Mont d’an endalc’had

Valerianus (impalaer)

Eus Wikipedia
Ur pennad Valerianus zo ivez.
Pezhioù aour, dremm Valerianus warne
Valerianus
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhHenroma Kemmañ
PraenomenPublius Kemmañ
NomenLicinius Kemmañ
CognomenValerianus Kemmañ
MoranvColobius Kemmañ
Deiziad ganedigezh200 Kemmañ
Deiziad ar marv260s Kemmañ
Lec'h ar marvBishapur Kemmañ
Doare merveltalvoud dianav Kemmañ
PriedEgnatia Mariniana, Cornelia Gallonia Kemmañ
BugelGallienus, Licinius Valerianus Kemmañ
FamilhValerian dynasty Kemmañ
GensLicinia gens Kemmañ
Micherpolitiker Kemmañ
Kargimpalaer roman, senedour roman Kemmañ
Relijionancient Roman religion Kemmañ
PrantadImpalaeriezh roman uhel, Low Roman Empire Kemmañ

Publius Licinius Valerianus Augustus, pe Valerianus an Henañ, pe Valerianus Iañ (218 - 268), a voe impalaer Roma eus an 22 Here 253 betek war-dro 260[1]. Heskinañ a reas ar gristenien ha prizoniet e voe pa oa o vrezeliñ en emgann Edessa.

E vab Gallienus (Publius Licinius Egnatius Gallienus) a renas war un dro gantañ ha war-lerc'h marv e dad.

Prizoniet e voe gant Shapur Iañ, roue Persia, da-heul emgann Edessa e 259, hag evel-se e voe an impalaer nemetañ prizoniet er brezel, ha distabilded a voe en Impalaeriezh roman abalamour da se. Kaset e voe da Bersia. E brefed Macrianus a nac'has marc'hata gant ar Bersed, ha ne voe ket prenet na dieubet. Chom a reas e vab da impalaer, ha ne reas netra ivez. Macrianus a glaskas lakaat e vab Quietus da impalaer. Gallianus a oa e Roma n'halle ober netra a-enep ar Bersed.

Aloubadegoù en amzer Valerianus ha Gallienus.

E Persia e varvas Valerainus, hogen n'ouzer na pegoulz na penaos. Meur a dra zo bet kontet. Hervez Iraniz(Kaoz dispis) e vije bet graet brav dezhañ ; hervez an istorour kristen Lactantius, a veve en amzer Constantinus Iañ, e oa fin e vuhez evel ur c'hastiz a-berzh Doue, rediet ma veze da vont war e grabanoù d'ar roue pers da gerzhout war e gein evit pignat war e varc'h(Daveoù a vank). Goude e varv e vije bet kignet e gorf, kivijet e groc'hen, livet en ruz, ha gwisket d'ur jak lakaet war ziskouez en un templ pers, evel skouer eus mezh Roma. (Daveoù a vank)

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  An Impalaerien roman  
Tierniezh ...
En e raok :
Aemilianus
(207 - 253)
Valerianus
(253 - 260)
War e lerc'h :
Gallienus
260-268
Heuliad Henroma
  1. François Zosso & Christian Zingg ː Les empereurs romains; 27 av. J.-C. - 476 ap. J.-C.. Embannadurioù Errance. 1994 {{ISBN|2 87772 083 7]]