Mont d’an endalc’had

Porzh USB

Eus Wikipedia
Porzh USB
protocol suite, interface standard, de facto standard
Iskevrennad eusserial bus, multi-lane serial bus, peripheral bus, connector, electrical connector Kemmañ
Deiziad krouiñ1996 Kemmañ
Anv berrUSB Kemmañ
Seurt lugell dredanUSB Type-A connector, USB Type-B connector Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.usb.org/ Kemmañ
Dezverket drehot swapping Kemmañ
A implijstar network Kemmañ
Tikedenn Stack Exchangehttps://stackoverflow.com/tags/usb/ Kemmañ

Ur porzh a-steud eo ar porzh USB (Universal Serial Bus). Ur c'hetal enankañ/ec'hankañ herrekoc'h eo evelkent eget ar porzhioù a-steud skouer. Un adeiladezh a-steud a oa bet dibabet evit ar porzhioù-se dre-benn da :

  • Galloud a ra un adeiladezh a-steud arverañ ur gemalenn eurier kalz uheloc'h eget an hini a c'hell ur porzh a-stur ober ganti. Ne c'heller ket ober gant talmoù re uhel gant ar porzhioù a-stur peogwir e c'hellfemp kaout ur forc'had etre ar bitoù o redek war an neudennoù.
  • Marc'hadmatoc'h e vez ar funioù a-steud eget ar re a-stur.

Ar reolad USB

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adalek 1995 e oa bet danzeet ar skoueriegezh USB evit kennaskañ un niver bras a drobarzhelloù.

Daou vod kehentiñ e vez kinniget gant ar skoueriegezh USB 1.0 :

  • 12 Mbde (Mega bit dre eilenn) e mod tizh uhel,
  • 1,5 Mbde e tizh izel.

Un nebeud sklaeradurioù a oa bet degaset gant ar reolad USB 1.1 hogen ne oa ket bet arwellet ar c'has.

Gant ar reolad USB 2.0 e c'hell ar c'has tizhout 480 Mbde. Al logo a-is a vez kavet war an drobarzhelloù testeniet USB 2.0 :


Ar trobarzhelloù USB 1.0, 1.1 ha 2.0 a zo keverlec'h an eil re ouzh ar re all hogen un drobarzhell USB 2.0 kennasket ouzh ur porzh 1.1 kas izel e vefe ar c'has bevennet da 12 Mbde evitañ.

Ar c'hennaskerioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daou rizh kennasker a zo :

  • Ar c'hennaskerioù rizh B a stumm karrezennek arveret evit an trobarzhelloù a gas uhel (kantennoù kalet diavaez, ....)

1 > porzhañ +5V 100mA uc'hek

2 > roadennoù (R-)

3 > roadennoù (R+)

4 > tolz

Arc'hwelañ ar porzh USB

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pourchaset e vez gant an adeiladezh USB ur porzhañ d'an trobarzhelloù betek 15w da bep a drobarzhell. D'hen ober e vez arveret ur fun peder neudenn enni (ar porzhañ VBUS 5V, an tolz ha div neudenn evit ar roadennoù anvet D- ha D+).

Un dopologiezh e bus pe e steredenn e c'heller arverañ da gennaskañ an trobarzhelloù. Evit an dopologiezh e steredenn e vez arveret un tolper evel e vez graet evit an dopologiezh rouedad. An tolper USB ez'eus ennañ un enankañ ha lies ec'hankañ. Lod 'vez oberiat (pourchas a reont ur porzhañ) ha lod'all gousañvat (pourchaset e vez ar porzhañ gant an urzhiataer). Gant an dopologiezh USB e bus e vez kennasket an trobarzhelloù an eil re da heuilh ar re all.

Arveret eo ur c'homenad kehentiñ diazezet war hini gwalenn odeer implijet gant ar reolad "Token ring" evit ar c'hehentiñ etre an ostizoù hag an urzhiataer.

Pep trobarzhell war an trevnad USB en deus un enneg war 7 bit. Neuze e c'heller kennaskañ ent diaser 128 () ostiz ouzh ur porzh USB. Evit gwir ne vez enneget nemet 127 ostiz war ar porzh USB pa e vez amberzet an enneg 0 evit an argerzh "Plug and Play".

Hirder uc'heg ar fun e c'heller kennaskañ trobarzhelloù an eil ouzh eben a zo 5 metr. Ouzhpenn-se e c'heller kennaskañ 5 tolper an eil ouzh egile. Neuze e c'heller sevel ur chadenn a drobarzhelloù USB 25 metr hed anezhi.

Arc'hwelañ a ra ar porzh USB gant ar mod "Hot Plug and Play". Gant ar mod-se e c'heller lugañ an trobarzhelloù hep lazhañ an urzhiataer ("hot plug" e saozneg).