Mont d’an endalc’had

Zapotekeg

Eus Wikipedia
Jagoar azezet, sevenadur zapotekat, American Museum of Natural History (New York)

Ur yezh otek-mangeek eus skourr ar yezhoù zapotekek eo ar zapotekeg (zapotec) a vez komzet gant ar Zapoteked. Hiziv an deiz e soñjer e vefe war-dro un hanter milion a zapotegerien a-vihan. Emañ ar pep brasañ anezhe o chom e Stad Oaxaca e Mec'hiko. Kavout a reer strolladoù zapotegerien ivez er stadoù amezek Puebla, ha Guerrero. Da-heul an divroerezh e kaver un niver bras a zapotegerien o chom er Stadoù-Unanet, e Stad Kalifornia dreist-holl.
Hogozik 60 rannyezh disheñvel ez euz, anvet hervez al lec'h ma vezont komzet.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.

,