Peskerezh
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ur vicher hag un hollad micherioù eo ar peskerezh, pe ar pesketaerezh, dezhañ da bal tapout ha gwerzhañ pesked hag kement loen-mor a c'hell bezañ lakaet war ar marc'had. Ar besketaerien a ra war-dro an dastum er mor, un ober a vez anvet hervez anv al loen e brezhoneg : pesketa evit dastum pesked, grilheta evit ar grilhed, kregina evit ar c'hregin, kranketa evit ar granked hag all.
Peurliesañ e vez graet ar pesketa war bagoù pesketa a zarempred porzhioù pesketa.
Reizhoù pesketa
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ardivinkoù hag ostilhoù arbennik a vez implijet hervez al loened-mor a glasker tapout :
- rouedoù a bep seurt
- avanelled pe vizhier-roued
- boliñj
- roued-stlej pe chalu(d)
- sac'h-drag
- tramailh
- gwalennoù pesketa
- kevell
Bagoù pesketa
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bagoù pesketa a bep seurt hag a bep ment a zo bet implijet evit ar peskerezh abaoe kantvedoù eus ar bagig e ler war ur framm aozilh a veze fardet kant kantved 'zo betek listri divent ar peskerezh greantel (sellit dindan) a vez implijet hiziv. Gant lusk ar roeñvoù, ar gouelioù hag ar ar c'hefluskerioù e vezont kaset war vor.