Mont d’an endalc’had

Katalonia

Eus Wikipedia

Katalonia
Catalunya (ca)
Catalonha (oc)
Cataluña (es)
Banniel Katalonia Ardamezioù Katalonia
(Banniel Katalonia) (Ardamezioù Katalonia)
Lec'hiadur Katalonia
Kan broadel Els Segadors
Yezhoù ofisiel katalaneg, okitaneg, spagnoleg
Kêr-benn Barcelona
Gouarnamant
Doare Gouarnamant emren
en ur monarkiezh bonreizhek
Statud emrenerezh 9 a viz Gouere 1932
18 a viz Gwengolo 1979
9 a viz Eost 2006 (e pleustr)
Framm Generalitat Katalonia
Prezidant Pere Aragonès
Kambr
Prezidant
Parlamant Katalonia
Laura Borràs
Stummañ 988
(Kontelezhioù katalan)
1137
(Unvaniezh gant Aragon)
1283
(Bonreizhioù katalan)
1469
(Unvaniezh gant Kastilha)
1716
(Dekredoù Nueva Planta)
Gorread
-Hollad
-Dour

32114 km²
Poblañs
-Stankter
7504008 (2015)
234 km²
PDB 204.189.000.000 € (2015)

Katalonia (katalaneg : Catalunya, okitaneg : Catalonha, spagnoleg : Cataluña) zo unan eus ar 17 kumuniezh emren bet krouet e Spagn e 1979, hag adwelet he Statud Emrenrezh e 2006 m'eo lakaet da vroadelezh, daoust ma oa bet votet e penn-kentañ he lakaat da vroad, ar pezh a zo bet nac'het gant justis Spagn.

E biz Ledenez iberek emañ. Stekiñ a ra ouzh Frañs hag Andorra en norzh, ouzh Aragon er c'hornôg ha Kumuniezh Valencia er su.

Peder froviñs he deus Kumuniezh Emren Katalonia: Barcelona, Girona, Lleida ha Tarragona. He c'hêr vrasañ eo he c'hêrbenn, Barcelona, a zo ivez eil kêr vrasañ Spagn ha seizhvet kêr vrasañ Unvaniezh Europa.

Ar brasañ eus tiriad kozh Priñselezh Katalonia az a d'ober ar Generalitat, nemet ar Roussillon a oa bet roet da Frañs gant Spagn e 1659 (emañ e departamant Pireneoù-ar-Reter bremañ).

E fin an VIIIvet kantved, kontelezhioù marzhoù Gothia hag ar re spagnol a voe savet evel stadoù gladdalc'hel gant ar rouantelezh frank. Un difenn e oa al lec'h a-enep tagadennoù ar vuzulmaned. Kontelezhioù reter ar marzhioù-se a oa bet unvanet dindan sujidigezh ur gwaz d'ar Franked, graet kont Barcelona anezhañ. E 988 ne anavezas ket ken beli rouaned ar Franked warno. Diwezhatoc'h eo e teuio war-wel an anv Katalonia. Unanet e voe gant Rouantelezh Aragon e 1137 dre zimeziñ. Adalek 1469 e voe renet an daou rouantelezh gant ar memes familh met derc'hel a rejont o ensavadurioù. Goude ur brezel etre Spagn ha Frañs (etre 1635–1659) ma teuas Katalonia da vezañ ur Republik dindan beli Frañs e kollas ar Roussillon e 1659. E-pas brezel hêrezh Spagn (1701–1714) e tibabas Katalonia bezañ a-enep Fulub V a zeuas da vezañ Roue Spagn. Embann a reas adalek 1716 dekredoù a-enep an ensavadurioù katalan hag a-enep implij ar c'hatalaneg gant ar Stad hag ar gevredigezh. Brezelioù Napoleon a rivinas ar vro met ar c'hantved war-lerc'h a voe hini un adsavidigezh war an ekonomiezh hag ar sevenadur. E-pad an XXvet kantved e voe liammet ar stourm evit un demokratelezh hag ar Republik Spagn ouzh ar stourm evit an emrenerezh, gant ar Generalitat e 1931, a voe distrujet gant Francisco Franco e 1936. Berzet e voe ar c'hatalaneg adarre dindan e veli ha freuzet ensavadurioù ar vro. Gant distro an demokratelezh e Spagn e voe adsavet ar Generalitat hag un eil prantad a adsevel ekonomiezh ha sevenadur a zeuas. Adalek ar bloavezhioù 2000 avat, gant selloù disheñvel war ensavadurioù ar vro ha statud Katalonia e Spagn etre gouarnamant Madrid hag ar Gatalaniz e teuas war wel ul lusk evit an dizalc'hidigezh. An dizalc'herien, e penn a vro, o doa aozet e 2017 un referendom berzet gant Madrid diwar-benn an dizalc'hidigezh, a voe disklêriet e miz Here daoust ma n'o doa ket kemeret perzh ar re a-enep ha ma oa bet flastret gant polis Spagn. Abaoe miz Here emañ ensavadurioù Katalonia dindan beli Madrid.

Etimologiezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Implij ar ger Katalonia, e katalaneg : Catalunya, skrivet Cathalonia pe Cathalaunia e latin ar Grennamzer, a zeu eus an XIvet kantved evit ober anv eus ar strollad kontelezhioù a oa evit un darn ul lodenn eus Mark ar Gothed ha evit un darn all ul lodenn eus Mark Hispania, dindan beli kont Barcelona. N'eus ket kalz a roudoù evit liammañ an anv-se ouzh anvioù all ha diwar neuze ez eus deuet meur a deorienn evit displegañ anezhañ.

Unan anezho a lak Catalunya da zont diwar Gothia Launia (da lavaret eo Bro-C'hothed) kar orinoù ar gonted katalan a oa gant Mark ar Gothed. Skrivagnerien eus Impalaeriezh roman ar Reter o doa lakaet Alaned da gendeuziñ gant ar Gothed, ar pezh en dije roet Goth-Alania.

Martezeadennoù all a zo, met n'int ket degemeret kement :

  • Catalunya a vije bro ar c'hestell, diwar ar romaneg castlà pe castlan, a dalveze mestr ar c'hastell. Kastilha he dija ar memes gwriziennoù evit hec'h anv neuze.
  • Un orin keltiek a vije, diwar anv ur pobl kelt eus kreiz Hispania, met tachenn Katalonia a oa aloubed gant Ibered kentoc'h.
  • Lakaet e oa bet an orin gant anv ur meuriad iberian eus al lec'h, Lacetani en dije gouzañvet ur vetatezenn evit ober Catelani.
  • Miguel Vidal en doa lakaet war wel kudennoù ar martezeadennoù-mañ, da skouer bezañs ar soniad /t/ en dije emdroet da /d/ gant ar c'hemmadurioù bet c'hoarvezet e romaneg. Evitañ e teu an anv diwar an arabeg qattāl (قتالو, liester. qattālūn قتالون) a dalvez muntrer, un anv-kunujenn bet roet gant an Arabed da vrezelourien eus an norzh a zeue d'ober lazhadegoù en Al-Andalus. Adperc'hennet e vije bet an anv gant ar Gristened neuze. Anv ar vro a zeuje diwar al liester padal e teu anv ar yezh (català) diwar an unander.

Distagañ a reer Catalunya [kətəˈluɲə] e katalaneg kreiz a zo ar standard. An anv e kastilhaneg a zo Cataluña, distaget [kataˈluɲa], hag an anv okitanek (a zo ofisiel en Aran) a zo Catalonha, distaget [kataˈluɲɔ].

Politikerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Parlament Katalonia, lec'hiet e Ciutadella park, Barcelona

Gouarnamant ha lezenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Statud emrenerezh Katalonia a lak ar vro da vezañ aozet dindan framm Generalitat Katalonia, a zo ennañ Parlamant Katalonia, Prezidentelezh Katalonia ha Gournamant Katalonia.

Parlamant Katalonia (e katalaneg : Parlament de Catalunya) a zo karget d'ober lezennoù ha da reprezantiñ keodedourien Katalonia en o fezh. Dilennet e vez bep a bevar bloaz dre ar vot hollek. Galloudoù en deus d'ober lezennoù war an deskadurezh, ar yec'hed, ar sevenadur, aozadur diabarzh an ensavadurioù, hag aozadur ar vro. Kontrolliñ a ra Prezidant ha gouarnamant ar vro hag ar mare d'ober dilennadegoù. En e garg emañ budget ar Generalitat ivez. Dalc'het e oa bet an dilennadegoù diwezhañ e miz Kerzu 2017, dindan ar mellad 155 eus Bonreizh Spagn en doa freuzet ensavadurioù katalan. Roger Torrent eo Prezidant ar Parlamant abaoe miz Genver 2018.

Prezidantelezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Palau de la Generalitat de Catalunya, Barcelona, sez Gouarnamant ha Prezidantelezh Katalonia

Den e karg uhelañ ar vro eo Prezidant Generalitat Katalonia (e katalaneg : president de la Generalitat de Catalunya), a zo kiriek eus obererezhioù ar gouarnamant. Abaoe ma oa bet adlakaet ar Generalitat e plas e oa bet Prezidant Josep Tarradellas (1977–1980), a oa bet Prezidant en harlu dindan Franco, Jordi Pujol (1980–2003), Pasqual Marragal (2003–2006), José Montilla (2006–2010), Artur Mas (2010–2016) ha Carles Puigdemont (abaoe 2016). Emañ Puigdemont en harlu abaoe ma oa bet lakaet e plas mellad 155 ar Vonreizh hag emañ Madrid e penn ar vro dre vez-kentañ ministrez Soraya Sáenz de Santamaría.

Gouarnamant Katalonia e 2016–2017. Carles Puigdemont, Prezident diskaret ar Generalitat e kreiz ar rank izelañ, Oriol Junqueras, bez-prezidant diskaret, en e du dehoù

Ar c'huzul ober (e katalaneg : Consell Executiu) pe gouarnamant (Govern) a zo e karg gouarnamant ar Generalitat. Ennañ emañ Prezidant ar Generalitat, e Vez-Prezidant hag ar Vinistred. Emañ e seiz e Palau de la Generalitat e Barcelona.

Polis ha Justis

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

He folis dezhi he deus Katalonia, ar Mossos d'Esquadra, ez ofisiel (Mossos d'Esquadra-Policia de la Generalitat de Catalunya), diazezet war ur c'horf polis eus an XVIIIvet kantved. Krouet en-dro e 1980 dindan renerezh ar Generalitat eo bet astennet o niver evit erlec'hiañ ar Guardia Civil hag ar Polis Broadel adalek ar bloavezhioù 1990. Ober a reont war-dro pep tra nemet an traoù a vez graet war o zro gant ar Guardia Civil hag ar Polis Broadel, da lavaret eo ar porzhioù-mor, an aerborzhioù, an aodoù, an harzoù etrevroadel, kontroll an armoù hag ar stourm a-enep ar sponterezh.

Dindan beli sistem justis Spagn emañ justis Katalonia, a zo Lez-varn Uhel Katalonia he c'horf uhelañ. Ar memes justis torfedel a zo e Spagn a-bezh met disheñvelioù a zo gant ar justis keodedel abaoe 2002.

Aozadur melestriñ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Rannoù melestriñ Katalonia

Aozet eo Katalonia e proviñsoù, rannet e cormarca hag e kummunioù. Diazezet eo an aozadur-se war Statud emrenerezh 2006.

Rannet eo Katalonia e peder froviñs renet gant bodad-kannad ar proviñs (e katalaneg : Diputació Provincial). Sed aze ar peder proviñs hag o foblañs :

948 kumun (municipis) a zo e Katalonia bremañ, pep hini renet gant ur c'huzul (ajuntamant) dilennet gant annezidi ar c'humunioù. Er c'huzul ez eus un niver bennak a izili (regidors) hervez niver a boblañs ar gumun, a zilenn ar maer (alcalde pe batlle). E tiez-kêr e vez dalc'het an emvodoù (ajuntamant, casa de la ciutat pe casa de la vila).

View from east of La Seu Vella, old cathedral and bishop's buildings (1286) and fortress (1707) on Turó de la Seu Vella in Lleida (Photo 2017)

Tolpad kumunioù eo ar c'hComarques bet aozet evit merañ servijoù asambles. Gwriziennoù aozadur a-vremañ a zo gant dekredoù ar Generalitat e 1936, a-raok ma oa bet freuzet gant Franco. Adaozet e oa bet mod-se gant ar Generalitat e 1987 o lakaat tri c'hComarques nevez ouzhpenn (Alta Ribagorça, Pla d'Urgell ha Pla de l'Estany) ar bloaz war-lerc'h. Unan nevez a oa bet krouet e 2015 c'hoazh (Moianès) ar pezh a gresk o niver betek 41 neuze. Pep hini a zo renet gant kuzul ar c'hComarca.

Comarca Aran a zo gwelet evel un tiriad unvan gant ur statud ispisial hag ur gouarnamant emren anvet Conselh Generau d'Aran.

Ur rannadur melestriñ nevez eo ar verguerias evit labour ar gouarnamant hag aesaat al labour etre ar c'humunioù evit kemer plas un tamm d'ar c'hCormarcas.

E 2016 e oa, ez ofisiel, 7 448 332 a dud a zo o chom e Katalonia, 15% anezho (da lavaret eo 1 104 782 a dud) o deus ur vroadelezh all eget hini Spagn. Tolpad kêr Barcelona a zo 5 217 864 a annezidi war 2 268 km². E 1900 e oa 1 966 382 a dud o chom er vro ha 5 122 567 e 1970[1], diwar ar c'hresk poblañs a oa bet e Spagn a-bezh er bloavezhioù 1960 ha 1970 ha diwar dont embroidi eus rannvroioù all e Spagn o klask bevañ er rannvro binvidikañ Spagn, dreist-holl eus Andalucía, Murcia ha Extremadura. Adalek ar bloavezhioù 1990 ez eus deuet embroidi eus stadoù all, dreist-holl diwar Afrika, met ivez eus Azia ha Europa ar reter, staliet kentoc'h e tolpadoù kêr.

Ez-istorel eo kristen ar Gatalaniz, katolik zoken, met abaoe ar bloavezhioù 1980 e weler un tech da ziskar ar gristenelezh ha da gresk an nann-relijiel (agnostisism pe diouzeelegezh). Hervez ur studiadenn bet graet gant gouarnamant Katalonia, 56.5% eus ar Gatalaniz en em wel c'hoazh evel kristen, en o zouez 52.4% a gatoliked, 2.5% a brotestanted hag evañjelisted, 1.2% a reizhkredourien ha 0.4% a Destoù Jehovah. 18.2% eus ar boblañs en en em wel evel tud dizoue, 12% evel agnostik, 7.3% evel muzulmaned, 1.3% evel boudisted ha an 2.3% eus relijionoù all[2].

Tachennoù katalanek en Europa

Teir yezh a zo anavezet evel yezhoù ar vro gant ar Generalitat : ar c'hatalaneg (català) a zo yezh ar vro, ar c'hastilhaneg (castillan) a zo yezh Spagn hag an okitaneg aranek a zo yezh Aran.

Hervez sontadeg yezhel gouarnamant Katalonia, graet e 2013, eo ar c'hastilhaneg ar yezh muiañ komzet e Katalonia, gant 46,53% o lavaret eo o yezh dezho, heuliet gant ar c'hatalaneg, gant 37,26% o lavaret eo o yezh. War ar pemdez e lavar 11,95% eus an dud e implijont an div yezh kement ha kement padal ez eus 45,92% a lavar e implijont kastilhaneg kentoc'h ha 35,54% a implij kentoc'h ar c'hatalaneg. Un diforc'h bras a zo etre takad Barcelona-Tarragona ma vez klevet kastilhaneg kentoc'h hag an takadoù war ar maez a zo katalaneg o yezh bennañ. Ouzhpenn ar yezhoù-se e vez komzet diwar an embroadur yezhoù all, eus Norzh-Afrika dreist-holl met ivez ourdoueg pe roumaneg.

Abaoe 1979 ha Statud an emrenerezh eo okitaneg Aran ofisiel e traoñienn Aran, an dachenn nemeti er bed ma vez ofisiel ur rannyezh eus ar yezh-se. Adalek 2006 eo ofisiel ivez e Katalonia a-bezh, asambles gant katalaneg ha kastilhaneg. 22,4% eus a dud en Aran a gomz araneg. Anavezet eo ivez yezh sinoù Katalonia.

Katalaneg eo yezh ar vro, anavezet evel-se abaoe statud emrenerezh 1979, un doare anavezet gant Bonreizh Spagn da reiñ pouez d'ar yezh. Dinan beli Franco ne oa ket bet anavezet, berzet e oa zoken er skolioù hag en holl implijoù ofisiel. Berzet e oa ivez disklêriañ ar vugale dindan un anv katalanek[3]. Er bloavezhioù 1940 e oa difennet ivez an embann e katalanek, ar pezh a oa bet tremenet e-bioù dre moullañ levrioù gant un deiziad faos. Lamet e voe ar berzh-se e 1946 pa oa bet posupl da embann e katalaneg adarre.

Implij ar c'hatalaneg az eas war ziskar goude ar bloavezhioù 1950 gant fiñv tud eus ar maezioù e rannvroioù all eus Spagn o doa degaset implij muioc'h a gastilhaneg, kreñvaet goude pa oa deuet embroidi eus diavaez eus Spagn. Gant ar gevredigezh e voe komañset da glask mont a-enep al lusk-se ha kresket e voe an obererezhioù sevenadurel adalek ar bloavezhioù 1960, da skouer gant kentelioù yezh ar gevredigezh Òmnium Cultural.

Goude marv Franco ha distro an demokratelezh e voe kaset ur politikerezh yezh gant ar gouarnamant emren gant ar pal kreskiñ implij ar c'hatalaneg er gevredigezh. Anvet e voe ar politikerezh-se normalizadur yezh (normalització lingüística e katalaneg) gant harp ar brasañ eus poblañs Katalonia adalek 1983 ha nebeut-tre a enebiezh. Harpet eo ivez gant an darn vrasañ eus ar strolladoù politikel er vro. An enebiezh a zeu eus strolladoù zo a lavar e klask al lezennoù-se digalonekaat an dud da gaozeal kastilhaneg[4] Kadarnaet eo bet ali ar gouarnamant katalan ha doareoù ar politikerezh-se gant Unvaniezh Europa[5] en doa disklêriet eo doujus seurt politikerezh[6] hag e rankje bezañ ur skouer evit lec'hioù all en Europa[7].

Gant ar c'hatalaneg e ra kentoc'h ar gouarnamant hag an aozadurioù publik a zo dindan e veli. Katalanek eo ar skolioù, gant div eurvezh kastilhaneg bep sizhun. Rediet eo an embregerezhioù da ziskouez an titouroù e katalaneg da nebeutañ, hep bezañ rediet da ziskouez titouroù e kastilhaneg peotramant en okitaneg, met n'eus harz ebet da lakaat yezhoù all ouzhpenn ar c'hatalaneg. Adalek 1997 e oa bet lakaet e plas kastizoù a-enep d'an embregerezhioù ne zoujjent ket d'al lezenn.

Al lezenn a warez gwirioù an holl geodedourien da implijout katalaneg pe kastilhaneg e pep degouezh, gant an ensavadurioù publik pe er vuhez prevez, hep gouzañv drougziforc'hañ. Implijet e vez katalaneg evit kelaouiñ ar geodedourien, met ar gwir o deus da c'houlenn e vije kaset traoù e kastilhaneg diouzh o menn. Er Parlamant e vez dalc'het an eskemmoù e katalaneg tost bewezh ha ar Servij publik skinwel katalan a skign e abadennoù e katalaneg peurgetket.

Abaoe un dek vloaz bennak ez eus deuet muioc'h a enebiezh ouzh al lezennoù diwar-benn implij ar c'hatalaneg. E 2010 da skouer e oa bet graet harz-labour gant 75% eus ar sinemaioù a-enep ul lezenn da rediañ dezho da skignañ an hanter eus ar filmoù e katalaneg. Komite Gwirioù an Dud Bodad ar Broadoù Unanet en doa kemeret un diviz a-enep seurt lezennoù e Kebek e 1993 oc'h embann "A State may choose one or more official languages but it may not exclude outside the spheres of public life, the freedom to express oneself in a certain language"[8]. Gouarnamant ar Stadoù-Unanet o deus goulennataet en o Rentañ-kont war Gwirioù an Dud[9] al lezennoù diwar-benn ar yezh en ur rentañ-kont diaesterioù kastilhanegerien zo e Katalonia. Lakaet ez eus bet war-wel ivez diaesterioù katalanegerien zo evit komz o yezh e Katalonia pe e broioù katalanek, dreist-holl abalamour da ensavadurioù ar Stad.[10] Emañ a-du gant politikerezh yezh ar gouarnamant an darn vrasañ eus keodedourien Katalonia, ha pa vijen kastilhanegerien zoken.[11].

Taeroc'h eo deuet an enebiezh goude ma oa erru er vuhez politikel Keodedourien, ur strollad krouet e 2006 evit stourm a-enep ar vroadelouriezh e Katalonia, da heul burutelladennoù intellektualed zo, evel Albert Boadella. Stourm a ra a-enep ar politikerezh yezh ha klask a ra lakaat muioc'h a gastilhaneg er skolioù. Emañ e penn an tu a-enep goude ar bloavezhioù diwezhañ ha savet en deus a-du gant divizoù gouarnamant Spagn en deus freuzet a-drugarez d'ar mellad 155 ken-ofisielegezh an araneg ha goulennet da dud ar vugale e peseurt yezh e fell dezho e vije ar skol a-benn an distro-skol 2018. Un enebour all eo Strollad ar Bobl, dreist-holl a live Spagn. Forc'hellekoc'h eo e soñjoù e Katalonia, er Parlamant e tifenn sav-boent ar gouarnamant ha klask a ra sevel skolioù divyezhek par met er c'hêrioù e vez gwelet dilennidi o tifenn implij ar c'hatalaneg hag al lezennoù yezh, a-enep soñjoù o c'heneiled.

Un tremen d'an diktatourelezh d'ur Stad demokrateloc'h : spioù bras Katalonia

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa voe marvet Franco e 1975 e savas un darn mat eus kevredigezh Katalonia a-enep an diktatouriezh, asambles gant kevredigezh Spagn a-bezh. Komañs a reas neuze ur marc'hata etre an nerzhioù demokrat ha nerzhioù ar frankouriezh evit demokratekaat ar Stad. Adsavet e voe ar Generalitat e 1977 ha distreiñ a reas he Frezidant kozh Josep Tarradellas en he fenn. Kadarnaet e voe distro emrenerezh Katalonia gant Bonreizh Spagn 1978 a voe votet kalz eviti gant ar Gatalaned (hag ar Spagnoled all) ha Statud Emrenerezh Katalonia 1979. Jordi Pujol a voe dilennet da Brezidant ar Generalitat en dilennadegoù kentañ a chom a reas e post betek 2003, e penn ur c'hevredad anvet Convergència i Unió (CiU), eus an tu-kreiz dehouour ha broadelour katalan. Dioren a reas emsavadurioù ar vro, ar polis (Mossos d'Esquadra krouet e 1983), ar skinwel (Televisió de Catalunya ha chadenn TV3 e 1983 ivez). Dont a reas da gumuniezh emren dinamikañ e-keñver an ekonomiezh e Spagn er bloavezhioù 1980 ha 1990 betek hiziv. Barcelona a voe kadarneet he ferzh a gêrbenn sevenadurel, ekonomiezh e mor Kreizdourarel, e Katalonia hag e Spagn, o tegas ur bern touristed hag o tegemer ar C'hoarioù Olimpek e 1992.

E 2003 ez eas ar maout e dilennadegoù ar Parlamant gant ar strollad PSC asambles gant ERC hag ICV ha dont a reas Pasqual Maragall da Brezidant ar Generalitat. Divizet a reas ar gouarnamant labourat war ur Statud Emrenerezh nevez ha kreñvaat emrenerezh ar vro. Adoptet e voa ar Statud nevez gant ur referendom goude ma oa bet votet er Parlamant katalan ha kemmet gant Cortes Spagn. Evelato, ha daoust d'ar c'hemmoù-se o doa disteraet kalz ar Statud e-keñver lakaat war-raok eo Katalonia ur vroad ha plas ar c'hatalaneg e emsavadurioù ar Generalitat, e oa diwanet e Spagn ur sañtimant enep-katalan kreñv, maget dreist-holl gant kabaliñ ar Partido Popular a-enep ar Statud en e bezh, betek goulenn boykotiñ ar produioù katalan.

Sav an dizalc'hidigiezh e Katalonia, un tabut diabarzh ha diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kaset e voe ar Statud dirak al Lez-Varn Bonreizh gant mirourien Spagn (renet gant Mariano Rajoy az eas da Gentañ Ministr war-lerc'h evit klask nullañ anezhañ. E 2010 e voe nullet melladoù a-bouez er Statud, dreist-holl ar pezh a denne d'ar vroad (en ur dennañ talvoudegezh ar mellad 1 a-fet gwir hag en ur reiñ un talvoudegezh aroueziek nemetken), da statud ar yezh, d'an aozadur tiriadel, da sistem ar justis (a vije bet dizalc'h eus Spagn) hag an doare da arc'hantaouiñ ar Generalitat. Diwan a reas neuze ul lusk e kevredigezh Katalonia war an emdermeniñ gant manifestadoù bras dindan ar ger stur Som una nació. Nosaltres decidim (Ur vroad omp, deomp-ni da zivizet) a vodas ur milion a dud.

Lañset e voe neuze ul luskad war-zu an dizalc'hidigezh, dreist-holl abaoe 2012 ma voe aozet e vanifestadeg veur gentañ gant an Assemblea Nacional Catalana a vod tud ha maered intereset gant an dizalc'hidigezh. E kêrioù zo, dreist-holl war ar maez, e voe aozet votadegoù diwar-benn ar sujed-se abaoe 2009, gant arguzennoù troet eus tu an ekonomiezh. Cheñch a reas tamm ha tamm ar brezegennoù war-zu an demokratelezh pa voe nac'het kaozeal ha marc'hata gant penn-gounarnamant Spagn, Mariano Rajoy. Koñvoket e voe gant Artur Mas, Prezidant ar Generalitat, dilennadegoù e 2012 e-lec'h ma voe soutenet hent an dizalc'hidigezh evit ar wezh gentañ gant strollad Mas Convergència i Unió (kreiz-dehou) asambles gant Esquerra Republicana de Catalunya (tu-kleiz) ha Candidatura d'Unitat Popular (tu-kleiz pell). Gounezet e voe an dilennadegoù gant ar strolladoù dizalc'hour. Artur Mas a chomas Prezidant, harpet gant ERC war ar goulennoù e-keñver rielezh Katalonia. D'ar memes ampoent e voe aozet manifestadegoù ramzel gant an ANC hag Òmnium Cultural (ouzhpenn 1 milion a dud peurvuiañ) bep bloaz. E deroù 2013 e voe savet un emglev etre ar strolladoù rielour da aozañ ur referendom emdermeniñ a-benn 2014. Nac'het e voe gant gouarnamant Spagn reiñ e aotre da aozañ seurt votadeg war patrom an emglev savet etre gouarnamant Bro-Skos ha gouarnamant ar Rouantelezh-Unanet. A-du e oa ar strolladoù politikel dizalc'hour reprezantet e Parlamant Katalonia da lakaat an dud da vouezhiañ war ar goulennoù se : "Ha fellout a ra deoc'h e vefe Katalonia ur Stad ha Ha fellout a ra deoc'h e vefe ur Stad dizalc'h ?".

Nullet e voe ar referendom gant al Lez-Varn Bonreizh ha neuze e voe treuzfurmet en ur votadeg hep levezon war divizoù gouarnamant Katalonia, aozet gant tud a youl mat. Mont a reas ar votadeg war-raok daoust ma voe nullet ur wezh all gant al Lez-varn. 42% eus ar voterien a zeuas da vouezhiañ, gant un trec'h krenn (ouzhpenn 80%) evit an dizalc'hidigezh. Evelato e voe sellet an disoc'hoù-mañ gant ar re a-enep ar referendom evel prouenn ne oa ket a-du voterien Katalonia gant ar votadeg ha int a-enep an dizalc'hidigezh. Diouzhtu goude ar votadeg e voe tamallet gouarnamant Katalonia, en o zouez e Brezidant Artur Mas, gant justis Spagn evit bezañ disentet d'un urzh Lez-varn ha postet arc'hant evit un dra difennet.

Dizemglevioù war ar 'procès' a vountas ar CUP da derriñ e liammoù gant ar strolladoù dizalc'hour all e 2015. Abalamour da se e voe aozet dilennadegoù e fin 2015 evit Parlamant Katalonia. Mont a reas ar CDC (a gemeras plas ar CiU) hag ERC asambles en ul listenn Junts pel Sí oc'h embann e vije disklêriet an dizalc'hidigezh ma vije trec'h ganto en dilennadegoù. Asambles gant ar CUP e voe tizhet ar majorelezh e sezoù er Parlamant, daoust ma ne voe nemet 48% eus ar mouezhioù. E miz Gwengolo e voe votet gant ar Parlamant ur mellad-stur evit kas hent an dizalc'hidigezh war-raok. Respont a reas penn gouarnamant Spagn, Mariano Rajoy, e implijje an holl c'halloudoù roet dezhañ evit difenn "rielezh pobl Spagn ha interestoù hollek Spagn", da lavaret e c'hellje kas an arme ma vije bet ezhomm. E miz Genver 2016 e voe dilennet Carles Puigdemont da Brezidant ar Generalitat, goude ma voe nac'het gant ar CUP votiñ evit Artur Mas. Pa zeuas da Brezidant e nac'has Puigdemont ober e le a fealiezh evit ar Roue hag evit Bonreizh Spagn : Prezidant ar Generalitat kentañ a voe oc'h ober kement-mañ.

2017 : referendom, disklêriadenn a zizalc'hidigezh ha mellad 155

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'an 23 a viz Kerzu 2016 e voe embannet e vije aozet ur referendom evit dizalc'hiezh Katalonia. E-kerzh ar bloavezh 2017 e voe votet meur a lezennoù evit krouiñ ur stern lezennel evit ar referendom ha krouiñ ar Republik katalan. Ar goulenn a vije "Ha fellet a ra deoc'h e vefe eus Katalonia ur Stad dizalc'h e stumm ur Republik ?". Ne voe ket goulennet un dregantad minimom a gemer perzh ha divizet e oa bet e vije trec'h gant unan eus an daou du gant 50% eus ar mouezhioù. Votet e voe al lezennoù-se hep bezañs ar strolladoù politikel nann-dizalc'hour a oa a-enep krenn e vije goulennet o soñj gant ar Gatalaniz : hervezo hag hervez gouarnamant Spagn ez a a-enep al lezenn kement referendom ne c'houlenn ket gant pobl Spagn a-bezh e ali war dizalc'hidigezh Katalonia. D'ar 1añ a viz Here 2017 e voe aozet, goude ma oa bec'h etre ar stad spagnol, a lavare e oa graet e-maez al lezenn, hag ar Generalitat. D'ar 27 a viz Here 2017 e voe embannet savidigezh ar Republik Katalan.

D'an 28 a viz Gwengolo 2020 e voe torrret diouzh e garg Quim Torra, prezidant gouarnamant emren Katalonia, goude barnadenn Lez Uhelañ Spagn a gadarna ur gondaonidigezh kent gant ul lez-varn izeloc'h.

Ur sevenadur pinvidik he deus Katalonia war pep tachenn.

Arouezioù ar vro

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Banniel Katalonia

Meur a arouez a zo evit ar Gatalaniz :

Castell 4 de 9 amb folre i pilar by Colla Vella de Valls

Da vare ar gouelioù e vez aozet Castells gant ar Gatalaniz, da lavaret eo e reont tourioù gant an dud, pep hini keñveriet gant tourioù graet gant ur skipailh all. Anavezet eo an hengoun gant an Unesco abaoe 2010.

Dibunet e vez ivez ar straedoù gant Gigantes y cabezudos, ramzed, ha Correfocs, diaouled, dreist-holl e-pad La Patum de Berga a vez aozet bep bloaz e Berga hag a zo anavezet ivez gant an Unesco abaoe 2005.

Doareoù hengounel all a zo ivez da geñver Nedeleg e Katalonia. Tudenn Tió de Nadal a vez meneget alies, ur sichenn o deus ar vugale da skeiñ gantañ gant bizhier evit ma "kac'hje profoù", un tamm evel ur piñata, en ur ganañ kanaouennoù Nedeleg. Kraou Nedeleg a vez aozet ivez, e-touez an tudennoù ur Caganer, un dudenn kizellet en ur kac'hat.

Gouelioù hag hengoun Spagn a c'heller gwelet ivez abalamour ma oa deuet forzhig a dud eus diavaez Katalonia da chom er vro er bloavezhioù 1950–1960.

E 2010 e voe berzet ar stourmoù-tirvi diwar ur sinadeg he doa rastellet 180 000 sinadurioù. Ar stourmoù diwezhañ a voe dalc'het e 2011 met nullet e voe an diviz gant Lez-varn Bonreizh Spagn e 2016[13].

Implij lennegel ar c'hatalaneg a grogas kerkent hag an XIvet kantved gant an destenn relijiel Homilies d'Organyà. Ur mare aour eus implij ar c'hatalaneg dre skrid a zo bet etre an XIIIvet hag ar XVvet kantved pa voe skrivet kronikoù Rouantelezh Aragon a-raok ma kilas an implij er mare a voe lesanvet Decadència gant ar romantelourien, gant abegoù disheñvel (fin paeroniezh an noblañsed war ar skrivagnerien katalanek, implij ar c'hastilhaneg pa voe anv eus sevenadur...).

Adalek an XIXvet kantved e tiwanas ur Renaixença sevenadurel ha politikel harpet gant skrivagnerien ha barzhed evel Jacint Verdaguer, Narcís Oller, Joan Maragall hag Àngel Guimerà. Ur rummad all, diwanet adalek 1914, lesanvet Noucentisme az eas war-raok gant al lennegezh evit kinnig traoù nevez, en o zouez : Eugeni d'Ors, Joan Salvat-Papasseit, Josep Carner, Carles Riba ha J.V. Foix. Da c'houde e teuas mare diktatouriezh Primo de Riviera, Brezel Spagn ha diktatouriezh Franco. Daoust d'an enkadennoù-se ha da bolitikerezh drougziforc'hañ a-enep ar yezh e talc'hjed da skrivañ e katalaneg, met dreist-holl en harlu. Eus ar mare-se e teu Salvador Espriu, Josep Pla, Josep Maria de Sagarra (a zo gwelet evel tad distro ar proz e katalaneg), Mercè Rodoreda, Joan Oliver Sallarès lesanvet "Pere Quart", Pere Calders, Gabriel Ferrater, Manuel de Pedrolo, Agustí Bartra pe Miquel Martí i Pol. Skrivagnerien eus an diavaez a zeuas ivez da stourm gant ar Gatalaniz er Brezel diabarzh e-mesk ar Badagoù etrevroadel hag o doa war-lerc'h rentet kont eus ar pezh o doa bevet, da skouer ar skrivagner saoz George Orwell en doa skrivet Homage to Catalonia.

Pa zistroas an demokratelezh e Spagn e tiwanas adarre ar vuhez lennegel er vro, sikouret gant ar Generalitat nevez-adsavet, a embannas lezennoù evit sikour ha gwareziñ ar skrivañ hag an embann katalanek. Er rummad skrivagnerien deuet er mare-se e c'heller lenn Joan Brossa, Agustí Bartra, Manuel de Pedrolo, Pere Calders or Quim Monzó. Ul lennegezh eus Katalonia e kastilhaneg a zo ivez abaoe distro an demokratelezh, reprezantet gant Ana María Matute, Jaime Gil de Biedma, Manuel Vázquez Montalbán ha Juan Goytisolo e-touez tud all.

Sonerezh ha dañs

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Unan eus dañsoù pobl Katalonia eo ar sardana, dañset e kelc'h war binvioù-sonerezh evel an tamborí, an tible hag an tenora (eus familh an oboell), an drompilh an trombó (ur seurt trombon), ar fiscorn hag ar c'hContrabaix (ur gourvioloñs gant teir c'hordenn), sonet gant ur c'hcobla. Meur a zoare all da zañsal a zo hengounel er vro.

Degaset e voe an opera diwar Italia kerkent hag adalek an XVIIIvet kantved ha buan e voe skrivet hag aozet operaioù er vro, da skouer gant Domènec Terradellas, Carles Baguer, Ramon Carles, Isaac Albéniz and Enric Granados. Gran Teatre del Liceu a zo unan eus al lec'hioù pennañ e Spagn evit selaou opera ha ti unan eus skolioù sonerezh anavezetañ eo. Meur a arzourien tremenet er skol-se a oa deuet da vezañ brudet-tre war-lerc'h : Victoria de los Ángeles, Montserrat Caballé, Giacomo Aragall and Josep Carreras.

Hinoù Katalonia of Catalonia
En orãnjez, hin kreizdouarel an aod
E melen, hin kreidouarel an diabarzh
E roz, hin kreizdouarel levezonet gant ar c'hevandir
E glas, hin kreizdouarel levezonet gant ar menez
E mouk, hin ar menezioù

Lies eo hin ar vro. An dachenn tro-dro Tarragona, Barcelona ha Girona o dez un hin kreizdouarel gant hañvoù tomm, padal e proviñs Lleida hag en diabarzh proviñs Barcelona ne vezont ket ken tomm. Er Pirineoù e kaver un hin kevandirel pe menezel zoken, nemet en traoñiennoù e-kichen ar mor o dez un hin morel.

Tomm ha sec'h e vez an hañvoù en takad kreizdouarel e hin, gant avel-vor. Betek 26-31° a geidenn a c'heller santout. Klouar e vez ar goañvoù, betek yen zoken a-wezhioù. Erc'h a ra alies e Pireneoù hag a-wezhioù ivez en traoñ, war aod zoken. Glav a ra alies en nevez-amzer hag en diskar-amzer, nemet e Pireneoù ma vez barr-amzer en hañv.

En diabarzh e vez tommoc'h ha sec'hoc'h an amzer. Betek 35° a c'hell kreskiñ an dommder, 40° devezhioù zo. Yenoc'h e vez an nozioù eget war an aod, diskenn a ra betek 14-17°. Latar a vez alies en traoñiennoù pe e plaenennoù ha prantadoù yen-tre a c'hoarvez ingal, dreist-holl a-hed an Ebro.

Torosennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Puig Sec e Pireneoù

Liesseurt eo gweledvaioù Katalonia, dreist-holl pa weler pegen bihan eo ar vro. Levezonet eo gant Mor Kreizdouarel, gant 580 km a aodoù, ha gant ar Menezioù Pirineoù en norzh. Tri zakad az a d'ober Katalonia :

  • Ar Pireneoù : ar menezioù a ra al liamm etre Ledenez iberek hag Europa, en hanternoz ar vro.
  • Menezioù an aod : un heuliad rozoù ha traoñiennoù a heul an aod.
  • An draoñienn greiz : a zo traoñienn an Ebro.

An hanter eus hed ar Pireneoù a zo e Katalonia (200 km). Pica d'Estats (3143 m) a zo menez uhelañ Katalonia. An draoñienn greiz a zo douaroù etre 200 ha 600 m. Gant an dour a zeu eus ar menezioù e c'hounezer aes an douar eno, dreist-holl gant sikour kanolioù-dourañ.

Anevaled ha plant

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War un tiriad bihan e tiskouez Katalonia gweledvaoù Europa. Liesseurt eo an ekologiezh er vro gant gweledvaoù, takadoù ha spesadoù pinvidik.

E-touez anevaled ar vro e kaver spesadoù a-orin eus ar vro met ar brasañ n'int ket, met emdroet int evit bezañ adaptet ouzh an hin kreizdouarel. E-touez ar vronneged ez eus moc'h gouez, lern ha chamois. Degaset ez eus bet arzhed en-dro n'eus ket pell zo.

Er morioù e kaver balumed ha daofined e-mesk spesadoù all.

Parkoù avaloù-pech en Aitona
Tachenn greantel Castellbisbal

Diazezet eo ekonomiezh ar vro war ar Greanterezh dreist-holl. E 2014 e oa PDB Katalonia da 200 milion a euroioù (an hini uhelañ e Spagn), da lavaret eo 27 000 € dre annezad, a-dreñv rannvro Madrid (31 000 €) ha Navarra (28 000 €). Kresk PDB ar vro a oa 3.4% e 2017[14], daoust da nec'hamant ar metoù ekonomikel e-keñver ar referendom war an dizalc'hidigezh[15]. 1.4% a oa kresk ar PDB e 2014[16]. Gant an enkadenn bolitikel etre Spagn ha Katalonia ez eus un toullad embregerezhioù o doa dilojet eus Katalonia d'ur gumuniezh emren all etre 2014 ha 2017, ar pezh a zo bet aesaet gant gouarnamant Spagn en doa e miz Here 2017 lammet dalc'hioù zo a vire outo da votiñ evit mont kuit.

Gant an enkadenn ekonomikel a zo bet adalek 2008 e oa bet kresket dlee Katalonia betek bezañ 38% eus dlee hollek kumuniezhioù emren Spagn, goude ur c'hil 2% eus he fPDB e 2009. Notennoù an ajañsoù war an dlee a zo BBB- (arc'hantaouiñ izel, gant Fitch Ratings) ha BB (Nann-arc'hantaouiñ gant Standard & Poor's).

Rannet eo an ekonomiezh evel-se :

  • Rann kentañ : 3%, gant 33% eus an douaroù d'ar gounid douar.
  • Eil rann : 37% (E Spagn, 29%).
  • Trede rann : 60% (E Spagn, 67%).

Kreñv eo an douristelezh e Barcelona, e traezhennoù Costa Brava e Girona, Costa del Maresme ha Costa del Garraf eus Malgrat de Mar betek Vilanova i la Geltrú. Tachennoù skiañ a zo e Pireneoù, nepell eus Lleida. Degas a ra an douristelezh kudennoù sokial er vro, da skouer gan enkadenn al lojañ e Barcelona, ar pezh en deus lakaet gouarnamant ar vro da lakaat e plas un taos war an douristelezh, evit implijout arc'hant war ar bruderezh ha war kempenn ar savadurioù touristel ha dieubiñ arc'hant e lec'hioù all.

Ur bern bankoù a zo e Katalonia ivez, 10 (diwar 46 eus Spagn) o vezañ lec'hiet er vro. Ur marc'had lodennoù a zo e Barcelona, an eil e Spagn goude hini Madrid.

Transportoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Aerborzhioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Perc'hennet eo aerborzhioù Katalonia gant Aena, a zo perc'hennet gant gouarnamant Spagn, war-bouez daou e Lleida a zo perc'hennet gant Aeroports de Catalunya diwar gouarnamant Katalonia.

Porzhioù-mor

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abaoe ar Grennamzer emañ Katalonia e-kreiz an eskemmoù-mor ha porzh Barcelona a zo c'hoazh unan pouezus-kenañ er bed evit ar c'henwerzh, ar greanterezh hag an douristelezh. Perc'hennet eo gant gouarnamant Spagn.

Autovia C-16 (Eix del Llobregat)

12 000 kilometr a hentoù a zo er vro. An hentoù-tizh pennañ a zo an AP-7 (Autopista de la Mediterrània), an A-7 (Autovia de la Mediterrània) a dreuz a vro eus harzoù Frañs betek Valencia, Murcia hag Andalucia. Diwar Barcelona e komañs an hentoù peurvuiañ. An AP-2 (Autopista del Nord-est hag an A-2 (Autovia del Nord-est) a ra al liamm ouzh diabarzh Spagn ha Madrid.

Hentoù publik Katalonia a zo meret gant ar Generalitat (aroueziet int gant ur C neuze) peotramant int meret gant ar Stad (hag int aroueziet gant A).

Hentoù-houarn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
AVE e Camp de Tarragona

Ar c'hentañ hent-houarn bet savet e Katalonia a voe savet kostez Barcelona e 1848. An hini kentañ e Ledenez iberek e oa ivez. Diwar an topografiezh e teu pep linenn eus Barcelona, he deus ivez ur metro ha servijoù treuzdougen en diabarzh. Linenn bennañ an aod reter az a d'ober ur liamm gant rouedad an SNCF (rouedad linennoù-houarn Frañs) e Portbou.

Div embregerezh publik a zo e Katalonia : FGC, meret gant ar Generalitat evit servij ar vro ha Renfe Operadora a zo meret gant Spagn evit al linennoù pell ha fonnus (servijoù AVE hag Avant). Al linennoù-tizh a ra ul liamm etre Barcelona ha Madrid e-bioù Lleida ha Tarragona dindan div eurvezh hanter. Ul liamm a zo ivez gant linennoù-tizh gall e-bioù Girona ha Figueres hag en deus lakaet Spagn, Frañs ha Katalonia da doullañ un tunnel e Pireneoù.

  1. https://www.idescat.cat/pub/?id=aec&n=245&lang=es=Confirmar
  2. https://web.archive.org/web/20170926184822/https://governacio.gencat.cat/web/.content/afers_religiosos/documents/Mapa_2014/Barometre2014_resultats.pdf
  3. Joan Miralles i Montserrat; Josep Massot i Muntaner (2001). Entorn de la histáoria de la llengua. L'Abadia de Montserrat. p. 72. ISBN 978-84-8415-309-2.
  4. Belen Parra (5 a viz Even 2008). "Diario El Mundo, Spanish Only". Medios.mugak.eu. Lennet d'an 25 a viz Ebrel 2010
  5. Spongenberg, Helena (4 a viz Gouere 2006). "Catalan, Basque and Galician get EU language boost". EUobserver. Lennet d'an 11 a viz Here 2017.
  6. ABCDESEVILA. "Buscador online de noticias". abcdesevilla.es.
  7. "High Level Group on Multilingualism – Final Report: from the Commission of the European Communities in which Catalan immersion is taken as an example which "should be disseminated throughout the Union" (p. 18)" (PDF). Diellaouet diwar ar (PDF) orin d'an 25 a viz Meurzh 2009. Lennet d'an 25 a viz Ebrel 2010.
  8. "Ur Stad a c'hell dibab ur yezh pe ziv evel yezh(où) ofisiel met n'hall ket skarzhañ er-maez eus ar vuhez foran ar frankiz da gaozeal en ur yezh."
  9. https://www.state.gov/j/drl/rls/hrrpt/2009/eur/136059.htm
  10. https://www.plataforma-llengua.cat/que-fem/noticies/2252/la-plataforma-per-la-llengua-denuncia-en-un-informe-40-casos-greus-de-discriminacio-linguistica-a-les-administracions-publiques-ocorreguts-els-darrers-anys
  11. Joan Albert Argenter, ed. (1991). Debat sobre la normalització lingüística: Ple de l'Institut d'Estudis Catalans (18 d'abril de 1990). Institut d'Estudis Catalans. p. 24. ISBN 978-84-7283-168-1.
  12. "Lezenn 1/1993 Kanouenn vroadel Katalonia". Noticias.juridicas.com. Bet gwelet d'ar 25 a viz Ebrel 2010.
  13. El TC aplaza el anuncio de la anulación de la prohibición de los toros en Catalunya embannet e La Vangardia. 2016. Bet gwelet d'ar 25 a viz Ebrel 2018.
  14. https://catalonia.com/newsletter_news/news/2018/Catalan-economy-grows-2017.jsp
  15. https://www.reuters.com/article/us-spain-politicas-catalonia-economy/spain-2018-economic-growth-forecast-at-risk-due-to-catalonia-deputy-pm-idUSKBN1CI1LQ
  16. https://www.ine.es/prensa/np901.pdf


Kumuniezhioù emren Spagn
Andalouzia AndalouziaAragon AragonBanniel Asturiez AsturiezBanniel an Inizi Balearez Inizi Balearez KanariezKantabria KantabriaBanniel Kastilha-La Mancha Kastilha-La Mancha
Kastilha ha León Kastilha ha LeónBanniel Katalonia KataloniaKumuniezh València Kumuniezh ValènciaEuskadi EuskadiBanniel Extremadura ExtremaduraBanniel Galiza GalizaBanniel La Rioja La RiojaBanniel kumuniezh Madrid Madrid
Banniel Murcia MurciaBanniel kumuniezh Navarra Navarra
Kêrioù emren
Banniel Ceuta CeutaBanniel Melilla Melilla