yud
Neuz
Brezhoneg
- (Anv-gwan) → Etimologiezh da glokaat (Ouzhpennañ)
- (Furm verb) Savet diwar yud-, pennrann ar verb yudal, hep dibenn-ger.
Anv-gwan
Derez | Furm |
Derez-plaen | yud |
Derez-uheloc'h | yutoc'h |
Derez-uhelañ | yutañ |
Derez-estlammiñ | yutat |
yud /ˈjyːt/
- Trubard
- Un den yud: treitour.
- drouk
- Komzoù yud.
- Bezañ yud ouzh, evit unan bennak : bezañ drouk gantañ.
- Warc'hoazh marteze ho po ezhomm eus an hini oc'h bet yud evitañ, p'oa bihan ha paour. — (Mab an Dig, Rondel Goz Sandrione, Bleun-Brug, niv. 96, Genver-C'hwevrer 1957, p. 8.)
- Kriz, poanius (pa gomzer eus goap, kleñved, poan, taolioù).
- Marvet er bloaz-mañ gant ar put :
Eur c’hleñved dañjerus ha yud. — (Yann-Vari Perrot, Alanik al Louarn, Ar Gwaziou, Montroulez, 1911, p. 29.) - [...] ; war-lerc'h ar vleunien a gutuilh Doue, e chom c'hoaz bleuniou lirzin a garer muioc'h a ze, evel evit en em zigoll diouz tôliou yud an Ankou. — (Yann-Vari Perrot, Erwan ar Moal, Bue ar Zent, Montroulez, 1912, p. 273.)
- Kastizañ rae e gorf gant ar gourizoù reun, ar chadennoù houarn, ar skourjezoù yud. — (Yann-Vari Perrot, Erwan ar Moal, Bue ar Zent, Montroulez, 1912, p. 442.)
- Marvet er bloaz-mañ gant ar put :
- avel yud
- goapaerezh yud
- Hor Salver jezuz en deus gouzañvet e-pad e basion ar goapaerezh yud, an tamall e gaou, ar javedadoù, hag an taolioù dourn; ... — (PGAZ, p. 81.)
Deveradoù
Troidigezhioù
Adverb
yud /ˈjyːt/]].
- Evel dre [[yudalc'hoarzont yud c'hoarzhadennou-ifern ; [...] :. — (Yann-Vari Perrot, Erwan ar Moal, Bue ar Zent, Montroulez, 1912, p. 293.)
- Trouz a gleve evel gant un dorn o krabisañ ar prenestr, hag ur vouezh a glemme yud… Aotrou Doue ! — (Ivon Krog, Eur Zac'had Marvailhou, Buhez Breiz, Kemper, 1924, p. 193.)
- gant droug en den :
- C'hoarzhin yud, kregiñ yud, sellout yud.
Anv-kadarn
- yudadenn
- Klevit yud an avel.
Furm verb
yud /ˈjyːt/
- Furm ar verb yudal e trede gour unan an amzer-vremañ, en doare-disklêriañ.
- N’ouzon nemet un dra : en amzer hiziv al loened a harzh, a c’hwitell, a vlej, a wic’h, a viaou, a hinno, a yud, a hud, a voud, a chilp, a glip, a goag, a c’hroag, a gan, a richan, a grougous, a roc’h, a doc’h, a soroc’h, a c’harm, a ragach, a c’hregach, a gloc’h, a youc’h, a razailh, a rizink, pep hini en e vod hag hervez e ouenn. — (Jakez Riou, An Ti Satanazet, Skridoù Breizh, 1944, p. 8.)
- Furm ar verb yudal en eil gour unan an doare-gourc'hemenn.