Porzh Braye
Neuz
Ur pennad Braye zo ivez.
Porzh Braye (pe Braye Harbour e saozneg, anavezet ivez evel Alderney Harbour) eo porzh brasañ Aldernez en Inizi angl-ha-norman, stag ouzh kurunenn Breizh-Veur. Ur porzh artifisiel eo, gwaskedet gant ur chaoser, digor war ar Swinge, a zo ur rann eus Mor Breizh. Dre ar porzh-se eo e teu ar braz eus ar varc'hadourezh a zegouezh en enez, hag un doare fabourzh eo da St Anne.