, Skridoù Breizh, 1944, p. 54.)
- Ar pleg-natur, an ijin-natur a zo el loened o laka da ober hirio, o lakay da ober warc'hoaz ha da virviken ar pez o deus bet graet a-holl-viskoaz. — (Tad Medar, Diwar c'hoarzin..., Ar Vuhez Kristen, Rosko, 1945, p. 158.)
- Bez' e oa ivez el lenn nepell diouzhimp ul lestr brezel pe gentoc'h ul lestr-bale eus Haïti, [...]. — (Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p. 95.)
- Darn anezho, skuizh oc'h ober bouzellenn voan hag o pilpasat er pri hag er vouilhenn, el lec'h displijus-se anvet gante « Kerfank », [...]. — (Yeun ar Gow, E Skeud Tour Bras Sant Jermen, eil emb. Al Liamm, 1978, p. 22.)
- Alan a glaske glaou bev el ludu, a daole warno tammoùigoù skolp, hag a c'hwezhe. — (Jakez Riou, Geotenn ar Werc'hez ha danevelloù all, Al Liamm, 1957, p. 44.)
- El liorzh ne chome nemet ur gwaz hag ur vaouez war an oad azezet dirak un daolig houarn livet e gwenn. — (Ronan Huon, AR GWENNILI-MOR, Al Liamm niv. 77, Du-Kerzu 1959, p. 411.)
- Ar bleunioù hor boa dastumet da lakaat dirazi a zo marvet pell 'zo, ha bleunioù all a zo bremañ el listri. — (Roparz Hemon, Mari Vorgan, Al Liamm, eil emb. 1975, p. 29.)
- Neuze, pa voe prientet kement tra ha karget el lestr ar varc'hadourezh am boa da gas ganin, e savis er bourzh, siouazh din ! — (Daniel Defoe, lakaet e brezhoneg gant Yeun ar Gow, Abrobin, Al Liamm, 1964, p. 15.)
- Ha setu penaos e oa deut Jampi Rognant da vezañ tommer el labouradeg aezhenn-leskiñ e Brest. — (Abeozen, Pirc'hirin Kala-Goañv, Al Liamm, eil emb. 1986, p. 15.)
- Nann ! N'eo nemet ul labous o kanañ el liorzh kloz. — (Youenn Drezen, Sizhun ar Breur Arturo, Al Liamm, 1971, p. 12.)
- El labour e krogjont raktal. — (Langleiz, Romant ar Roue Arzhur/levrenn I : Marzhin, Al Liamm, 1975, p. 28.)
- [...], evel ar marc'h e oa bet darbet dezhañ teurel anezhi el lenn, dindan ar skorn. — (Aleksandr Soljenitsyn, lakaet e brezhoneg gant Ernest ar Barzhig, Ti Vatriona, Al Liamm, 1976, p. 62.)
- Kemer a reas ur gib el listrier, he leunias gant dour, e lakaas ar peskig e-barzh, hag adarre ar gib e foñs al Iistrier. — (Vefa de Bellaing, Ar peskig ruz, Al Liamm niv. 178, Gwengolo-Here 1976, p. 314.)
- Pe neuze e yae-eñ d'e vurev all, ar burev a servije dezhañ evit e vicher, evel ma tisplegin tuchantik, el lodenn a-raok eus an ti. — (Pêr Denez, Glas evel daoulagad c'hlas na oant ket ma re, Al Liamm, 1979, p. 15.)
- E gorn-butun a garzhas el luduer-embann hag e gouchañ a reas adarre. — (Jakez Konan, Lannevern e kañv ha danevelloù all, Al Liamm, 1980, p. 33.)
- [...], evel ar marc'h e oa bet darbet dezhañ teurel anezhi el lenn, dindan ar skorn. — (Aleksandr Soljenitsyn, lakaet e brezhoneg gant Ernest ar Barzhig, Ti Vatriona, Al Liamm, 1976, p. 62.)
- "[...]. Ne vin ket pell o kregiñ el lutig." — (Anatol ar Braz, lakaet e brezhoneg gant Erwan ar Moal, Mojenn an Ankou, Mouladurioù Hor Yezh, 1986, p. 76.)
- Nebeutoc'h a dud eget na soñje din a zo o lojañ el leti-mañ. — (Yann Gerven, Brestiz o vreskenn, Al Liamm, 1986, p. 25.)
- [...], pevar maen a zaou vetr en o sav el lec'hid, [...]. — (Goulc'han Kervella, Brezel ar Rigadell, Al Liamm, 1994, p. 88.)
- El lochenn-se e veze klenket ar c'heuneud, ar fustadoù bier hag ar c'hasedadoù boutailhoù. — (Mich Beyer, Seizh Devezh Warn-ugent, An Alarc'h Embannadurioù, 2006, p. 11.)
- Pa vez « steudad-mobil » armet-kloz ha niverus ar Republikaned o tont er barrez war glask ar veleien e vez graet tro wenn gante bep gwech. — (Herve ar Gall, Koulz ar c'hastrilhez, Embannadurioù Al Liamm, 2008, p. 151.)
- Tennañ a rae neuze ar gêrig d'ar re a vez skeudennet el levrioù kontadennoù a-wechall evit ar vugale. — (Fañch Peru, Kañfarded Milin ar Wern, Skol Vreizh, 2008, p. 76.)
- Perin a oa el laz-kanañ, [...]. — (Youenn Kervalan, Dremmoù Arrasate, Embannadurioù Al Lanv, 2009, p. 33.)
- Ne reas nemet ur strakig ha daouzek boull gouloù a zistroas el lampoù-straed. — (J.K. Rowling, lakaet e brezhoneg gant Mark Kerrain, Harry Potter ha Maen ar Furien, An Amzer embanner, 2012, p. 21.)
Troidigezhioù
- galleg : à l'intérieur de la (fr) , à l'intérieur du (fr)
- galleg : dans la (fr) , dans le (fr)
Katalaneg
Ger-mell strizh
el
Spagnoleg
Ger-mell strizh
gourel | benel | |
---|---|---|
unander | el | la |
liester | los | las |
el
- El hombre : an den