Mont d’an endalc’had

Eszett

Eus Wikipedia
ß

Eszett pe scharfes s («s lemm») a zo anv ul lizherenn latin ispisial skrivet ß implijet evit skrivañ an alamaneg. N'he deus al lizherenn-mañ stumm ispisial ebet evit ober diouzh ar bennlizherenn.

Diorroet e oa bet al lizherenn-mañ diouzh un s hir (ſ) skrivet stag ouzh un s berr (s) pe ouzh ur z.

Implijet eo bet ar skritur ſ + zß en alamaneg abaoe ar Grennamzer ha hervez reolennoù reizhskrivañ an alamaneg a-vremañ e vez implijet ß goude ur vogalenn hir ha ss goude ur vogalenn verr, da skouer Fuß (/fuːs/, «troad») ha Fluss (/flʊs/, «stêr»). E Suis hag e Liechtenstein avat ne vez ket implijet ß ken abaoe kentañ hanterenn an XXvet kantved, ha graet e vez gant ss en e lec'h.

Implijet e veze ivez ar skritur ſ + sß e lec'h s e galleg pa veze skrivet gant an dorn betek ar XVIIIvet kantved.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.


Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.