deiz
Neuz
Brezhoneg
Sellet e vez ouzh ar bajenn pe ar gevrenn-mañ evel un divraz da glokaat e brezhoneg. Mar gouezit tra pe dra diwar-benn danvez ar pennad e c'hellit lakaat ho kouiziegezh da dalvezout dre gemmañ ar bajenn-mañ diouzhtu goude klikañ war al liamm « kemmañ ». |
- Deveret eus ar ger henvrezhonek ded, did.
- Meneget er C'hatolikon (dez).
- Da geñveriañ gant ar gerioù dydd en kembraeg, deth en kerneveureg ha dé en iwerzhoneg.
Anv-kadarn
deiz /ˈdɛj(s)/; /ˈde/ ; gourel, liester deizioù
- An deiz eo ar mare etre div noz, etre sav-heol ha kuzh-heol.
- C'hwi, 'vat, a zo 'vel Kadïou en eured e verh : war hent en deiz hag er goulou en noz ! — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Première Partie, 1966, p. 58.)
- Prantad peder eur warn-ugent a grog da hanternoz peurvuiañ.
- Hirañ deiz a zo er bloaz eo hemañ, — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 217.)
- Nerzh an deiz.
- deiz ha deiz: tamm ha tamm
- d'an deiz, d'an deiz kentañ
Anv-gwan
deiz /ˈdɛj(s)/
- → Termenadur da glokaat (Ouzhpennañ)
- Ken deiz e oa en ti evel er-maez. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 92.)
- Dec'h d'ar c'houlz-mañ e oa deoc'h (deisoc'h). — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 92.)
Stummoù all
Deveradoù
Gerioù kevrennek
- Deiz Gouel ar Chandelour e sko ar Werc'hez ar vilienn er mor hag e skañva an avel. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 322.)
- Deiz Gouel ar Chandelour e sko ar Werc'hez ar vilienn er mor hag e tousa an amzer. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 322.)
- Deiz Gouel ar Chandelour e sko ar Werc'hez ar vilienn er mor hag e vez skañvoc'h an avel. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 322.)
- Deiz Gouel Sant Adrian
E trec'h al laou war ar c'hwen. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 321.) - Diouzh an abardaez heol toull
En deiz war-lerc'h glav (ken) a boull. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 326.) - Pa vez tomm an heol an deiz kentañ a viz C'hwevrer e teu al louz er-maez eus e doull da c'harmat d'ar goañv da zonet. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 326.)
- Ruzell veure, ruzell noz
Glav pe avel antronoz
Ruzell veure, ruzell deiz
Glav pe avel da greisteiz. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 326.) - Ruzell veure, ruzell noz
Glav pe avel d'hanternoz
Ruzell veure, ruzell deiz
Glav pe avel da greisteiz. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 326.)
- Pried en noz, intañvez en deiz, lammerez en dour, pignerez er gwez ? - Ul liñsel-gwele. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 330.)
Troidigezhioù
prantad 24 eur (1)
- alamaneg : Tag (de)
- bambara : don (bm)
- dogoneg : bai (dog)
- esperanteg : tago (eo)
- ido : dio (io)
- indonezeg : hari (id)
- italianeg : giorno (it)
- kembraeg : dydd (cy)
- kerneveureg : deth (kw)
- galleg : jour (fr)
- kinyarwanda : nsi (rw) (umunsi)
- okitaneg : jorn (oc) gourel
- poloneg : dzień (pl) gourel, doba (pl) benel
- portugaleg : dia (pt) gourel
- saozneg : day (en)
- spagnoleg : día (es)
- turkeg : gün (tr)