Mont d’an endalc’had

Nehemia

Eus Wikipedia
Nehemia
human biblical figure
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhImpalaeriezh an Ac'haemenided Kemmañ
Anv-bihanNehemiah Kemmañ
Vocalized nameנְחֶמְיָה בֶּן-חֲכַלְיָה Kemmañ
Deiziad ganedigezh473 BCE Kemmañ
Lec'h ganedigezhJudea Kemmañ
Deiziad ar marv403 BCE Kemmañ
Lec'h ar marvJudea Kemmañ
TadHachaliah Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetarameeg Kemmañ
Micherrener Kemmañ
Karghanafer, gouarnour Kemmañ
Strollad etnekYuzevien Kemmañ
Relijionyuzevegezh Kemmañ
Nehemia. Ikonenn c'hresian war goad. Ouzhpenn 100 vloaz

Nehemia a oa un uhelgargad yuzev eus lez Artashashta, roue Persia, bet kaset gant e roue da vro Yehouda da ensellout adannezadur ar Yuzevien e bro Jeruzalem.

War-lerc'h embann Koresh, roue Persia e 538 KJK o reiñ aotre d'ar Yuzevien da zistreiñ d'o bro, ne guitas ket an holl bro an harlu ma oant staliet. Ouzhpenn e veze klevet o doa kavet diaesterioù ar re a oa distroet. Keloù en doe Nehemia (hebraeg:, « Doue en deus frealzet »), ur Yuzev uhelgargad e lez ar roue Artashasta e Soushan eus kement-se.

Goulenn a reas digant ar roue an aotre da vont evel Ezra, en e raok pe war e lerc'h, da ensellout stad Jeruzalem. Kefrediet e voe da adsevel kêr, ha da adaozañ he mogeradur. War-dro 445 KJK en em gavas gant e labour hag e kasas anezhañ da benn daoust d'ar skoilhoù. Bez e vefe bet e Jeruzalem etre 445 ha 433 KJK, distroet neuze da Soushan a-raok dont en-dro da Jeruzalem. Labourat a reas da adsevel kumuniezh Israel ivez[1]. Skoazellet e vefe bet Ezra ha Nehemia gant ar brofeded Hagai ha Zec'haria.

E troidigezh Gwilh ar C'hoad (1897) e kaver Nehemi evit Nehemia[2].

  1. Troidigezh An Tour-Tan, levrenn 4, p 353
  2. Troidigezh Gwilh ar C'hoad, p 416