Mont d’an endalc’had

Heiloo

Eus Wikipedia
Lec'hiadur Heiloo
Banniel Heiloo
Ardamez Heiloo
Krugell an oadoù e Heiloo (01/01/2008)

Heiloo (distagañ : [1]) a zo ur gumun hag ur gêr e rannvro istorel Friz ar C'hornôg, e proviñs Noord-Holland en Izelvroioù. 18,99 km² eo gorread Heiloo (douar : 18,76 km², dour : 0,23 km² ). D'an 31 a viz Mae 2009 e oa 22 248 annezad enni. Ar c'hêriadennoù da-heul a ya d'ober kumun Heiloo : Bollendorp, Kaandorp, Kapel hag Oosterzij.

Dont a ra an anv Heiloo eus an nederlandeg heilige loo ("koad sakr"). A-hervez en dije Sant Willibrord kaset ur burzhud da benn eno war-dro 690. Ur chapel eus an XIIvet kantved a zo, anvet Onze Lieve Vrouwe ter Nood, hag un ti-kêr bet savet e 1926. Er bloavezhioù 1950 ha 1960 e kreskas buan poblañs Heiloo, peogwir e teuas ur bern tud eus Amsterdam. Ul lodenn vras eus tud Heiloo a ya da labourat pe da studiañ en Alkmaar.

E kuzul-kêr Heiloo ez eus 19 dileuriad :

Transportoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En Heiloo ez eus un ti-gar ma c'haller tapout an tren da vont da Alkmaar, Hoorn, Uitgeest, Zaandam, Amsterdam, Utrecht, 's-Hertogenbosch, Eindhoven, Den Haag, Weert, Roermond, Maastricht hag Heerlen.

Un arsav-tren all a zo war an hent etre Heiloo ha Limmen. Implijet e vez ur wech ar miz da gas pirc'hirined da chapel 'Onze lieve vrouwe ter nood' (anv an arsav-tren eo ivez), padal e oa anvet Runxputte betek 1914. Unan eus ar pladennoù a voe distrujet e 1997 abalamour da abegoù surentez[1].

Ganet e Heiloo

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.