Sahara ar C'hornôg
Sahara ar C'hornôg (الصحراء الغربية, As Sahra Al Gharbiyya en arabeg) zo ur vro eus gwalarn Afrika zo amsklaer he statud politikel :
- embann a ra an Talbenn Polisario, diouzh un tu, ez eo ur stad dizalc’h hec’h anv Republik Arab Saharaoui Demokratel (RASD) (الجمهورية العربية الصحراوية الديمقراطية en arabeg, Al-Jumhuriyya al-Arabiyya as-Saharawiyya ad-Dimuqratiyya).
- ha diouzh an tu all ez eo ac’hubet gant stad Maroko a sell ouzh ar vro evel ul lodenn eus he ziriad.
An Talbenn Polisario ne ren nemet war ul lodenn vihan eus ar vro, er reter, tra m’emañ an arvor hag ul lodenn vat eus an diabarzh e dalc’h Maroko. Ur voger zo bet savet gant nerzhioù Maroko, da zispartiañ an div dachennad. Ul lodenn eus Sahara eo ar vro ha n’eo koulz lavaret nemet un dezerzh bras.
En-dro da Sahara ar C'hornôg emañ Maroko (er ster strizh) en norzh, Aljeria er biz, ha Maouritania er reter hag er su. Riblet eo gant ar Mor Atlantel er c’hornôg.
Al Ayun (El Aaiún, Laâyoune) eo ar gêr vrasañ. Enni emañ an drederenn eus poblañs ar vro o chom.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwechall e oa poblet ar vro gant Berbered, evel ar peurrest eus hanternoz Afrika. En VIIIvet kantved e voe islamekaet ar pobladoù a veve enni.
En XIXvet kantved e voe piaouet ar vro gant Spagnoled a savas ur porzh-pesketa e Villa Cisneros (Dakhla bremañ).
E 1900 e voe merket bevennoù etre an douaroù e dalc’h ar Spagnoled hag ar re e dalc’h ar C’hallaoued. An Talbenn Polisario a grogas da stourm ouzh yev Spagn e 1973 da glask sevel ur stad dizalc’h er vro.
D’ar 14 a viz Du 1975 ez eas kuit nerzhioù Spagn ha rannet e voe ar vro etre Maroko ha Maouritania, da-heul un emglev gant Madrid. Hogen an Talbenn Polisario a embannas ar Republik Arab Saharaoui Demokratel (RASD), ha gant skoazell gouarnamantoù Aljeria ha Libia e stagas gant ur stourm armet ouzh an alouberien nevez.
E 1979 ez eas kuit nerzhioù Maouritania diouzh al lodenn eus ar vro a oa bet roet dezhi ha kerkent e voe aloubet al lodenn-se gant arme Maroko. Abaoe ez eus bet savet ur voger gant Maroko da wareziñ al lodenn binvidikañ eus ar vro diouzh tagadennoù an Talbenn Polisario, zo diazezet er c’hampoù repuidi zo bet savet e korn-bro Tindouf en Aljeria. Harz-an-tan zo abaoe 1991, ha klask a ra ar Broadoù Unanet lakaat an div gostezenn da gavout un diskoulm peoc’hus d’an dizemglev war dazont ar vro.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Association de soutien à un Référendum libre et régulier au Sahara Occidental e meur a yezh
- Western Sahara Press Info (a-du gant an Talbenn Polisario)
- Western Sahara Online (a-du gant Maroko)
Tiriadoù dalc'het
Ceuta • Inizi Kanariez • Madeira • Melilla • Mayotte • Reünion • Saint Helena • Inizi Tchagos
Azawad • Sahara ar C'hornôg • Somaliland