Ikened
An Ikened[1] pe Iceni (hervez al latin), a oa unan eus ar pobloù brezhon a oa er vro a zo Norfolk bremañ, e Bro-Saoz, e biz Enez Vreizh etre ar Iañ kantved kt JK hag ar Iañ kantved goude JK.
Aloubadeg ar Romaned
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Da goulz an aloubadeg roman edo o c'hêr vras, pe o c'heoded, e Venta Icenorum (Caistor St Edmund e-kichen Norwich en deiz a hiriv).
Ar penn Prasutagus a eas a-du gant ar Romaned, ha neuze e voe lezet da roue gant an impalaer roman Claudius. D'ar Romaned ne dlee an dra-se padout nemet betek marv ar roue brezhon. Goude e vije roet d'an impalaer, hêr madoù ar roue.
Pa deuas an ofiserien roman e rejont gaou ha gwall d'e wreg Boudika ha d'e verc'hed, hag ar bobl en em savas enep dezho. Er bloavezh 61, mouget an emsavadeg renet gant Boudika, rouanez an Ikened, e voe distrujet Londrez.
Anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- A.L.F Rivet & Colin Smith : The Place-names of Roman Britain. Batsford Ltd. 1979. Édition 1982., p. 373-74-75
- pezhioù moneiz kent ar Romaned : ECEN, ECENI, EC, ECN, ECE
- enskrivadur war ur walenn : CEN (bet kavet er stêr Tas, e-kichen Caistor St Edmunds / Venta Icenorum)
- Caesar, BG, V, 21, 1 : CENIMAGNI
- Tacitus, Annals, XII, 31 & 32 : ICENI; XIV, 31 : ICENI
- Ptol. II, 3, ii : SIMENI / IMENI / SMENI
- I.A. 4746 (Iter V) : ICONOS
- I.A. 47910 (Iter IX) : a VENTA ICINORUM Londinio
- Ravenna 10654 : VENTA CENOMUM
- T.P. : AD TAUM
---------------------
Talvoudegezh : nemet damkaniezhoù evit ar poent. Respont sur ebet.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Notennou diwar-benn ar Gelted koz, p. 278.
|