Gourskej
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ar gourskej, pe ar pik-skej, ar pik-virgulenn, a zo un arouezenn boentaouiñ — ; — hag a dalv da verkañ un ehan (hiroc'hig eget an hini degaset gant ar skej) dre gomz ha da rannañ elfennoù 'zo dre skrid.
"II. AR POENTADUR
89. N'eus netra o tisheñvelout ar brezhoneg diouzh
yezhoù all kornog Europa, ha dreist-holl diouzh ar galleg,
e-keñver ar poentaouiñ. An hevelep arouezioù a vez graet
ganto en hevelep degouezhioù. A-se, ne vo kavet amañ da
heul nemet un notennig bennak dre vras." Tennet eus Yezhadur bras ar brezhoneg gant Frañsez Kervella, [[Skridoù Breizh], 1947, pajenn 58.
- e galleg
- er yezhoù all eus kornaoueg Europa (saozneg[5], spagnoleg[6], alamaneg[7], nederlandeg[8], italianeg…) :
- a-raok ar gourskej: esaouenn ebet.
- war-lerc'h ar gourskej : un esaouenn.
Frazenn skouer lizherennaouet hervez doare galleg Bro-C'hall:
"War e vurev eman dispaket-holl ar Pravda, etre div voutailhig Guinness goullo[esaouenn];[esaouenn]daou gantolor o veilhañ ur c'horf marv." (Brestiz o Vreskenn gant Yann Gerven, Al Liamm, 1986 p. 8).
El lennegezh vrezhonek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant Jarl Priel e c'haller kaout ur gentel war ar poentaouiñ (Kazh ha Logodenn, Al Liamm, niverenn 90, Genver-C'hwevrer 1962, pajenn 38) pa laka e dudenn WULLFEN da zezrevell ul lizher d'e sekretourez :
[...] ?... Kabiten Schellenberg, skej, ha war al linenn-all...
N' eus nemet naontek anv war ho roll, pik-skej ; dibabet am
eus ur brogarour all, skej, ha setu amañ e anv, daoubik :
Lindblad Erik, skej, niverenn trizek ha pevar-ugent war al
levr bras. Pik. [...].
Arouezennoù poentaouiñ all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- daoubik,
- daouaskoù,
- klochedigoù,
- krommelloù,
- pik,
- pik-estlammiñ (pik-estlamm),
- pik-goulenn,
- pikoù-arsav,
- skej,
- virgulenn-grec'h.
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Lexique des règles typographiques en usage à l'imprimerie nationale, 1990, p.149.
- ↑ Office québécois de la langue française
- ↑ Gant an Association suisse des typographes eo erbedet ober gant un esaouenn voan, met ral-ral eo an implij-se [1]
- ↑ Lexique des règles typographiques en usage à l'imprimerie nationale, 1990, p.149.
- ↑ Lexique des règles typographiques en usage à l'imprimerie nationale, 1990, p.20.
- ↑ [2]
- ↑ [3]
- ↑ [4]