Patatez
| |||||
---|---|---|---|---|---|
A bep seurt gouennoù patatez | |||||
Rummatadur Cronquist | |||||
Riezad : | Plantae | ||||
Skourrad : | Magnoliophyta | ||||
Kevrennad : | Magnoliopsida | ||||
Urzhad : | Solanales | ||||
Kerentiad : | Solanaceae | ||||
Genad : | Solanum | ||||
Anv skiantel | |||||
Solanum tuberosum
L., 1753 | |||||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar patatez, pe avaloù-douar, a zo torzhelloù mat da zebriñ ar blantenn eus ar spesad Solanum tuberosum, eus kerentiad ar Solanaceae. Graet e vez gant an anv-se koulz evit ar blantenn ("plant patatez") hag evit he zorzhelloù a vez debret evel legumaj.
Bro orin ar patatez eo Amerika ar Su (aridennad an Andoù).
An anvioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E brezhoneg e vez lavaret koulz patatez hag avaloù-douar. An eil a vez kavet kentoc'h eus tu norzh ar vro hag egile er su, met kenvevañ a ra an daou anv e gwirionez[1]. Ar stumm pato (/pa'toˑ/) a vez klevet e Kernev-Uhel, ha betek e Plougonven, e Treger.
Rummadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ar re abred: a vo tennet 90 devezh well-wazh goude dezho bezañ bet hadet
- Ar re damabred: a vo tennet a-raok 110 devezh goude dezho bezañ bet hadet.
- Ar re damdiwezhat: a chomo 120 devezh en douar.
- Ar re diwezhat: a chomo etre 120 ha 140 devezh en douar a-raok na vo torret an erv warne. Mat e vezont da viret.
An daou seurt kentañ, abred ha damabred, a vez tennet pa grog ar c'horz anezho da grazañ, e-tro 110 devezh .
Ar patatez prim a vez tennet a-raok dezho mont en o azv, pa gomañs o c'horz dont melen. Tud zo a gav mat ar frouezh pe al legumaj pa ne vezont ket en o ment pe en o blaz c'hoazh. Gwelloc'h e vijent. Seul vihanoc'h, seul welloc'h, emezo.
Adalek 120 devezh bet en douar e vez graet avaloù nevez eus ar re gentañ a vez tennet. Troc'hañ a ra an nen ar c'horz warne an aliesañ evit ma chomint un tamm c'hoazh. Goude-se e vez graet avaloù douar diwezhat eus a re a vo miret un nebeud mizvezhioù e freskijenn ar c'hav teñval, dre ma vint debret, nepell diouzh ar boutailhadoù gwin ruz (dre ma vint divontet d'o zro).
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- kartenn Atlas yezhoniel Breizh-Izel ar ger "patatez".
- (en) The European Cultivated Potato Database. Kavet : 16 Gwe 24.