Sequani
Ar Sequani, pe Sequaned[1], pe Sekwaned hervez ar peurunvan, a oa ur bobl c’halian diazezet e traoñiennoù ar stêrioù Arar (Saône) ha Doubs. Krediñ a ra lod e oa *Sequana anv kozh an Arar, ar memes anv evel anv kozh ar stêr Saena.
Rannet e oant diouzh an Helveti gant ar menezioù Jura ; er gwalarn dezho e oa al Lingones ; er c’hornôg dezho e oa annezet an Aedui, en tu all d’ar Saône. Hervez Caesar en em astenne o bro betek ar stêr Roen en hanternoz. Vesontio (Besançon hiziv) e oa o c’hêr-benn.
A-raok da Julius Caesar stagañ gant Brezel Galia, e oa kevredet ar Sequani gant an Arverni a-enep an Aedui. En o brezel a-enep an Aedui, e c’houlennjont harp digant ar Sueved, renet gant ar penn german Ariovistus[2]. Treuziñ ar Roen a reas arme Ariovistus da zont d’o sikour e -71 ha trec’het e voe an Aedui. Rankout a reas ar Sequani avat lezel un tamm eus o bro, en hanternoz, gant ar Sueved. Gervel a rejont Caesar war o sikour. Gant an armeoù roman e voe argaset ar C’hermaned kuit e -58 hogen rediet e voe ar Sequani da rentañ o galloud d’an Aedui. Kement e voe hegazet ar Sequani gant an dra-se ma savjont a-du gant emsavadeg Verkingetorix e -52. Kemer a rejont perzh en emgann Alesia[3] hag e drouziwezh ar pobloù galian.
Bro ar Sequani a voe lakaet e proviñs Gallia Belgica da gentañ hag e Germania Superior da c’houde. War-lerc'h e teuas, gant douaroù amezek, da vezañ ur broviñs roman anvet Sequania pe Maxima Sequanorum. Taget hag aloubet e voe Sequania diwezhatoc'h gant pobloù german evel ar Vandaled hag ar Vurgonded ha dont a reas da vezañ ul lodenn eus Rouantelezh Bourgogn.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Notennou diwar-benn ar Gelted koz, p. 194, p. 225
- ↑ Julius Caesar, De bello gallico, levrenn VI, 12
- ↑ Julius Caesar, De bello gallico, levrenn VII, 75.