Mont d’an endalc’had

Mor Arabia

Eus Wikipedia
Mor Arabia
mor
Rann eusMeurvor Indez Kemmañ
StadIndia Kemmañ
Daveennoù douaroniel16°0′0″N 64°0′0″E Kemmañ
Map
Mor Oman pe Mor Arabia
Mor Oman pe Mor Arabia

Mor Arabia (evel ma lavarer e saozneg pe en arabeg: بحر العرب, Bahr al-'Arab), pe Mor Oman (evel ma lavarer e galleg) a zo ul lodenn eus Meurvor Indez a zo etre ledenez Arabia hag Indez.

En em astenn a ra Mor Arabia a-hed 2.400 km d’ar muiañ ha 4.652 metr eo e zonder brasañ, e-kichen ledenez Arabia. An Indus eo ar stêr vrasañ en em daol er mor-se.

Er gwalarn emañ pleg-mor Oman, un tamm astenn dezhañ, e ro digor war ar Pleg-mor Pers dre strizh-mor Ormuz.

En-dro da Vor Arabia e kaver ar stadoù-mañ : India, Iran, Oman, Pakistan, Yemen, an Emirelezhioù Arab Unanet (EAU), Somalia hag an inizi Maldivez.

E-touez ar porzhioù bras zo war an aodoù emañ Mumbai (Bombay), Surat, Kochi en India, Karachi e Pakistan, Aden e Yemen.