Richenn
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Hervez an etimologiezh e vefe dav skrivañ rizhenn met lakaet eo bet e-mod-se e-keñver an doare da zisklipañ e brezhoneg a-vremañ. Dont a ra eus ar brezhoneg kozh rith hag a signifi furm pe skeudenn, ketpar eo d'ar c'hembraeg rhith hag a signifi furm, feson, arouez hag ivez d'an iwerzhoneg riocht (heniwerzhoneg richt). Dont a reont tout eus ar c'heltieg (p)rptu.
Er c'hontrol eus ar c'hontadennoù hag a c'hoarvez e-barzh ur bed diwar faltazi, emañ kentoc'h ar richennoù e-barzh ur bed hag a c'hellfe bezañ real. Gant ar studioù bet graed war-fed an dra-se, e vez komprenet diouzhtu ez eus daou rummad tud:
- Ar re a zo techet da lonkañ an istor
- hag ar re all a zo diskredik.
Ar richennoù 'zo peurliesañ etre ar ouiziegezh dre ar fedoù hag ar c'hredennoù, pe an traoù diwar faltazi. Koulskoude ne c'hell ket bezañ termenet ar gredenn gant ar richenn rak m'eo hiniennel dre benn-natur, ha cheñch a ra eus an eil d'egile. Evit renkañ un danevell e rummad ar richennoù eo ret diforc'hañ. Lâret e vez ar richenn dre 'n eñvor gant ur stil ha grataet gantañ un arouez gwirion : degouezhet eo bet an istor d'un den anavezet hag en ul lec'h determinet, ha traoù all c'hoazh.