Mont d’an endalc’had

Varanasi

Eus Wikipedia
Varanasi, gwelet eus ar stêr Ganga
Ul lid hindouek war ar ghatioù e Varanasi

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Ur gêr e Stad Uttar Pradesh en India eo Vārānasī. Benares e oa hec'h anv gwechall. Ur gêr santel eo evit an Hindoued.

Emañ Varanasi etre ar stêr Ganga hag ar stêr Varuna, ha moarvat ez eo unan eus kêrioù koshañ ar bed. E 2011 e oa 1 212 610 a dud o chom enni.

Unan eus lec'hioù pouezusañ India eo Varanasi evit an Hindoued ha dont a ra e-leizh a dud da birc'hirinañ di, ouzhpenn ur milion a birc'hirined bep bloaz. Kontañ a reer e vije bet savet gant an doue Shiva gwechall. Mont a ra ar birc'hirined d'en em walc'hiñ er stêr Ganga rak evito e talvez d'en em walc'hiñ diouzh o fec'hedoù. Lec'h pouezusañ kêr eo ar ghatioù, diri ledan da ziskenn d'ar stêr.

Kalz temploù a gaver e Varanasi : templ Kashi Vishwanath eo an hini brudetañ, en enor da Shiva. Ur gêr santel eo Varanasi ivez evit ar Jained.
E-kichen kêr emañ Sarnath, al lec'h ma reas Siddhartha Gautama, lesanvet ar Bouda, e brezegenn gentañ. Di e teu e-leizh a Voudaiz eta.