Rouantelezh Bavaria
Neuz
(Adkaset eus Roue Bavaria)
Rouantelezh Bavaria (Königreich Bayern en alamaneg) zo ur rouantelezh a zo bet e Bavaria adalek 1806 betek 1918.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1806 e voe anvet Priñs-dilenner Bavaria, Masimilian IV Jozeb, eus Tiegezh Wittelsbach, da roue Bavaria, evel Masimilian Iañ Jozeb.
Perzh a gemeras e Kengevredad ar Roen, etre 1806 ha 1813.
En amzer an Impalaeriezh alaman (1871-1918) e teue Rouantelezh Bavaria war-lerc'h Rouantelezh Prusia evit he ment.
Rouaned Bavaria
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1806-1825 : Masimilian Iañ Jozeb,
- 1825-1848 : Ludwig Iañ Bavaria, mab da Vasimilian
- 1848-1864 : Masimilian II Bavaria, mab da Ludwig
- 1864-1886 : Ludwig II Bavaria, mab da Vasimilian II, diroueet en 1886; Leopold Wittelsbach, eontr da Ludwig, a voe rejant betek 1912 abalamour ma oa foll e nizien;
- 1886-1913 : Otto Iañ Bavaria, breur da Ludwig II, a zilezas ar gurunenn en 1913.
- 1913-1918 : Ludwig III Bavaria, kenderv kompez da Otto, mab d'ar rejant Leopold, rejant adalek 1912 betek 1913, roue adalek 1913 betek 1918, pa zilezas ar gurunenn.