Mont d’an endalc’had

Teurgn

Eus Wikipedia
Teurgn
Tours, hag ar pont Wilson dreist al Liger en dalenn gentañ.
Tours, hag ar pont Wilson dreist al Liger en dalenn gentañ.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Tours
Bro Touren (kêrbenn)
Melestradurezh
Stad Frañs Frañs
Rannvro Centre
Departamant Indre-et-Loire (prefeti)
Arondisamant Teurgn (pennlec'h)
Kanton Pennlec'h seizh kanton
Kod kumun 37261
Kod post 37000, 37100, 37200
Maer
Amzer gefridi
Serge Babary
2014-2020
Etrekumuniezh Communauté d'agglomération Tour(s) Plus
Lec'hienn web https://www.tours.fr/
Poblañsouriezh
Poblañs 138 668 ann. (2022)[1]
Stankter 4 000 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47°23′37″N 0°41′21″E
Uhelderioù bihanañ 44 m — brasañ 109 m
Gorread 34,67 km²

Teurgn[2] (Tours e galleg) eo anv pennlec'h departamant gall an Indre-et-Loire, ha kêr-benn proviñs kozh Touren, savet a bep tu d'ar stêr Liger. 136 500 a dud zo o chom eno. Kêr-benn Bro-C'hall e oa en amzer ar roue Loeiz XI a Vro-C'hall. Eno emañ sez arc'heskob "Kornôg" Bro-C'hall, ha Breizh ennañ.

Kêr-benn un tolead pinvidik a-walc'h eo Teurgn, gant parkadoù legumaj, gwez-frouezh ha gwiniegi brudet.

Emañ ar gêr en ur c'hroashent kozh-tre, Norzh-Su e roud-avel, evit treuziñ aes al Liger hag ar Cher, e adstêr kazi kenstur er Su. Dre-se e veze liammet tolead Pariz, Chartrez, Poatev ha Bourdel en ur gejañ gant dezougerezh war vag Kornôg-Reter war ar stêr vras.

E mare ar C'halianed e oa un treizh hag ur geoded anvet Civitas Turonorum gant ar Romaned. Dont a ra an anv eus anv ar meuriad, an Turones. Eno, en IVe kantved, e vevas un den illur, sant Martin, ur milour, aet da vanac'h, ha diazezer un abati bras nepell diouzh ar geoded. E penniliz an abati e teue pirc'hirined da geheliñ ur sant a zo bet roet e anv da veur a gêr ha gêriadenn en Europa a-bezh. Ouzhpenn-se emañ kêr Deurgn war hent pirc'hirinded Sant-Jalm a Gompostela etre Norzh Europa ha Spagn. Er VIvet kantved e voe anvet da eskob un den-iliz illur all, Gregor Teurgn, den politikour hag istorour ar Franked (kontañ a ra penaos e renent brezelioù enep ar Vretoned).
Kêr-benn ur gontelezh eo bet Teurgn, hini an Touren, teuziet e diwezh an XIIIvet kantved en domani roueel ken e kave mat er Grennamzer roueed Bro-C'hall chom alies a-walc'h e kastellioù strewet a-hed al Liger. Unan anezho, Loeiz XI, a vourre chom mizvezhioù-pad e kastell ar Genkiz (kastell ar Montils e La Riche e bannlev kornôg hiziv).

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Iliz-Veur Sant Gasian, Teurgn.


War ribl Su al Liger eo bet staliet ar gêr pa'z eus un uhelgompezenn izel a-walc'h e-lec'h tornaodoù raz kavet en ur sevel gant ar stêr pe war ar riblenn Norzh. Er XIXvet kantved eo bet poblet ar ribl-mañ p'eo bet kleuziet ar "Foz" evit lakaat hent Pariz da vont eeunoc'h betek ar pont.

Emdroadur ar boblañs 1793-2009

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Touristerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Iliz-Veur Sant-Gasian Teurgn

Roet eo bet al label Kêrioù ha Broioù Arz hag Istor dezhi.

Nav c'hêr all zo gevellet gant Teurgn :

Emglevioù kenlabour zo ivez :

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Dave ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Tour, e Buhez ar Sent, 1912, pajenn 782. Teurgn e Geriadur brezhoneg-galleg Roparz Hemon, 1972.