Mont d’an endalc’had

An Oriant

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Oriant)
An Oriant
Morlenn an Oriant gwelet diwar nij.
Morlenn an Oriant gwelet diwar nij.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Lorient
Bro istorel Bro-Gwened Bro-Gwened
Melestradurezh
Departamant Mor-Bihan (isprefeti)
Arondisamant an Oriant (pennlec'h)
Kanton Pennlec'h daou ganton :
kanton an Oriant-1
kanton an Oriant-2
Kod kumun 56121
Kod post 56100
Maer
Amzer gefridi
Fabrice Loher
2020-2026
Etrekumuniezh An Oriant tolpad-kêrioù
Bro velestradurel Bro an Oriant
Lec'hienn Web www.lorient.bzh
Poblañsouriezh
Poblañs 57 412 ann. (2020)[1]
Stankter 3 284 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 44′ 52″ Norzh
3° 21′ 58″ Kornôg
/ 47.7477, -3.3662
Uhelderioù kreiz-kêr : 16 m
bihanañ 0 m — brasañ 46 m
Gorread 17,48 km²
Lec'hiañ ar gêr
An Oriant

An Oriant a zo ur gêr hag ur porzh-mor eus Bro-Gwened ha departamant ar Mor-Bihan. Pennlec'h arondisamant an Oriant eo ivez, ha dre-se sez un isprefeti.

Diazezet e voe e 1666 pa voe aotreet da Gompagnunezh an Indez en em staliañ eno gant ar roue gall Loeiz XIV, dre-se anv ar gêr. En XXvet kantved e teuas da vezañ ur porzh-pesketa bras. Peogwir e oa bet staliet eno brasañ bon splujerezioù Europa gant an Nazied e voe bombezet taer ar gêr gant ar Gevredidi, ha damzistrujet e voe.

Bremañ eo troet armerzh An Oriant war ar mor, dre he arsanailh milourel, he forzh-pesketa, he forzh-kenwerzh, he fol redadegoù en donvor. Kampus Skol-veur Kreisteiz Breizh (SKB) a voe krouet e 1995. Emvod meur ar Gelted, festival brasañ Breizh, a sach kantadoù a viliadoù a dud bep miz Eost.

Emañ Inez Lokmikael e su d'An Oriant, e Lenn-vor an Oriant.

Kumunioù amezek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
En gul e deirgwern greiet, goueliet ha flammet en argant, war ur mor en geoted, eilet a-zehoù gant un heol en aour savant a-drek tri menez en argant difoupant diouzh ar mor, e grenngonk en erminig ; e gab gwriet en glazur bezantet en aour.
  • Ger-ardamez: Ab oriente refulget
  • Diwar ardamezeg d'Hozier (1744)
  • Lejion a Enor
Lenn-vor an Oriant
Kartenn eus an Oriant

Abaoe 2014 ez eus daou ganton ouzh hec'h ober :

  • Kanton An Oriant-1 (Lorient-1 ez-ofisiel)
  • Kanton An Oriant-2 (Lorient-2 ez-ofisiel)
  • Ur skol Diwan a zo en Oriant.
  • Klasoù divyezhek e div skol bublik, en ur skol brevez hag en ur skolaj prevez Dihun a zo e en Oriant.
  • E distro-skol 2024 e oa enskrivet er skol Diwan hag er c'hlasoù divyezhek 432 skoliad (7,8 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[2]

Ya d'ar brezhoneg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Krouet e voe ar gumun e 1790; hervez un dekred bet kemeret gant ar Vodadeg Vroadel d'an 22 a viz Kerzu 1789 e voe lakaet da bennlec'h kanton an Oriant; ar c'hanton a oa ur rann velestradurel ha lezvarnel hag ur bastell-vro dilenn eus Bann Henbont[3], an Oriant a oa e gumun nemeti; al lez-varn a vann a voe lakaet en Oriant: start e oa bet an tabutoù etre kumunioù an Oriant hag Henbont, klasket gante o-div kaout penn ar bann war tachennoù ar velestradurezh hag ar justis[4]. E 1794 e voe tennet parrez Kergroaz eus kumun Plañvour, lakaet e voe e kumun an Oriant[5]. Krouet e voe daou ganton nevez en Oriant, an Oriant-1 hag an Oriant-2[6], gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix. E 1800 e voe krouet Arondisamant an Oriant ha lakaet an Oriant en e benn.
  • Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe graet al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant seitek beleg katolik diwar triwec'h eus An Oriant[7].
  • 1 579 den ag ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel, eleze 3,22 % eus he foblañs e 1911[8], div glañdiourez en o mesk[9].
  • Fuzuilhet e voe daou vilour breizhat, bet ganet en Oriant, gant al Lu gall, unan d'an 10 a viz C'hwevrer 1915 e Proven (Flandrez Belgia), egile d'ar 7 a viz Gwenholon 1916 en Oujda (Maroko)[10].
1940
1944
1945
Anv P. Hervé, un den eus an Oriant, ouzh monumant ar re fuzuilhet e Porzh-Loeiz
Ur porzh-brezel hag un arsanailh
  • Ul lec'h talvoudek eo evit ober war dro bigi-brezel hag evit aozañ ar vartoloded hag an traoù kempennet da lestriñ. Un arsanailh a c’helle ober sevel ha kendalc'h e ratre bigi war-un-dro. Rummadoù tud en doa desket micherioù da sevel/ratreañ bigi-brezel. An arsanailh en doa an implijer kentañ gant 4000 oberourien war dro. Goude 1990, ez a kuit ar Merdeadurezh rak ratre ar lec'h a zo re kaer. Goude-se eo goloet diazlec'h ar bigi-spluj eus Keroman hag an arsanailh gostez An Oriant.
Ur porzh-kenwerzh
  • Savet er bloavezh 1910, eo bet brasaet ar porzh goude ar brezel, pa 'z eo adsavet ar gêr. Atredoù a zo implijet da leuniañ ouf Kergroaz. E gae a zo brasaet e bloavezh 1970 ha peurvezadurioù nevez a c'hell anezhañ liesaat e obererezhioù. An obererezh gentañ a zo enporzhiadur.

Oberezhioù Kergroaz a zeu da heul d‘ar gêr An Oriant. Kibelloù eoul-maen a harzh sevel-kêrioù e lec'h-mañ. Diskargerezh simant, soja pe tro-heol a boultrenn ar porzh.

Ur porzh-pesketa
  • Pesketa a-raok Kerroman : e fin an XIXvet kantved pe deroù XXvet kantved, e touare bigi-pesketa el lenn-borzh, e kreiz An Oriant, evel ar bigi-kenwerzh pe bigi-mor. E 1889, e voe krouet ur koc'hu-pesked e lec'h ma'z eo hiziv ar bag "Thalassa", kae Roc'han.

En XXvet kantved, en em treuzlakaet listri roueder e lec'h bad-dre-lien. Met re blas a gemeront. E 1927 e tilog ar porzh-pesketa betek ul lec'h anvet Keroman (Ker-homañ ?). Porzh-pesketa Kerroman a zo ganet. Etre an daou vrezel e voe krouet porzh Keroman en Oriant a-benn diorren an obererezh-se war ul live greantel. Ar porzh-pesketa a ya d'arnevezaat a-nebeudoù.

Ur porzh-bageal
  • Ar porzh-bageal a grog da zisplegañ e 1975. 115 bag a oa d'ar mare-se. E lenn-borzh e oant, e-kreiz ar gêr. 400 bag a zo bremañ. Un ti-mor a zo bet savet ha digoret a-hed hennezh.

Emmanuel Svob, maer ar gumun, a zilezas e gargoù maer ha kuzulier-kêr d'ar 27 a viz Genver 1941, anvet e voe Auguste Donval, ur mezeg-jeneral, mignon gant François Darlan, en e blas d'an 2 a viz Ebrel 1941, met dav e voe dezhañ dilezel d'an 8 a viz Mae 1942 dre ma tape e begement a bep tu abalamour d'ar c'hudennoù pourvezañ, e eilvet eilmaer, Eugène Gallois-Montbrun, a gemeras e lec'h d'an 19 a viz Even 1942[15].

Listri-spluj

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Diazlec'h al listri-spluj
  • E 1940 e krogas an Alamaned da sevel diazlec'h listri-spluj an Oriant e Kerroman.
  • Eus deroù ar brezel tremenet, e sav an diazez listri-spluj. Al labourioù kentañ a grog er e miz Genver 1940. Padout a reont betek 1942 da nebeutañ. An darn Kerroman I eo bet savet e C'hwevrer 1940. An darn Keroman II, tri miz goude, e miz Mae 1940. Devehatoc'h e vo savet un darn nevez : Keroman III.

Gourenez Kerroman a oa dibabet da zegemer un diazez bigi-spluj german "U-boot ". An diazez dindanvor eus An Oriant eo adimplijet gant ar Merdeadurezh-brezel betek d'an 11 a viz C'hwevrer 1997, a-raok bezañ daskoret evit obererezhioù disoudard. A-vremañ, eo digor gant an holl dud ar weladenn an darn Keroman III hepken. Darnoù all a zo diimplijet pe implijet gant embregerezh.

  • Listri-spluj alaman ha diazlec'h Kerroman (luc'hskeudennoù graet evit ar propaganda nazi)
  • Bazenn al listri-spluj Alaman hiziv-an-deiz

Bombezadegoù ar Re Gevredet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Distrujoù bras a voe en Oriant gant bombezadegoù Aerluioù ar Rouantelezh-Unanet ha SUA. Lazhet e voe kantadoù a dud nann-soudard ha milourion alaman. Degadoù a garrnijourion a gollas o buhez ivez.
Deiziad Aerlu Niver a nijerezioù Tonennoù a vombezennoù Niver a vombezennoù-entanañ
14 a viz Genver Royal Air Force 99 73,6 83 548
15 a viz Genver Royal Air Force 132 140,4 87 163
23 a viz Genver United States Army Air Forces 36
23 a viz Genver Royal Air Force 47
26 a viz Genver Royal Air Force 136 80 56 687
29 a viz Genver Royal Air Force 130 50,7
4 a viz C'hwevrer Royal Air Force 120 90,6 63 376
7 a viz C'hwevrer Royal Air Force 296 254,1
13 a viz C'hwevrer Royal Air Force 422 524,3 26 168
16 a viz C'hwevrer Royal Air Force 360 461,9 230 916

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bezioù ar C'hommonwealth e bered Kerantreizh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro Niver a soudarded
Aostralia 3
Kanada 3
Polonia 9
Rouantelezh-Unanet 17
Zeland-Nevez 1
Dianav 5
Hollad 38

Karrnijourion e oant holl. Marvet int e-pad an Eil Brezel Bed[22].

Tud bet ganet eno

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud bet marvet eno

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Luc'hskeudennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emdroadur ar boblañs abaoe 1793

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

[24]

Roll maered an Oriant

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ti-kêr An Oriant
Norbert Métairie, bet maer An Oriant
Anv Penn prantad Dibenn prantad
Étienne Perault 12 a viz Gwengolo 1736 11 a viz Meurzh 1762
Jean-Michel Ferrand 22 a viz Mae 1762 7 a viz Meurzh 1774
Jean-Marie Esnoult Deschatelets 22 a viz Gouere 1774 8 a viz Gwengolo 1789
Benoît Dorce de Najac 8 a viz Gwengolo 1789 15 a viz Here 1789
Jean-Marie Kerlero de Rosbo du Carno 15 a viz Here 1789 14 a viz Genver 1790
Arnoult Le Conte 14 a viz Genver 1790 1añ a viz C'hwevrer 1790
Jean-Jacques Lecointe 1añ a viz Genver 1790 10 a viz Mezheven 1790
Louis François Galabert 17 a viz Gouere 1790 19 a viz Du 1791
Louis Marie Dusaulchoy 21 a viz Du 1791 1añ a viz Kerzu 1792
Jean Jacques Trentinian 19 a viz Kerzu 1792 5 a viz Gwengolo 1793
Jean Jacques Duquesnel 20 frimaire Bloaz II 4 floréal Bloaz III
Jean Garnier 6 frimaire Bloaz III 10 frimaire Bloaz IV
Jean Jacques Trentinian 10 frimaire Bloaz IV 8 germinal Bloaz V
Louis Toussaint Archin 8 germinal Bloaz V 29 fructidor Bloaz V
Pierre Jean Jaffré Bloaz V 29 fructidor Bloaz VIII
François Louis Monistrol 15 a viz Ebrel 1809 23 a viz Ebrel 1821
Casimir Eugène Audren de Kerdrel 28 a viz Gouere 1821 10 a viz Genver 1830
Charles Louis Ducouedic de Kergoualer 19 a viz Meurzh 1830 6 a viz Eost 1830
Betrand Louis Antoine Charles Marie Villemain 15 a viz Gwengolo 1830 10 a viz Meurzh 1836
Jean Marie Galabert Meurzh 1836 29 a viz Meurzh 1839
Auguste Charpentier 13 a viz Eost 1839 Meurzh 1848
Édouard Beauvais Meurzh 1848 Meurzh 1850
Antoine Peyronnel Meurzh 1850 Eost 1850
Joseph Honorat André Le Melvrel Hachois 24 a viz Gwengolo 1850 Genver 1869
Jean Charles Perint 22 a viz Genver 1869 16 a viz Mezheven 1869
Jean Eugène Laurent 16 a viz Mezheven 1869 6 a viz Eost 1870
Évariste Louis Aubin 6 a viz Eost 1870 17 a viz Eost 1871
Édouard Beauvais 13 a viz Mae 1871 23 a viz C'hwevrer 1874
Ludovic Paulinier 23 a viz C'hwevrer 1874 27 a viz Even 1876
Édouard Beauvais 27 a viz Mezheven 1876 5 a viz Gwengolo 1877
Simon François Marie Gustave Ratier 15 a viz Meurzh 1878 13 a viz Ebrel 1880
Jean Louis Henri Canier 15 a viz Ebrel 1880 19 a viz C'hwevrer 1881
Adolphe Charles Augustin Rondeaux 19 a viz C'hwevrer 1881 15 a viz Here 1883
Alfred Maingnan 9 a viz Kerzu 1883 18 a viz Mae 1884
Eugène Charles 18 a viz Mae 1884 28 a viz Meurzh 1886
Laurent Roux-Lavergne 28 a viz Meurzh 1886 23 a viz Kerzu 1888
François Jean Rio 27 a viz Genver 1889 29 a viz Mezheven 1890
Frédéric Delory 29 a viz Mezheven 1890 2 a viz Meurzh 1892
Adolphe Charles Augustin Rondeaux 15 a viz Mae 1892 24 a viz Mae 1893
Edouard Broni 15 a viz Mezheven 1893 21 a viz Du 1897
Adolphe L'Hegouarc'h 21 a viz Du 1897 15 a viz Mae 1904
Joseph Honorat André Talvas 15 a viz Mae 1904 5 a viz Du 1904
Louis Nail 18 a viz Kerzu 1904 19 a viz Mae 1912
Pierre Louis Esvelin 19 a viz Mae 1912 10 a viz Kerzu 1919
Édouard Labes 10 a viz Kerzu 1919 17 a viz Mae 1925
Emmanuel Svob 17 a viz Mae 1925 19 a viz Mae 1929
Jules Legrand 19 a viz Mae 1929 19 a viz Mae 1935
Emmanuel Svob 19 a viz Mae 1935 27 a viz Genver 1941
Auguste Donval 2 a viz Ebrel 1941 8 a viz Mae 1942
Eugène Gallois-Montbrun 19 a viz Mae 1942 31 a viz Eost 1944
Emmanuel Svob 1añ a viz Gwengolo 1944 20 a viz Mae 1946
Jean Baco 1añ a viz Mae 1946 23 a viz Mae 1946
Julien Le Pan 23 a viz Mae 1946 2 a viz Here 1951
Alphonse Le Bourhis 2 a viz Here 1951 2 a viz Kerzu 1951
Charles Le Samedy 2 a viz Kerzu 1951 3 a viz Mae 1953
Jean Le Coutaller 3 a viz Mae 1953 21 a viz Meurzh 1959
Louis Glotin 22 a viz Meurzh 1959 20 a viz Meurzh 1965
Yves Allainmat 21 a viz Meurzh 1965 5 a viz Gouere 1973
Jean Lagarde 6 a viz Gouere 1973 3 a viz Gouere 1981
Jean-Yves Le Drian 4 a viz Gouere 1981 2 a viz Ebrel 1998
Norbert Métairie 2 a viz Ebrel 1998 2020
Fabrice Loher 2020

Marc'hhouarnerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù etrebroadel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro Kêr Abaoe
Bro-Saoz Wirral 1958
Alamagn Ludwigshafen 1963
Iwerzhon Gaillimh 1975
Latvia Ventspils 1975
Galiza Vigo 1981

Karta vignoniezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro Kêr Abaoe
Tchekia České Budějovice 1997
Bro Strollegezh Abaoe
Senegal Cayar
India Kochi
Vietnam Proviñs Kien Giang

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Dave ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. (br)Distro-skol ar c’helenn divyezhek
  3. (fr)Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, ar Faoued, 2006, pajenn 188
  4. (fr)Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965, pajenn 36
  5. Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965, pajennoù 294 ha 295
  6. (fr)Cassini - EHESS - An Oriant - Fichenn ar gumun
  7. (fr)André Maurey, Philippe Lapresle, Anne-Marie Pernel ha Claire Duval, Caudan-Lanester en Révolution (1789-1795), 1991, pajenn 74
  8. (fr)Dihelloù ar gumun
  9. Evezhiadenn: ar re varv a Geriadoù (162 waz) a zo kontet evel Oriantiz gant lec'hienn An Oriant
  10. 10,0 ha10,1 (fr)Ouest-France, d'al Lun 4 a viz Du 2013, pajennoù "An Oriant"
  11. (fr)Archives départementales du Morbihan, Guide des sources des archives publiques contemporaines sur la seconde guerre mondiale et la reconstruction dans le Morbihan, pajenn 81, Gwened, Mae 2010
  12. (fr)Archives départementales du Morbihan, Le Morbihan en guerre 1939-1945, 2009
  13. (fr)René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajenn 23
  14. (fr)René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajennoù 315-316
  15. 15,0 ha15,1 (fr)Annik Le Guen, Le Morbihan sous le Gouvernement de Vichy, Miz Kerzu 1993
  16. Kaset e voe d'ar strad p'edo o tagañ an Oriant gant ar 217vet Skouadrenn AF (Aerlu ar Rouantelezh-Unanet) St Eval d'an 20 a viz Kerzu 1940. Beziet eo e baread e Lannarstêr
  17. (fr)Eddy Florentin, Quand les Alliés bombardaient la France 1940-1945, Embannadurioù Perrin, Dastumadenn Tempus, 2008, pajenn 35
  18. (fr)Eddy Florentin, Quand les Alliés bombardaient la France 1940-1945, Embannadurioù Perrin, Dastumadenn Tempus, 2008, pajenn 106
  19. (fr)Yann Lukas, Lanester, histoire d’une ville, Embannadurioù Palantines, Kemper, 1999, pajenn 76
  20. (fr)Pertes USAAF
  21. (fr)Luc Braeuer, La base de sous-marins de Lorient, 2008, ((ISBN 978-2-9525651-20))
  22. (en)Commonwealth War Graves Commission
  23. (fr)Mémoire des hommes
  24. (fr)Cassini hag EBSSA
  25. [1]
  26. (fr)[2]