Mellad (testenn)
Ur pennad disheñvelout mellad zo ivez.
Ur mellad zo ur rann eus un destenn, alies unan wirel, pe e vefe ul lezenn (komz a reer eus ur mellad-lezenn neuze), un emglev, ur c'hendivizad, un disklêriadur ofisiel, ur gevrat, ur c'hod, ur reoliadur. Da skouer, savelañ a ra mellad 1 Disklêriadur hollvedel gwirioù mab-den : « Dieub ha par en o dellezegezh hag o gwirioù eo ganet an holl dud. Poell ha skiant zo dezho ha dleout a reont bevañ an eil gant egile en ur spered a genvreudeuriezh »..
Komz a reer eus melladoù ur geriadur ivez, pe c'hoazh ur mod implij.
Alies e vez roet niverennoù dezho, ha d'o isrannoù zoken, da skouer kentañ mellad 52, eil mellad mellad 53, trede mellad 52, hag all.
Berr a-walc'h eo ar mellad, ur rann n'eo ken. Eus ur pennad e komzer pa vez hir an destenn.