Impalaeriezh Sveden
|
Rouantelezh Sveden a oa, etre 1611 ha 1718, unan eus ar galloudoù bras en Europa.[1] En istor modern e komzer hiziv eus ar marevezh-se evel eus Impalaerezh Sveden , pe stormaktstiden ("marevezh ar galloud bras ").[1]
Sveden o tont da gaout galloud bras (1611–1648)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a reas Sveden da vezañ ur galloud bras en Europa en amzer Axel Oxenstierna hag ar roue Gustav Adolf. Goude m'o devoa kemeret douaroù digant Rusia hag an Kenunaniezh Pologn ha Lituania, hag abalamour d'ar pezh he devoa kemeret e Brezel an Tregont Vloaz en em gavas Sveden e penn ar broioù protestant.
E-pad Brezel Tregont Vloaz e teuas Sveden a-benn da aloubiñ tost an hanter eus Stadoù an Impalaeriezh santel roman . Gustav Adolf en doa esper da vezañ Impalaer santel roman Skandinavia hag hec'h unaniñ gant an Impalaeriezh santel roman; gant e varv en Emgann Lützen (1632) e echuas an hunvre. Trec'h ha koll a veze a bep eil er brezel; goude emgann Nördlingen (1634) ez eas war vihanaat ar feiz e nerzh Sveden e-touez ar stadoù alaman dindan he beli, ha mont a reas meur a broviñs, an eil war-lerc'h eben, e-maez an emglev gant Sveden ken na chomas nemet un nebeudig proviñsoù alaman ken. Pa deuas Bro-C'hall da reiñ skoazell e kreñvaas Sveden adarre. Pa echuas ar brezel e voe gwelet e oa bet digresket kalz poblañs an Impalaeriezh c'herman. N'eus ket a gont resis eus ar boblañs met peurvuiañ e lavar an istorourien e varvas un drederenn eus ar boblañs abalamour d'ar brezel[2].
Peoc'h Westfalen
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa voe echuet ar Brezel Tregont Vloaz e voe sinet Feur-emglev Westfalen e 1648 ha roet douaroù da Sveden evel digoll. Sveden a c'houlennas Silezia, Pomerania (a oa bet dezhi abaoe Feur-emglev Stettin (1630)), hag un dic'haou brezel a 20,000,000 Riksdaler. Bec'h a roas Axel Oxenstierna ha Johan Banér ha ganto e voe gounezet:
- Pomerania svedat, lodenn svedat pezh a oa bet Dugelezh Pomerania, abaoe Feur-emglev Stettin (1653), anezhi
- Pomerania ar C'hornôg, gant inizi Rügen, Usedom ha Wollin, ha kêrioù Stettin, Greifswald, ha Stralsund;
- un darn eus Pomerania Bellañ war lez dehoù ar stêr Oder, gant kêrioù Damm ha Gollnow;
- kêr Wismar gant distrigoù Pod ha Neukloster;
- eskoptioù Bremen-Verden ha kêr Wildeshausen; hag ouzhpenn
- 5,000,000 Riksdaler.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 Frost, Robert I (2000). The Northern Wars. War, State and Society in Northeastern Europe 1558-1721. Harlow : Longman. 133, 343 p. ISBN 978-0-582-06429-4.
- ↑ Elisabeth Gaynor Ellies, Anthony Esler