Mont d’an endalc’had

Aer

Eus Wikipedia

Gazoù an aer

An aer eo an anv (gourel ha benel) a vez roet d'ar meskad gazoù a ya d'ober aergelc'h an Douar.

Diliv ha dic'hwezh eo. Nitrogen (78,084%) hag oksigen (20,946%) eo an daou c'haz pennañ a ya d'ober an aer ; gazoù all a ya d'ober ar peurrest (0,04338%) : oksidenn garbon (CO2), neon, heliom, metan (CH4), kripton ha dihidrogen (H2).

Er sevenadurioù hengounel e veze lakaet an aer da vezañ unan eus "peder elfenn diazez" ar vuhez, asambles gant an tan, an douar hag an dour ; n’eo ket un doare skiantel da welet an traoù, petra bennak ma'z eus c'hoazh tud o krediñ ennañ.