Mont d’an endalc’had

ebeul

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.

Brezhoneg

Ur gazeg hag hec'h ebeul.

Etimologiezh

Diwar un *ebol en henvrezhoneg.
Meneget er C'hatolikon.
Da geñveriañ gant ar gerioù ebol e kembraeg hag ebel e kerneveureg.
Dont a ra eus ar ger predenek *ebālos, furm vihanaat *epos « marc'h » (en doe ep e krennc'hembraeg hag each en iwerzhoneg) a zeufe eus ar wrizienn indezeuropek *h₁éḱu̯os a gaver er gerioù equus e latin, híppos (ἵππος) e gresianeg hag áśva (अश्व) e sañskriteg; s.o. keneb.

Anv-kadarn

Unander Liester
Gourel ebeul
/ˈeː.bøl/
ebeulien
/eˈbø.ljɛn/

pe ebeulion
/eˈbø.ljɔ̃n/

Benel ebeulez
/eˈbøː.les/
ebeulezed
/e.bøˈleː.zet/

ebeul /ˈeː.bøl/ gourel (liester : ebeulien, ebeulion)

  1. Hini bihan ar gazeg, marc'h yaouank
  2. Hini bihan ul loen kar, an azen hag ar roudenneg peurvuiañ.
  3. (diwar-benn tud): den fentus

Adstummoù

ebel (gwenedeg)

Deveradoù

Gerioù kevrennek

Troioù-lavar

Troidigezhioù

Gwelet ivez