Menez (bro)
Neuz
Ur pennad Ar Menez zo ivez.
Ar Menez (Le Mené e galleg) a zo ur vroig en Argoad, e Breizh-Uhel, er Biz da Loudieg. Emañ a-ramp war Bro-Sant-Brieg ha Bro-Sant-Maloù.
Menez Beller (pe Bel-Air) eo pennlein ar vro, 339 metr uhelder dezhañ, e kumun Trebrid. En em astenn a ra e zinaouennoù war gumunioù Trezeniel ha Plesala ivez.
El lec'h ma oa lanneier e vez gounezet hiziv edeier ha boued-chatal dreist-holl, etre koadoù bihan ha bodadoù gwez. N'eus ket garzhaoueg ken koulz lavaret. Hervez an douaroniour Pierre-Yves Le Rhun ez eus bremañ er Menez un « ec'honded trevadoù edeier hag a denn d'ar Beauce, nemet ar Middle-West e vefe. »[1].
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ "La Bretagne et les Bretons" gant Maurice Le Lannou, embannet gant PUF, 1991, pajenn 121.