Mont d’an endalc’had

Chaseal

Eus Wikipedia
Chaseal ar moc'h-gouez, livadur tennet eus un dornskrid eus ar XIVvet kantved

Chaseal pe hemolc'hiñ zo klask tapout loened pe o lazhañ, evit em en vagañ, evit ober kenwerzh, evit implijout danvez tennet eus al loened pe c'hoazh evit kaout dudi. E pep lec'h dre ar bed e vez pe e veze graet gant an dud ; e pep lec'h ivez ez eus lezennoù da resisaat penaos e vez graet. Ar chaseal na vez ket aotreet gant al lezenn a reer "bigriañ" anezhañ. Hiziv an deiz eo deuet ar chaseal, er broioù pinvidik, da vezañ un obererezh dudi pe sport.

Dudi ar briñsed eo bet ar chase a bep amzer. Er Mabinogi e weler chaseal Twrch Trwyth, an hoc'h-gouez hud en danevell Kulhwch hag Olwen.

Doareoù da chaseal

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En Europa e chaseer a gozh ha kemm a reer etre an doareoù disheñvel :

  • hual, ha huerezh, a reer eus chaseal ar bleiz, a veze graet war-droad dreist-holl;
  • ar falc'hunerezh, un doare brudet e broioù ar reter, a vez graet war varc'h,
  • ar gwenaerezh, a vez lavaret eus chaseal kirvi, moc'h gouez dreist-holl, loened hag a vez debret.
  • ar chase kaset war-droad (e spi, o tostaat pe en huadeg), gant fuzuilhoù-chase pe karabinennoù, a zo ar stumm anavezetañ hiziv-an-deiz.

E Breizh e implij ar braz eus ar chaseourien teknikoù chaseal war-droad, e spi (gortoz ul loen en ul lec'h bennak), o tostaat, da lavaret eo en ur gavout roudoù ul loen hag en ur heuliañ anezhañ, pe en huadeg, da lavaret eo en ur vodañ meur a zen, lod anezhe oc'h ober trouz evit kas al loened war-zu chaseourien all prest da lazhañ anezhe. Chase ar c'hefeleged-koad zo poblek er vro-mañ. Chas a bep seurt a c'haller implijout evit bezañ sikouret : lod gouest da chom en o sav dirak ul loen, lod all gouest da zegas loened diwar an dour evel an houidi, pe lod all c'hoazh gouest da vont da gerc'hat bronneged en un toull-douar. Ar chas-Spagn desavet e bro-Gallag zo brudet evit o ferzhioù mat.

Berz e broioù zo

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Difennet eo chaseal war varc'h en Alamagn abaoe 1936, e Belgia abaoe 1995, hag e Breizh-Veur abaoe 2005[1]. Gwarezet eo gant ar prezidant Emmanuel Macron er stad c'hall[2].

Levrioù a wenaerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Chaseal an arzhed, el "Libro de la montería de Alfonso XI".

Adal ar XIVvet kantved e voe gwelet tud uhel eus Portugal, Kastilha, Bro-C'hall, Alamagn en o zouez o lakaat sevel levrioù diwar-benn arz ar chase pe ar gwenaerezh, sport muiañ karet ar rouaned hag uhelidi:

XVvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

XIXvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

XXvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Traité de vénerie. Paris, Imp. royale, 1788. (OCLC 34882547)
Paolo Uccello, Caccia notturna (Chase da noz), Oxford Ashmolean Museum.
The Devonshire Hunting Tapestries

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan