Kambr
Ar gambr (ivez kambr-gousket, kambr-wele) eo ar pezh eus an ti ma kousk an dud. Meur a gambr a vez en tier a vremañ, gwechall ne veze alies nemet unan, rannet gant armelioù a-wechoù.
Kambroù ha tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kambroù pe kambreier a vez en tier eta: kambr tad ha mamm, ha kambroù ar vugale peurvuiañ. Un nor hag ur prenestr a vez da bep hini.
Evit treuziñ ar mogerioù pe ar speurennoù a zo tro-dro d'ar gambr e vez un nor peurvuiañ, div pe muioc'h a-wechoù, ha prenestroù da reiñ gouloù hag aer fresk.
Kambr ha pezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Trepasoù a zo kambroù hir ha strizh a vez implijet evit digor an tremen betek kambroù all.
Roet e vez anvioù da gambroù 'zo hervez an obererezh ma rener eno peurvuiañ. Sevel raktres ar c'hambroù, rakwelout o implijoù ha kinklañ anezho a zo ur skourr d'ar savouriezh.
Diwar levezon ar galleg e vez intentet kambr evel al lec'h m'eo kustum an dud da chom da gousket, met ledanoc'h eo ar ster e brezhoneg pa c'heller deskrivañ kambreier an ilizoù : an nev, an tenn-kroaz, ar chantele... Sellout ouzh ar ger gallek chambre evit kambroù ar palezioù justis.
Kambroù an ti
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Burev pe kambr-studi,
- Kambr-gousket
- Kegin
- Sal-debriñ
- Sal-dour (sal gibellañ, kambr-emwalc'hiñ)
- Saloñs
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Xavier de Maistre, Voyage autour de ma chambre, Chambéry,1794 - Paris, 1862.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Michelle Perrot, Histoire de chambres, Priz Femina an arnodskridoù e 2009.
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]