Diwanet
Diwanet eo anv ar gevredigezh hag a vod ar skolidi bet e Diwan.
Krouidigezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'an 19 a viz Meurzh 2004 e oa en em vodet ur vandenn skolidi gozh Diwan a-benn krouiñ ur gevredigezh evit sevel ur rouedad skolidi gozh. En devezh-se, ne oa bet roet anv ebet c'hoazh d'ar gevredigezh. E-doug an eil emvod, d'an 28 a viz Mae 2004, ez eo bet choazet an anv Diwanet, padal un anv all e stumm ur c'hoari-gerioù a oa bet soñjet ennañ ivez : BED pa vez troet skolidi gozh Diwan war-zu ar bed a-bezh hag a zo Bet E Diwan ivez). An emvod-meur kentañ a oa bet aozet e Kerampuilh e Karaez d'an 18 a viz Gwengolo 2004 hag an 60 den bennak a oa deuet di o deus krouet ar gevredigezh Diwanet da vat.
Palioù ar gevredigezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daou bal a zo bet roet d'ar gevredigezh : lakaat skolidi gozh Diwan da gaout liammoù kenetrezo ha lakaat ar brezhoneg hag ar sevenadur breizhat da vont war-raok. Al liammoù krouet a c'hello servijout da bep ezel, da skouer evit kavout sikour er bed micherel. A-benn tizhout ar palioù-se ez eus bet savet ul lec'hienn Internet e-lec'h ma vez renablet, da skouer, poltriji ar skolidi pa oant er 6vet klas.
Ar gevredigezh a sikour ivez da aozañ ur fest, bep bloaz, e Karaez, anvet an Taol-Lañs.
Morgousket eo abaoe 2009[1].
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |