Mont d’an endalc’had

Tour-meur

Eus Wikipedia
Tour-meur kastell Vincennes.
Tour-meur Tremazan e Goueled Leon

An tourioù-meur, pe an tourelloù a-wezhioù, zo tourioù maen tev hag uhel, a voe savet adalek an XIIvet kantved da gemer lec’h an tourioù koad a oa pintet war ar moudennoù-kestell. Elfenn bouezusañ difennoù ar c’hestell-kreñv e oa an tour-meur, ha dizalc’h e oa diouzh ar peurrest eus ar c’hastell, tra ma oa stag an tourioù all ouzh mogerioù-difenn ar c’hastell. Er c’hestell a veze savet en amzer ar c'hladdalc'helezh e veze atav un tour-meur, evel ma ne oa kêr ebet na veze ket difennet gant ur c’hastell.

Tourioù-meur a bep stumm a oa : lod a oa karrezek, lod all kelc’hiek, lod all c’hoazh lieskornek. Ken uhel e oant ma ne oa ket ezhomm ken da sevel anezho war krugelloù evel diagent.

En tourioù-meur ne oa dor ebet en traoñ anezho. Evit mont e-barzh e lakaed ur skeul ouzh troad an tour da sevel betek ur prenestr pe un nor en estaj kentañ. Ur wech pignet e-barzh e c’halle an dud sachañ ar skeul war o lerc’h, e diabarzh ar savadur. En-dro pe e-kichen an tour-meur e oa difennoù diavaez, na oant ket savet gant koad ha pri evel gwechall, hogen gant mogerioù maen start ha tourioù bihan etrezo.

Tourioù-meur e Breizh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tourioù-meur pe rivinoù anezho a c’haller gwelet e meur a lec’h e Breizh :


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.