Mont d’an endalc’had

Moroni

Eus Wikipedia
An aod e Moroni

Moroni (موروني Mūrūnī en arabeg) eo kêr vrasañ an inizi Komorez, ha kêr-benn ar stad abaoe he dizalc'hiezh e 1975. E 2006 e oa 43 700 a annezidi. Emañ Moroni war aod kornôg enez vrasañ an enezeg, Ngazidja (Grande Comore). Un aerborzh etrebroadel zo hag ur porzh-mor gant linennoù bigi da vont da inizi all Komorez, koulz ha da Vadagaskar, inizi all e Meurvor Indez, pe kevandir Afrika. Eus Moroni e vez ezporzhiet an traoù gounezet en enezeg, evel vanilha, kraoñ-kokoz, ha kafe.