Mont d’an endalc’had

Maionez

Eus Wikipedia
Maionez en ur pod-gwer.

Maionez zo un hilienn yen graet gant melen-vi livrizhet, eoul, gwinêgr, holen ha pebr. Evit blazañ anezhañ e c'hall chug sitroñs kemer lec'h ar gwinêgr, ha sezv a c'hall bezañ lakaet ivez. E broioù zo e vez ouzhpennet sukr un tamm ivez.

Evit sevel ur maionez e tleer basañ ar melen-vi en ur tinaouiñ eoul a-nebeudoù. Distreset eo ar maionez pa eo c'hwitet al livrizhenn. Chom a ra an eoul war-neuñv neuze.

N'eo ket anavezet orin an hilienn-se en un doare sur, nag he gerdarzh. Ne reer anv eus ar ger mayonnaise el levrioù keginañ gallek nemet er XIXvet kantved. Klasket eo bet e orin e Provañs hag e Baiona, ha Mezven zoken, met hervez ur martezead e teufe eus Menorka en inizi Balearez. Llibre de Sent Soví, ul levr keginañ katalanek eus 1324, a ro rekipe un hilienn yen graet gant melen-vi livrizhet, eoul ha louzeier.

Hiziv e vez implijet er bed a-bezh. Ambroug a ra meuzioù yen peurliesañ, da skouer e sevenadur ar C'hornôg ur vi poazh-kalet, krizaj, boued-mor, saladennoù kemmesket zo evel saladenn giz Rusia, pe c'hoazh sandwichoù zo. Lod a zebr o fritez gantañ. Keginerezhioù zo a ra gantañ e meuzioù tomm ivez. Servijout a ra da fardañ hiliennoù all : hilienn giz Andalousia, hilienn koktel, chaous tartar hag all.

Marc'had ar maionez greantel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er Stadoù-Unanet eo deuet Just Mayo e 2013 ha rebechet eo bet dezhañ gant e gevezer Unilever, perc'henn Amora, ne vefe ket vi e-barzh. Emañ an afer dirak lez-veur Jerzenez-Nevez.

En Unaniezh Europa e voe reoladet adal 1991 aozennoù ar maionez gwerzhet er stalioù : 70% eus danvezenn druz a dle bezañ da nebeutañ, ha 5% eus melen-vi. Resisaet eo ivez ar c'hementad a aozenn ret (ar gwinêgr) pe diret (holen, sukr, sezv...). Belgia en deus bihanaet kementad an danvezenn druz hag ar melen-vi e 2016 evit ober diouzh ar reolad europeat.

Livrizhenner ha danvez-tevaat a vez er maionez greantel.