stumm
Neuz
Brezhoneg
- Kavet en henvrezhoneg (stum).
- Da geñveriañ gant an anvioù-kadarn ystum en kembraeg ha stumm en kerneveureg.
Anv-kadarn
stumm /ˈstỹmː/ gourel (liester stummoù)
- stumm un den da ober un dra
- Diouz stumm e gerzed em-boa anavezet anezañ. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 253.)
- neuz, dremm:
- Eun devez e welan anezañ gant bugale stumm lamponed d'ezo. — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 74.)
- Braveet eo he stumm. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 62.)
- er stumm-se:evel-se
- — Na dou ket Doue er stumm-se ; [...] ? — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 210.)
- bezañ en stumm da udb
- e kement stumm a zo
- Hennez a zo fentuz e kement stumm a zo toud. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 160.)