Lizherennañ
Neuz
Al lizherennañ eo an dibab lizherennoù evit sevel ur bajennad skrid a vo moulet.
Titloù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kemmañ a ra reolennoù al lizherennañ-titloù hervez ar yezhoù, pe ar broioù, ha marteze ivez hervez an embannerien, hag ar mareoù. Evel skouerioù e vo kemeret an titloù war ar goloioù, nemet e vije meneget int skrivet e lec'h all.
E galleg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Setu pezh a weler war golo al levrioù gallek:
- Le Diable boiteux, Le Sage, Gallimard (kentañ ger ha kentañ anv-kadarn nemetken, ne vez ket lizherennet bras an anv-gwan).
- Dictionnaire des personnages de la Bible, François Bonfils, Librio
- Les quatre vérités, David Lodge, Rivages: ar ger kentañ hepken
- Grammaire bretonne, Pierre Trépos, Ouest-France: ne vez ket lizherennet bras an anv-gwan.
E saozneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Coming up for Air, gant George Orwell (levr saoz, kentañ ger ha kentañ anv): skouer fall marteze rak ne vez ket lizherennet bras an araogennoù n'eus forzh penaos;
- The Complete Short Stories of Erskine Caldwell, Signet (levr stadunanat, kentañ ger hag an anvioù-gwan hag an anvioù-kadarn)
E spagnoleg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- La bruja y el maestro, Mariasun Landa (kentañ ger hepken ).
E brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Peseurt reolennoù a zo implijet e brezhoneg, ha gant piv int bet savet? Marteze gant an embannerien. Ret e vije studiañ doare pep hini.
Doare An Here
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sed a zo skrivet war ar goloioù:
- Ar Pennoù Koltar war an enez, An Here
- Ar gañfarted hag al louarn kamm, An Here
Doare KVB
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- A-berzh mamm-gozh, YF Jacq, KVB
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Evit ar galleg: https://fr.wikipedia.org/wiki/R%C3%A9f%C3%A9rence:Lexique_des_r%C3%A8gles_typographiques_en_usage_%C3%A0_l%27Imprimerie_nationale .
- Evit ar saozneg : [1].