dirazoc'h
Neuz
Brezhoneg
Sellet e vez ouzh ar bajenn pe ar gevrenn-mañ evel un divraz da glokaat e brezhoneg. Mar gouezit tra pe dra diwar-benn danvez ar pennad e c'hellit lakaat ho kouiziegezh da dalvezout dre gemmañ ar bajenn-mañ diouzhtu goude klikañ war al liamm « kemmañ ». |
- → Etimologiezh da glokaat (Ouzhpennañ)
Furm araogenn
dirazoc'h /diˈrɑːzɔx/
Gour | Furm |
U1 | dirazon |
U2 | dirazout |
U3g | dirazañ |
U3b | dirazi |
L1 | dirazomp |
L2 | dirazoc'h |
L3 | dirazo |
D | dirazor |
- Furm an araogenn dirak, displeget en eil gour lies
- Mez marteze n'oa ket ken eaz d'eoc'h eno evel ma'z eo aman, rak eno oa goazed ha ne grenont ket dirazoc'h, hag aman n'euz nemed merc'hed.... — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 64.)
- Kenta medesin. — Gortozit, gortozit! Ni a zo o vont da studia hoc'h affer dirazoc'h [...]. — (Yann-Vari Perrot, An Aotrou Kerlaban Pez farsus e 3 Arvest, Brest, 1922, p. 19.)
- Rak se e touan dirazoc'h [...] e troin kein da skolioù ar c'houarnamant ... — (Loeiz ar Floc'h, Trubuilhou ar seiz potr yaouank, 1927, p. 35.)
- « [...] ; hag, a-greiz e gounnar, e stlapas ar c'horf dibennet el lennig a welit dirazoc'h, hag a voe anvet, da c'houde, « Lenn Diana ». — (Langleiz, Romant ar Roue Arzhur/levrenn I : Marzhin, Al Liamm, 1975, p. 128.)
- — [...]. Evit pezh a sell ouzh ma mab, gwelout a rin diwezhatoc'h, rak ar paotr-mañ a welit dirazoc'h... — (Edouarzh Ollivro, troet gant Jakez Konan, Pikoù Mab e Dad, Mouladurioù Hor Yezh, 1983, p. 306.)
- [...] : « It d'an tiegez a zo dirazhoc'h, ha kerkent ma c'h-erruot, e cavot stag eun azenez hag he azen yaouank n'eus pignet c'hoaz den ebed varnhan : [...]. » — (Yann-Fañch Caer, Ar Pevar Aviel lakeat en unan, Brest, 1904, p. 240.)
Stummoù rannyezhel
Troidigezhioù
- galleg : avant vous (fr) , devant vous (fr)