Banniel Sukorea
Banniel Sukorea, anvet ivez an Taegukgi (skrivet ivez Taegeukgi, "banniel uhelañ diwezhañ"), a zo rannet e teir lodenn : unan wenn garrezennek evel foñs, un Taeguk hanter glas ha hanter ruz er c'hreiz (sin ar c'hempouez). Pevar Yi Jing adal an eizh diazez, pep unan en ur c'horn d'ar banniel.
Implijet e oa ar memes banniel gant Norzh ha Su Korea betek ma vefe rannet ar vro da vat.
Displegadenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Foñs ar banniel a zo gwenn, ul liv hengounel er sevenadur korean. Adkavet e veze al liv-se e pep lec'h e Korea (dilhad...) betek kreiz an XXvet kantved. Hiziv-an-deiz al liv-se a vez implijet c'hoazh met dreist-holl evit an dilhad hengounel evel an hanbok. Al liv gwenn a dalvez evit ar peoc'h hag ar c'hlanded.
Ar c'helc'h kreiz a zo bet awenet gant prederouriezh ar yin-yang. Talvezout a ra evit ar c'hempouez en hollved. An hanter lodenn ruz a dalvez evit nerzhioù mat an hollved, an hanter glas a dalvez an enebiñ, nerzhioù fall an hollved.
Kemmoù a-hed an amzer
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
2011–bremañ