Freiburg im Breisgau
Neuz
- Evit sterioù all ar ger Freiburg, gwelit ivez ar pennad Freiburg.
Freiburg im Breisgau, pe Freiburg ent-berr, zo ur gêr e stad Baden-Württemberg en Alamagn. Kreizenn istorel tolead Breisgau eo. Poblet e oa gant 224 191 a annezidi e dibenn 2010.
Emañ Freiburg war dreuzoù ar Schwarzwald (ar "C'hoad Du") ha n'emañ ket pell diouzh harzoù ar Stad C'hall ha Suis. Ur skol-veur anavezet zo eno, Skol-veur Albert Ludwig pe Skol-veur Freiburg. Savet e voe ar skol-veur-se e 1457 gant an arc'hdug Albrecht VI, hag an eil skol-veur e oa neuze, goude hini Vienna, er broioù a oa en Impalaeriezh an Habsbourged. Etre 1945 ha savidigezh al Land Baden-Württemberg e miz Ebrel 1952 e oa Freiburg im Breisgau kêr-benn al Land anvet Baden.
Skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (de) Lec'hienn ofisiel
- (de) Ti an douristed
|